Wallis ha Futuna (galleg : Wallis-et-Futuna; fakauveaeg ha fakafutunaeg: ʻUvea mo Futuna), ent-hir Tiriad Inizi Wallis ha Futuna (galleg : Territoire des îles Wallis et Futuna), zo un tiriad enezek polinezian e Su ar Meurvor Habask etre Tuvalu er gwalarn hag Enez Rotuma (Fidji) er c'hornaoueg, ha lodenn bennañ Fidji er mervent ; emañ Tonga er gevred, Samoa er reter ha Tokelau er biz.
E dalc'h Frañs emañ an tiriad-se, hag ur strollegezh tramor (COM) eus ar Republik-se eo abaoe 2003.
Wallis-ha-Futuna ʻUvea mo Futuna | ||
---|---|---|
Strollegezh tramor | ||
Banniel diofisiel | ||
13° 17′ 0″ S, 176° 11′ 0″ W | ||
Melestradur | ||
Riez | Bro-C'hall | |
Statud | Strollegezh tramor (23/03/2003) | |
Kêr-benn ha kêr vrasañ | Matāʻutu | |
Yezhoù | Galleg (ofisiel) Walliseg Futuneg | |
Douaroniezh | ||
Gorread | 142,42 km² | |
Pennlein | 524 m | |
Poblañs | 11 558 (2018) | |
Stankter | 81,15 den/km² | |
Gwerzhid-eur | UTC + 12:00 |
Teir enezenn bennañ a ya d'ober an tiriad : Wallis (ʻUvea), Futuna hag Alofi. Inizi tanveneziek ez int. Ur gorread a 142,42 km² a zo en holl gant ur 11 558 den o chom enno e 2018. Matāʻutu eo ar gêr-benn hag ar gêr vrasañ.
Daoust ma'z eo stag ouzh Republik Frañs hag eo bonreizh ar Vvet Republik eo a vez lakaet da dalvezout, ez eo renet an tiriad gant roueed henvoazel, ha tri a zo anezho.
Melanezia : Fidji • Kaledonia-Nevez • Papoua Ginea-Nevez • Papoua ar C'hornaoueg • Inizi Salomon • Vanuatu
Mikronezia : Guam • Hawaii • Kiribati • Inizi Mariana an Norzh • Inizi Marshall • Atoll Midway • Stadoù Kevreet Mikronezia • Nauru • Palau • Wake
Polinezia : Inizi Cook • Niue • Enez Pask • Pitcairn • Polinezia C'hall • Samoa • Samoa Amerikan • Tokelau • Tonga • Tuvalu • Wallis ha Futuna • Zeland-NevezThis article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Wallis ha Futuna, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.