Tri Bleiz Die zo ur strollad punk hag a gan e brezhoneg hepken.
Savet eo bet e 1998 e Naoned ha divodet eo bet e 2006. Implijout a raent binviji hengounel (bombard, fleütenn, violoñs) mesket gant binviji punk-rock (gitar tredan, gitar boud tredan, taboulinoù). Ar brasañ niver eus an testennoù a zo skrivet ganto.
Dibabet o deus e izili paouez da seniñ gant ar strollad goude ur sonadeg diwezhañ d'an 21 a viz Here 2006. Ur sonadeg dreist-ordinal e oa bet. Pedet e oa bet Les Baragouineurs ha Gweltaz Adeux (eus ar strollad EV), evit ar re bennañ, en MJC karter an Doulon (Naoned).
Goude ar sonadeg diwezhañ-se ez eo en em gavet ar strollad a-gevret adarre evit sonadegoù ispisial. Da gentañ unan e Run ar Puñs e Kastellin d'ar 27 a viz Here 2007. Div sonadeg all o deus graet e 2009, d'ar 17 a viz Mae evit an Alien Fest ha d'an 20 a viz Mae evit al Live Factory e Naoned.
Setu amañ roll e izili da vare an disparti :
Izili kozh all e oa :
Peder fladenn zo bet savet gant ar strollad.
Graet o deus paotred Tri Bleiz Die muioc'h eget 200 sonadeg e Breizh met ivez e Bro-C'hall hag e Belgia.
Kavout a reer videoioù eus ar strollad war Youtube:
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Tri Bleiz Die, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.