Alkmaar

Alkmaar (distagañ :) a zo ur gumun e rannvro West-Friesland e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù.

31,22 km² eo gorread Alkmaar, hag d'an 31 a viz Mae 2009 e oa 93 681 annezad enni. Brudet eo Alkmaar peogwir e vez aozet enni ur marc'had fourmaj, ma teu stank an douristed. Ar c'hêriadennoù, kêrioù ha distrigoù da-heul a ya d'ober Alkmaar : Alkmaar, ul lodenn eus Koedijk, Overdie, Oudorp ha Omval. D'ar 1añ a viz Here 1972 eo e voe staget Oudorp ha tachadoù su Koedijk ha Sint Pancras ouzh Alkmaar. Liammet eo an holl lec'hioù-se an eil re ouzh ar re all abaoe ma'z eus bet savet tiez etre dibenn ar bloavezhioù 1970 ha penn-kentañ ar bloavezhioù 1990. D'ar mare-se e voe tost lieskementet dre zaou poblañs Alkmaar.

Alkmaar
Alkmaar Alkmaar
Banniel Ardamezioù

Sturienn : Alcmaria victrix

Alkmaar
An ti-kêr
Riez Izelvroioù Izelvroioù
Proviñs Flevoland Noord-Holland

Gorread
 • Hollad
 • Douar
 • Dour

31,20 km²
29,26 km²
1,94 km²
Uhelder 1 m

Poblañs
hep kontoù doubl
108 596
(31 MAE 18)
Stankder 3 711 ann./km²

Kod post 1800-1831
Kod pellgomz 072

Alkmaar
52° 38' 04" N - 4° 44' 47" R

Internet www.alkmaar.nl

Istor

Alkmaar 
Emgann Alkmaar, 1573

Roudoù eus anv Alkmaar a zo bet kavet abred hag en Xvet kantved. Kreskiñ a reas ar gêriadenn, anavezet e voe evel kêr e 1254. Lodenn goshañ Alkmaar a zo diazezet war ur reuzeulenn-draezh, hag a servije da wareziñ an dud diouzh ar mor da vare ar Grennamzer. E-kichen Alkmaar e kaver ivez unan eus ar polderioù kentañ bet savet en Izelvroioù.

E 1573 e talc'has tud Alkmaar dirak tagadenn an arme spagnol kaset gant Fernando Álvarez de Toledo, 3e Dug Alba. Un darvoud a bouez eus Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz e voe, ha diwarnañ e voe savet an dro-lavar Bij Alkmaar begint de victorie ("En Alkmaar e krog an trec'h"). Bep bloaz e vez lidet an darvoud-se d'an deiz ma c'hoarvezas, da lavaret eo d'an 8 a viz Here.

E 1799, da vare brezelioù an Dispac'h gall, e voe kaset un arme enni Saozon ha Rusianed da dapout Alkmaar. Dont a rejont a-benn, met goude-se e voent trec'het e Emgann Castricum. Anvet eo trec'h "Alcmaer" gant ar C'hallaoued.

Noordhollandsch Kanaal a voe digoret e 1824, ha treuziñ a ra Alkmaar. E 1865 e voe savet an hent-houarn etre Alkmaar ha Den Helder hag an hini etre Alkmaar ha Haarlem e 1867.

Kuzul-kêr

Alkmaar 
Ur ganol en Alkmaar

E kuzul-kêr Alkmaar ez eus 37 dileuriad :

  • PvdA - 11 dileuriad
  • OPA - 5 dileuriad
  • SP - 5 dileuriad
  • CDA - 4 dileuriad
  • VVD - 3 dileuriad
  • GroenLinks - 3 dileuriad
  • Leefbaar Alkmaar - 2 zileuriad
  • ChristenUnie - 1 dileuriad
  • D66 - 1 seat
  • OMA - 1 dileuriad
  • Liberale Kracht - 1 dileuriad

Transportoù

Ar gourhent A9 a ya eus Amsterdam da Alkmaar, ha goude-se betek Den Helder (N9). Trenioù a zo da vont da Den Helder, Hoorn, Zaandam, Amsterdam, Utrecht, Ede, Arnhem, Nijmegen, 's-Hertogenbosch, Eindhoven, Maastricht, Heerlen, Haarlem, Leiden ha Den Haag. Daou di-gar a zo en Alkmaar : ti-gar Alkmaar ha ti-gar norzh Alkmaar (Alkmaar Noord)

Touristelezh

Alkmaar 
Marc'had ar fourmaj

Marc'had fourmaj Alkmaar a vez er Waagplein, hag unan eus an darvoudoù a zesach ar muiañ a douristed en Izelvroioù eo. Diazezet eo deiziadoù ar marc'had war an hengoun : kregiñ a ra da Wener kentañ miz Ebrel hag ec'h echu da Wener diwezhañ miz Gwengolo. Bep Gwener vintin (10e00-12e30) e vez aozet an traoù en un doare hengounel. Goude bezañ stlaket o daouarn e krog ar werzherien hag an dougerien da bouezañ ar fourmaj. Fourmajoù eus ar vro eo a vez kavet en Alkmaar, ha n'eo ket fourmajoù brudetañ an Izelvroioù evel Edam pe Gouda. Unan eus pevar marc'had fourmaj hengounel a vez aozet bepred en Izelvroioù eo. Ne c'hall ket an dud prenañ fourmaj er marc'had peogwir eo kentoc'h un seurt abadenn da ziskouez d'an dud penaos e veze graet gwechall. Tro-dro avat, ez eus stalioù ma c'hallont kavout fourmajoù liesseurt, ha traoù all ivez.

Er Waag emañ ti-degemer an douristed ha Mirdi ar fourmaj. Ur c'harter ruz a zo en Achterdam, ha birvidik eo an traoù diouzh an noz en tavarnioù dirak marc'had ar fourmaj.

Mirdioù

  • Mirdi ar Beatles (gitar kentañ John Lennon a voe savet en Alkmaar)
  • Mirdi Holland ar fourmaj
  • Mirdi broadel ar bier, "De Boom"
  • Mirdi izelvroat ar fornigelloù
  • Mirdi istor kêr Alkmaar

Sportoù

AZ (Alkmaar Zaanstreek) eo anvet skipailh mell-droad Alkmaar. Abaoe 2006 e c'hoari ar skipailh war an dachenn anvet DSB Stadion, ma c'haller degemer 17 000 arvester. AZ a c'hounezas an Eredivisie e 2008-2009. Kampionad mell-droad an Izelvroioù eo. Kampion mell-droad an Izelvroioù e voe ivez e 2008-2009.

Gevellerezh

Tud vrudet bet ganet en Alkmaar

Alkmaar 
Waag Alkmaar
  • Willem Blaeu (1571), kartennour (marteze e vije bet ganet en Uitgeest)
  • Metius (1571), muzulier / steredoniour
  • Cornelis Drebbel (1572), ijiner al lestr-spluj kentañ
  • Caesar van Everdingen (e-tro1617), livour
  • Reinier Jansen (17vet kantved), a savas an embregerezh-moullañ Quaker kentañ er Stadoù-Unanet.
  • Willem de Fesch (1687), sonaozer
  • Alfred Peet (1920), krouer an embregerezh Peet's Coffee & Tea
  • Rudi Carrell (1934), entertainer
  • Rudi Vis (1941), politikour breizhveuriat
  • Sybilla Dekker (1942), bet ministr
  • Harm Ottenbros (1943), marc'hhouarner, kampion ar bed e 1969
  • Jos Punt (1946), eskop
  • Patrick Cammaert (1950), jeneral
  • Gerard Joling (1960), kaner
  • Marco Borsato (1966), kaner
  • Jakko Jan Leeuwangh (1972), skater
  • Ephraim Beks (1989), kaner ezel eus ar strollad Lexington Bridge

Notennoù


Liammoù diavaez


Alkmaar 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Alkmaar  Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.

Tags:

Alkmaar IstorAlkmaar Kuzul-kêrAlkmaar TransportoùAlkmaar TouristelezhAlkmaar SportoùAlkmaar Tud vrudet bet ganet en Alkmaar NotennoùAlkmaar Liammoù diavaezAlkmaar19721añ a viz Here200931 a viz MaeIzelvroioùNoord-HollandWest-Friesland

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

XVIIIvet kantvedVIIIvet kantvedNiver leielArgemmvac'hennRoll Rouaned ha Duged BreizhGopr hollvedelSpringfield (Illinois)Korr (Douar-ar-C'hreiz)SruighleaEnez Sant-NikolazDugez BreizhViraGourliammPordenone???Kouign-amannHenamzerMerc'her (deiz)PrederLeon XIIIDaveennoù lec'hiañStad ChinGenoù (korf)David Lloyd GeorgeStad IslamekStamford (Connecticut)ArdoileánAssociazione Calcio MilanDjiboutiSkeulenn gromatekMeurvor AtlantelThe Lord of the RingsFangornEchedoùJaned ArkBukkakeSumerColchesterArme Dieubidigezh Pobl SinaLina KostenkoWikipediaNew YorkLur sterling1394Théodore Hersart de La VillemarquéAJ AuxerreMalawiDavid CameronKurdeg800Satyajit Ray22 MezhevenHinAC/DCAndrés BelloMenez C'hommStudioù klaselAbu Dhabi (emirelezh)Justin BieberLestr TheseüsKatelin IIHenc'hresTierniezh TangujjtxMezegiezhWilliam IIIDimezioù etre paotred pe etre maouezedRuzennPakistanSteredouriezh🡆 More