Revrfouzherezh

Revrfouzherezh(Daveoù a vank) a vez lavaret eus an darempred reizhel etre paotred hag etre paotr ha plac'h pa vez lakaet kalc'h ur paotr e fraezh un den all.

A-wechoù e vez lavaret sodomiezh eus an ober-se.

Revrfouzherezh
Karantezioù Hadrian hag Antinoüs, hervez Édouard-Henri Avril
Revrfouzherezh
Revrfouzherezh, hervez Édouard-Henri Avril

E plas ar c'halc'h e c'hall bezañ implijet un dra all, evel ur biz (pe bizied) pe c'hoazh ur c'hoariell rev.

Pleustr

Ne vezont ket lenkraet ar fraezh hag ar youlc'h en un doare naturel evel ar c'hourzh hag ar gouhin. Kouskoulde eo un takad erogen ha gallout a ra reiñ plijadur d'un den sanket. Peogwir eo bresk glaourgennoù ar fraezh e vez aliet lenkraat an takad ez eus kaoz anezhañ gant halv pe implijout ur stevell lenkraet. Ar gwellañ eo implijout ur produ lenkraat artifisiel graet gant dour pe silikon avat.

Risklus e c'hall bezañ revrfouzhañ rak gallout a reer tapout poreoù. Kuzuliañ a ra Aozadur Bedel ar Yec'hed implijout ur stevell eta.

Etre paotred

Unan eus oberoù an darempredoù heñvelreviat eo, an hini brudetañ: anavezet eo ar baotred a gas seurt oberoù evel "paotred ar pri melen" pe "an douar melen" e brezhoneg. Hep prouenn sklaer e vez lakaet kleñvedoù zo war gont ar seurt oberiantiz.

Etre paotr ha plac'h

Unan eus an oberoù reizhel etre ur paotr hag ur plac'h eo. Plijadur a c'hall kaout an daou anezho.

Etre merc'hed

Ar revrfouzerezh a c'hall bezañ graet etre merc'hed ivez, oc'h implijout o bizied pe forzh petra all.

Istor

Pleustret e veze ar revrfouzerezh e Sumer, er sevenadur Moche, e Henroma ha Henc'hres, e Japan, ha gant ar Gelted kozh marteze. Gallout a rae bezañ un doare hilastaliñ pe un doare de vestroniañ unan bennak, ur sklav da skouer.

Konnar ar relijionoù

Revrfouzherezh 
Devidigezh Marc'heg Hohenberg hag e lakez, tamallet dezho oberoù a sodomiezh, en 1482, e kêr Zürich

En Europa e voe krog da vezañ difennet adalek ar Grennamzer. Brudet fall e oa an obererezh-se en amzer an Iliz hollc'halloudek. Pa gouezhe kounnar an iliz war chouk darn anezho, nemet war ar rouaned, e veze kriz ar c'hastiz, evel hini Hugh le Despenser, e-skoaz war ar roue saoz Edouarzh II.

Revrfouzherezh 
Sade, Justine.

Difennet eo bet e-pad pell e broioù zo, hag e stadoù zo eus Stadoù-Unanet Amerika. Difennet eo c'hoazh en holl vroioù muzulman, gant kastizoù pounner hag a c'hall mont betek kastiz ar marv.

Tags:

Revrfouzherezh PleustrRevrfouzherezh Etre paotredRevrfouzherezh Etre paotr ha plachRevrfouzherezh Etre merchedRevrfouzherezh IstorRevrfouzherezhFraezhKalc'hPaotrPlac'hSodomiezhWikipedia:Menegit ho taveoù

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-UnanetStadegouriezhLevraouegMorfaNovorossiya (kevredad)Eurofighter TyphoonBigorn SpagnNineteen Eighty-Four515Kanton Sin-le-NobleBeate SturmSkibidennKempervenFrère JacquesBronnBrezel yen19 MaeErotegezhPrusiaMarie CurieMank (evn)Victoria de Las TunasSpagnBilhed-bankEmflourañ1595Global Positioning SystemISO 8601Lizherenneg c'hresianekTimbroù Tasmania633♯brezhoneg (kelaouenn)TiegezhLatinKembraegBack to the FutureOLionel Messi30 DuLedenez ItaliaPenélope CruzKaliforniaISO 639-3Aleksandr VeurLondrezHollveliouriezhRoue ArzhurFanny HillDronJonathan Banks1866Gwipri1801Chapel Itron Varia KerzevotKomenad kehentiñGamianiGwilioudDaoubikSaoznegWiki-niSaint-Aubin (Norzh)IsraelKrehenPaourentezNikola TeslaGeriadur Hemon-HuonOfiserien-Veur Dugelezh BreizhPludunoùWiki Commons🡆 More