Den Haag (anvet ivez 's-Gravenhage) zo ur gêr e kornôg an Izelvroioù, m’emañ sez ar gouarnamant, daoust ma n’eo ket kêr-benn ar vro (Amsterdam an hini eo).
Kêr-benn ar broviñs Zuid-Holland eo.
Annezet eo Den Haag gant 563.122 a dud (2023). E kêr emañ porzh kozh Scheveningen.
Den Haag hag an trowardroioù a ya d’ober, gant 700.000 a annezidi, unan eus kreizennoù pouezusañ ar Randstad, gant Amsterdam ha Rotterdam.
An anv Den Haag (skrivet gwechall «Die Haghe») eo an anv ofisiel koshañ. Ur stumm all zo da anv kêr : 's-Gravenhage («Liorzh an dug»), cheuc’hoc’h, zo en implij abaoe 1639. Savet e voe moarvat diwar skouer an anv 's-Hertogenbosch (anvet alies Den Bosch). Bremañ e vez implijet ar stumm Den Haag gant an ti-kêr, ha stummoù heñvel a gaver e yezhoù all : Den Haag en alamaneg, The Hague e saozneg, La Haye e galleg pe La Haya e spagnoleg.
E Den Haag emañ an Erste Kamer (Kambr gentañ) hag an Tweede Kamer (eil kambr), da lavaret an div gambr a ya d’ober parlamant an Izelvroioù. Eno ivez emañ burevioù ar vinistred ha lez-varn uhelañ ar vro. Eno emañ o chom ivez ar Rouanez Beatris. Kannatioù ar broioù all en em gav holl e Den Haag ha meur a ensavadur etrebroadel bras ivez (evel Europol pe al Lez-varn Etrebroadel. Daoust da se ez eo Amsterdam kêr-benn an Izelvroioù, hervez bonreizh ar stad.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Den Haag, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.