Urzh Sant Yann Jeruzalem

Urzh Herberc'hourien Sant-Yann Jeruzalem, Rodez ha Malta eo anv klok an urzh katolik a vez graet Urzh Sant Yann Jeruzalem anezhañ peurvuiañ.

Anavezet eo ivez dindan an anv a Urzh an Herberc'hourien, Urzh an Ospital, pe e anv latin Ordo Hospitalis sancti Johannis Ierosolimitani.

Urzh Sant Yann Jeruzalem
Ar Mestr Meur gant e genvarc'heien bennañ e penn kentañ ar XIVvet kantved.
Urzh Sant Yann Jeruzalem
Kastell an Herberc'hourien war Enez Rodez

Ken kozh hag an XIvet kantved e vefe pa oa aet d'en em staliañ da Jeruzalem marc'hadourien kêr Amalfi en Italia. Tier-herberc'h hag ospitalioù a savas en Douar Santel evit degemer perc'herined klañv. Met evel ar Venec'h Ruz, Menec'h an Templ, e teuas an Herberc'hourien da vezañ soudarded kerkoulz ha menec'h, evit difenn ar glañvourien en ospitalioù er penn kentañ met evit en em gannañ a-enep ar Sarrazined da c'houde. Goude bezañ bet skarzhet diouzh an Douar Santel ez eas an urzh d'en em staliañ da gKiprenez a-raok aloubiñ Enez Rodez. O roud o deus lezet un tamm pep lec'h en Europa o sevel klañdioù a zegemere ar berc'hirined klañv. E Breizh e kaver meur a hini evel hini Sant Yann e Plougastell-Daoulaz

Galloudus e teuas da vezañ an urzh er Mor Kreizdouarel o terc'hel da vrezeliñ a-enep ar Sarrazined. Pa voe skarzhet gant an Impalaeriezh Otoman e kavas bod an urzh en Enez-Valta a voe roet dezho gant an Impalaer Charlez V.

Ur galloud a-bouez e teuas da vezañ e Kreiz ar mor Kreizdouarel ha mestr e chomas an urzh war an enezenn betek ma voe skarzhet o Mestr-Meur gant Bonaparte en anv ar Republik Gall. Gwarezet e voe an urzh neuze gant ar Tsar Paol I Rusia. Goude ur prantad diskar e voe renevezet an urzh dindan anv Urzh Malta. Dont a reas da vezañ un aozadur denegour oberiant tre, dilezet gantañ an armoù hag o lakaat nebeutoc'h a bouez war ar relijion.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

Enez RodosKatolikLatinMalta

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Iran83BennozhKensonenn huged dre strakalGuiche (toullgorfañ)79Produadur diabarzh kriz1974Kensonenn gweuz-dent dre dostaatKoad FelgerISOParizDCamphruch66BeskennHolloueziadurMenez Mikael ar MorPaul AvrilNaouegezh alvezel1860Tommadur ar blanedennLizherenneg latinYezhoù ouralekPlantGwennili-siminalEzañs Indiamell-dornFormulenn 163ManavMezhevenKazakstanDeiziadur gregorianMontenegroKernev-VeurSant-Teve58RomaTswanegKoad ar PerzhInteramantElectra hag Elise AvellanVogalenn damserr greiz rontBretonedBarrennig-stagañRuzenn gilbleg divouezhĽArsailhadeg Cartagena (1697)Kensonenn gweuz-drekstaon dre dostaat mouezhietSevenadurGer kevrennekDeiziadur muzulmatMaria Francisca de Assis de BragançaAgostino Carracci41LigerDanmarkBronn1996Pen y FanNièvre (departamant)Mac'hagnerezh reizhel benelXXvet kantved30Kensonenn diweuzImpalaeriezh romanEgiptTrodroc'hañ1929Polieggaran kilpenn gwenn🡆 More