Setu amañ notennoù evit an implijerien hag an implijerezed a fell dezho teurel evezh, da glokaat gant neb a garo diouzh ezhomm.
A • B • C • D • E • F • G • H • I • J • K • L • M • N • O • P • R • S • T • U • V • W • Y • Z |
Un araogenn-amzeriañ a ra dave d'an amzer dremenet eo abaoe : abaoe dec'h • abaoe ar brezel..
Implijet e vez e frazennoù en tremened pe en amzer-vremañ : abaoe ar beure ne ra nemet gouelañ • abaoe pell zo e oa klañv. N'hall ket abaoe bout implijet en amzer da zont avat. Gwelout adal.
Un araogenn-lec'hiañ hag amzeriañ eo adal, pe adalek, implijet alies gant betek. Distag eo diouzh pep amzer : adalek ar beure betek an noz ne ra nemet gouelañ • adalek Pempoull betek Pontrev n'hallimp ket mont buan.
Amezeg, amezegez, amezeien, amzezegezed eo stummoù an anv-kadarn, met amezek eo stumm an anv-gwan : un enezenn amezek, ha n'eo ket un enezenn amezegez rak, kontrol d'ar yezhoù latin, n'eus stumm gwregel ebet d'an anv-gwan e brezhoneg, war-bouez un nebeud anezho evel brazez • dougerez • follez • mezvez.
Anvioù lies eo an anvioù hollek hag an anvioù stroll, setu e vo lavaret ha skrivet an arc'hant zo berr o lost • ar geot n'int ket sec'h • pa vo lakaet ar bezhin bern-war-vern e vint fonnusoc'h da gargañ,.
Benel eo ar ger arme : div arme vras.
Gourel avat eo ar ger lu hag ar gerioù deveret dioutañ : tri lu a vez peurliesañ, an aerlu, ar morlu hag an tirlu.
Disheñvel eo an arzoù diouzh an arzhed !
Ar c'hemm a vez graet e brezhoneg etre -at (a verk ar vro) hag -ek (a verk ar yezh):
Un adverb eo avat, ha lakaet e vez war-lerc'h ur ger bennak ; disheñvel eo diouzh met a zo ur stagell lakaet etre div lavarenn : Ma breur Yann zo sot, me avat zo kalz finoc'h.
Dre vras ne vez ket implijet bennak el liester. Lavaret e vez :
Troiennoù evel un deizioù bennak • ur geriennoù bennak • ur re bennak zo avat er yezh lennegel,.
N'heller ket implijout an araogenn da, a verk ur fiñv, gant ar verb bezañ / bout a verk ur stad. Lavarout a reer :
Reizh avat eo lavarout aet on da welout peogwir ez eus ur fiñv, met mont da welout ne verk ket ez eur bet o welout keit ha n'eur ket erru !
Klevet e vez bez' zo • bezañ zo • bout zo e-maez Leon, met skrivet e vez bez' ez eus kentoc'h pa vez amstrizh renadenn ar verb.
Kemmadurioù dre vlotaat a vez graet er ger bloaz
Copyright (©) ha "gwirioù aozer" zo daou dra a zo kar hogen disheñvel. Evit an dalvoudegezh diwezhañ e c'haller ober gant Holl gwirioù miret, (Buhez ar Sent, 1912) pe gant Pep gwir miret strizh, an doare ordinal.
Lavarout a reer darn eus un dra bennak hag an darn vrasañ eus an traoù ha n'eo ket darn un dra bennak pe darn vrasañ an traoù.
En hevelep doare e lavarer an hanter eus an dud (ha n'eo ket hanter an dud) hag ar peurrest eus an dud (ha n'eo ket peurrest an dud).
Daoust d'an droienn degemer mat (deoc'h) bezañ paot bremañ e vehe mat lakaat deuet-mat oc'h a-wezhioù, pe donemat (deoc'h) — un degemer mat a reer d'an dud a zo deuet-mat, ha Donemat e Breizh a rankfe bout skrivet war harzoù hor bro.
Arabat eo droukveskañ denañ ha tennañ : emañ ar babig o tenañ e vamm (o kemer laezh diouzh he bronn) ; n'emañ ket o tennañ e vamm diouzh ul lec'h bennak pe, gwashoc'h, o tennañ warni gant ur bistolenn !
Arabat droukveskañ di, a verk ur fiñv war-du ul lec'h a zo bet meneget a-raok, hag eno, a verk al lec'h-se : Madrid ? Mont a rin di e miz Ebrel da wellaat ma spagnoleg, ha pa vin eno em bo tro da weladenniñ mirdi ar Prado.
An orin eo a vez merket gant an araogenn digant : amprestañ un dra bennak digant un den bennak • deskiñ brezhoneg digant un den bennak • goulenn un dra bennak digant un den bennak • ur film digant Clint Eastwood
Reizh eo diouzh ar gwalarn • diouzh ar sav-heol, evel er c'hrennlavar hengounel Tout diouzh un tu, êl parrez Brec'h.
An dud a zle, pe an dud a dle : diret eo ar c'hemmadur er verb-se ; gwelout oberennoù Lan Inizan ha Gabriel Milin.
Tapet e vez ar c'hi dre e lost, met renket e vez an dud hervez urzh al lizherenneg, pe hervez o oad, o yezhoù. Dont a ra ar c'hej-mej eus liessterioù ar ger gallek par.
Tri ger e zo :
Reizh eo neuze bemdez e teu e dad e kêr.
Ret eo disheñvelout ar c'hemmadurioù gant ar perc'hennañ : e dad hag he zad.
• ne viot ket troublet pa zegaso deoc'h ivez afliksion ebet (RS.p.350)
• kement-mañ a heuliot atav pa erruo gouel doubl ebet e-giz-se e-keñver ar Sul. (HB.p.500)
• mar hoc'h eus gwelet gwech e-bed un den en e dremenvan ... (JKS.p.84)
• ha kavet hoc'h eus-hu loen ebet ken faeüs ... ? (ISV.p.473)
Ne vez ket implijet ebet gant gerioù hollek evel bara, dour, brezhoneg, ha kant all : *bara ebet → tamm bara ebet, *dour ebet → banne dour ebet, *brezhoneg ebet → tamm brezhoneg ebet pe, hervez an degouezh, rannyezh vrezhonek ebet.
Ne vez implijet an araogenn eget nemet e derez uheloc'h ar c'heñveriañ : brasoc'h eget Molenez eo Eusa • nebeutoc'h a dud zo eget na oa dec'h.
Gwezh ebet ne vez en derez kevatal, neuze ez eo arabat skrivañ *ar memes tra eget e-lec'h ar memes tra ha pe ar memes tra evel pe *ken bras eget e-lec'h ken bras ha • ken bras evel.
E-kerz a verk ar perc'hennañ : al levr zo em c'herz, tra ma verk e-kerzh ur poent resis en ur mare : e-kerzh an hañv.
E-kerzh a verk ur poent resis en ur mare : latar zo bet e-kerzh ar goañv a dalvez ez eus bet latar gwech ha gwech all, tra ma verk e-pad padelezh ar mare-se : latar zo bet e-pad ar goañv a dalvez ez eus bet latar dizehan a-hed tri mizvezh ar goañv.
Lavaret e vez hiziv emañ ma deiz-ha-bloaz ha ma deiz-ha-bloaz zo hiziv.
Implijet e vez eno evit chom hep advenegiñ ul lec'h bennak : e Kemper edon o chom, eno em eus graet ma studioù.
Evit daou ober kempred ez implijer an droienn-se ha n'eo ket evit komz eus an dazont, ma'z implijer da c'hortoz : skrivet em eus ul levr en ur c'hortoz ma merc'h a oa o pellgomz • da c'hortoz kaout ur c'harr nevez e tremenin gant an hini kozh.
Envel (anv-verb) → anvet (anv-gwan-verb) : mat e vefe envel Mona da renerez, ha Tudi a vefe anvet da eilrener.
Ar stumm eo a implijer pa gomzer eus un dra resis, hag ez eus pa vez diresis : deuet eo an den ≠ deuet ez eus un den.
Ar stumm eo a implijer pa gomzer eus un dra resis, ha zo pa vez diresis : ur stêr eo an Elorn pe an Elorn zo ur stêr. Ur fazi bras eo *zo ar neuze : Herve eo ar c'helenner (n'eo ket Mark) pe ar c'helenner eo Herve (Herve n'eo ket an diwaller).
War an tu enep da hini ar galleg e ra ar brezhoneg, ha ret eo teurel evezh ouzh an ereadurezh.
Ar ger eskemm ne dalv ket kement ha komz gant tud all e brezhoneg. Gerioù all zo : kaozeal gant • divizout • kendivizout....
Gant ur stumm-kadarnaat e vez graet e brezhoneg, pa vez graet gant ur stumm-nac'h e galleg (il n'y a pas que) : estreget studierien zo er skolioù-meur.
N'hall ket eta bezañ lakaet e penn kentañ ur frazenn, er c'hontrol d'ar galleg donc. Meur a droienn all zo e brezhoneg : bremañ ('ta) • gant se ('ta) • neuze ('ta) • rak-se ('ta) hervez an dro.
Ne vez ket lavaret Ur mab eus Edern nemet e teufe ar mab-se eus kumun Edern e-kichen Brieg ; mard eo Edern anv e dad e ranker lavarout ur mab da Edern.
Ne verk ket an oberour avat. Neuze ne vo lavaret ur romant eus Brieg nemet ma teu eus Brieg, met mard eo bet skrivet gant un den anvet Brieg e vo lavaret ur romant gant Brieg .
Gant eus e verker an orin en egor : un den eus Brieg, petra bennak m'emañ an den-se o chom e San Francisco.
Diwar patrom ar galleg e weler tud oc'h ober gant evit da zisplegañ an abeg : n'eo ket brezhoneg. Ne vez ket roet ur priz d'un den evit ul levr, pe evit bezañ skrivet ul levr met gant ul levr : ur priz am eus bet gant ma fladenn nevez • Selma Lagerlöf he deus bet Priz Nobel al Lennegezh e 1909 gant he oberennoù.
Feur-emglev a vez skrivet e daou c'her liammet gant ur varrennig-stagañ, peogwir eo un anv-kadarn savet diwar daou anv all.
Faziañ a ra lod a-wechoù pa n'ouzont ket e c'heller ober meur a dra gant ar verb-mañ.
Ur romant (di)gant Jack London a lavarer, ha n'eo ket ur romant *eus Jack London, peogwir eo bet skrivet gantañ.
Un droienn c'hallek eo *gant ar pal ober. E brezhoneg e verker ar pal gant da : aet eo Yann da glask dirouestlañ ar gudenn, gant evit (kreñvoc'h) : soudarded a voe kaset evit gwareziñ an dud vac'homet, pe gant e-sell da : arc'hant zo bet lakaet a-gostez e-sell da brenañ ur c'harr nevez.
Geriaoueg zo gwregel : ur c'heriaoueg, evel balaneg, ur valaneg.
Arabat eo droukveskañ gervel hag envel, diwar levezon ar galleg appeler : galvet e vez un den da zont pe dre ar pellgomz, hag anvet e vez ur bugel nevez-c'hanet.
Lavaret e vez bezañ gouest da ober un dra bennak.
Goulenn digant unan bennak = goulenn ouzh unan bennak. Gallek eo stumm goulenn *da unan bennak, n'eo ket brezhonek.
Ur wech hepken, ha n'eo ket *hepken ur wech. Goude an anv e vez lakaet hepken, ha n'eo ket dirak.
Arabat eo implij just e-lec'h nemet, evel ma vez graet e galleg komzet. E-lec'h c'hoant am boa lâr *just un dra e ranker lavarout c'hoant am boa da lavarout un dra nemetken pe n'em boa c'hoant da lavarout nemet un dra.
Keit zo kenster gant ken hir en egor hag en amzer : keit ha ma zreid eo re ma c'hoar vihan dija • d'ar gedez e vez keit an noz hag an deiz.
Kement zo kenster gant ken bras, en egor hepken : kement ha me eo ma c'hoar vihan dija.
Ar c'hemmadur D/Z ne vez ket graet gwech ebet war-lerc'h ar ger-mell : un diaoul, un diaoulez, an diaouled hag an diaoulezed • un debrer kig, un debrerez kig, an debrerien kig, an debrererezed kig.
Peurvuiañ ne vez ket lakaet ar ger-mell strizh (ar) dirak kêr : mont e kêr • chom e kêr • bale dre gêr • tud kêr. Kement hag "al lec'h m'emeur o chom", heñvelster gant ar saozneg home, e talvez ar gêr : mont d'ar gêr • chom er gêr.
N'heller ket implijout ket hep verb, evel a vez graet e galleg. Ne lavarer ket sistr a fardan, ha *ket lambig, lavaret e vez sistr a fardan, ha n'eo ket lambig ; ne lavarer ket skuizh on ha *ket te, lavaret e vez skuizh on ha te n'out ket.
Nepred ne vez implijet an araogenn da etre ar verb klask hag ur verb all : klask gouzout • klask debriñ un dra bennak. Diwar ar galleg chercher à e teu ar fazi.
Ne vez ket implijet stummoù an araogenn a (ac'hanon ... anezho) evel renadenn gant ar verb bezañ : skrivet eo anezho → skrivet int • gwelet e vez anezhi er film → gwelet e vez(-hi) er film.
N'eus ket a verb *klotaat e brezhoneg, penegwir n'eus ket eus ar verb klot ; diwar droukvesk gant ar verb klokaat e teu ar fazi moarvat. → Klotañ (gant, ouzh) eo ar verb reizh.
Evel en un toullad yezhoù all, ne *gomz ket al levrioù nag ar pennadoù nag ar skeudennoù nag ar c'hanaouennoù : anv, kaoz, meneg zo enno eus traoù pe tud a bep seurt.
Daou c'her kont zo e brezhoneg.
Gourel pe venel eo an daou stumm : ar c'hornaoueg / gornaoueg • ar c'hornôg / gornôg.
Da /sh/ e tro ar /zh/ e derezioù ar c'heñveriañ : kozh → koshoc'h ha koshañ.
Disheñvel-krenn eo an anv lec'h (ur rann eus an egor hag a zo bevennet) diouzh an anv all lerc'h (ur roud, un heul) ; diwar lerc'h e teu dilerc'h • war-lerc'h • lerc'h-ouzh-lerc'h hag all.
Ar stumm goulenn ma, na gleved en XXvet kantved nemet e doare Gwened hag arvor Kerne-Izel betek ar Vro-Vigoudenn, ne vez ket implijet er yezh skrivet.
Nann, ne vez ket lavaret ar memes tra egedon ! Ar memes tra ganin pe ar memes tra eveldon a c'heller lavarout.
Benel eo an anv : ur vengleuz.
Atav e teu an unander goude meur a : meur a dra• meur a zen • meur a wech.
Kemmadur a vez a-wechoù goude 1000 : mil bell zo • mil boan • mil c'hast • mil damm • mil dra • kaout mil geuz • bout mil gozh • mil gurun • mil vad • mil vicher.
Un anv-kadarn eo milion, met un niver eo ivez. Neuze, ne vez ket lavaret *ur milion tud, *daou vilion euroioù ; atav e vez lavaret ur milion a dud • daou vilion a euroioù, gant ul liester war-lerc'h an araogenn a, goude ma vez lavaret nav c'hant mil den • daou c'hant mil euro gant an unander goude ar gerioù niveriñ (pe nav c'hant mil a dud • daou c'hant mil a euroioù, evel a garer).
E brezhoneg e vez lakaet ur bennlizherenn d'ar mizioù : an 30 a viz Ebrel 2024 zo hiziv.
Pevar ger na zo e brezhoneg.
Na a dro da nag dirak ur vogalenn pe un h na vez ket distaget.
Goude un anv e vez lakaet nemetken, ha n'eo ket dirak : ur wech nemetken.
Lavaret e vez emaon o tont, met er sizhun a zeu rak ar sizhun *o tont n'emañ ket er yezh.
Kemmadurioù dre vlotaat a zo war-lerc'h pa : pa k/gomz • pa t/dec'has • pa p/bar an heol • pa g/c'halvas • pa gw/welo • pa d/zebras • pa b/ vizskrivas • pa m/ verzo.
Lavaret e vez pa *teu e rannyezh Kerne-Izel, petra bennak ma n'eo ket diazezet ar yezh skrivet war ar rannyezhekadur-se. Skrivet e vez pa zeu pe pa deu (ne vez ket graet ar c'hemmadur e deu- atav), hervez an doareoù diazezet el lennegezh.
Ar pal (gourel) a vez klasket tizhout gant ar rederien, ar bal (gwregel) eo ar benveg a vez gant al liorzher da dreiñ douar.
Gourel eo ar ger pennad : ur pennad • daou bennad.
Pig, ur big, piged pa gomzer eus al labous Pica pica ha pik, ur pik, pikoù en degouezhioù all (draen, merk bihan ha ront, arouezenn er poentadur).
Portugalad, Portugaliz, Portugalez ha Portugalezed evit komz eus tud ar vro ; portugalat eo an anv-gwan ; ar portugaleg eo ar yezh.
Spagn n'eo ket Portugal ! Ur Portugalad met ur Spagnol (n'eo ket *Spagnad, *Spagnolad) • Portugaliz met Spagnoled (*Spagniz, *Spagnoliz) • portugalat met spagnol (*Spagnat) • portugaleg met spagnoleg (*spagneg) • portugalek met spagnolek (*spagnek).
Un tabut zo un emgann dre gomz ; ober trouz ha huchal evit difenn ur savboent eo tabutal ; n'eo ket komz, kaozeal, divizout en un doare seder.
Gwregel eo ar ger telenn, neuze : un delenn • teir zelenn.
Un den a denn da unan all pa vez damheñvel e neuz ouzh an den all-se, met pa denn war unan all e vez gant un arm bennak.
Ne vez implijet ar verb "tremen" nemet pa vez ur fiñv bennak en egor pe en amzer.
Diwar levezon ar galleg ec'h eo savet ar frazenn faziek An hent a dremen dirak ma zi a ya da Lannuon ; difiñv eo an hentoù, ne c'hallont na tremen na mont.
Faziek ivez eo An istor a dremen en ur bed faltazius ; difiñv eo an istorioù hag an darvoudoù.
Gwregel eo ar ger trugarez ; neuze : un drugarez vras.
Tu zo zo un droienn vrezhonek nevez a lenner a-wechoù bremañ e-lec’h ar verb gallout. Deuet eo diwar an droienn gozh moien zo, a zo gallek (il y a moyen). Klevet ha lennet e vez *tu zo ober, petra bennak ma n’eus troienn ebet war ar memes patrom hep an araogenn da, a zegas renadenn an anv-kadarn : amzer zo da vont • labour zo da ober • tro a vo da zañsal.
En tu all da ha n'eo ket en tu all *eus.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Wiki:Fazioù stankañ, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.