Sullivan

Sullivan, pe en iwerzhoneg Ó Súileabháin pe Ó Súilleabháin, zo un anv a orin iwerzhonek, deuet da vout anv-lec'h.

pajenn disheñvelout Wiki

Istor an anv-den

Gwrizioù an anv a gaver e mervent Iwerzhon, e Kontelezh Tipperary, kent donedigezh an Normaned, ha goude e Kontelezh Cork, en hini Kerry. Gant an divroañ eo bet skignet ivez en Aostralia, Norzhamerika, hag e meur a vro all. An anv O'Sullivans a gendalc'h hini Eóganacht Chaisil eus Cenél Fíngin, a ziskenne eus Fíngen mac Áedo Duib, roue Cashel pe Mumhan eus 601 da 618. A ouenn roueel int eta. Fedelmid mac Crimthainn (marvet e 847), a oa roue Mumhan ha tost da vezañ Pennroue Iwerzhon a-bezh, a oa an diwezhañ roue eus Cenél Fíngin. Goude e teujont da vezañ priénsed dindan o c'herent MacCarthy e rouantelezh vihan Desmond, a gemeras lec'h Cashel/Mumhan.

Pa zivroas an dud e voe kollet ar silabenn "O" en anv alies.

Ó a zo stank en anvioù iwerzhonek hag a dalv kement ha mab-bihan. E saozneg e skriver O'. Lakaet e vez dirak tro-c'henel Súileabhán, da lavarout eo Súileabháin, ha neuze e talv kement ha mab-bihan Súileabhán. En iwerzhoneg ne vez ket graet gant ar skrabig (') saoznek. Dont a ra an anv eus Súildubhán hag a dalv paotr bihan du e lagad eus súil (lagad), dubh (du), hag -án, lostger bihanaat.

Eilstummoù

  • Sullavan, Sullivant, Sillivant, Silliphant, Sillifant.

Tud

  • Arthur Sullivan (1842-1900), sonaozour, en daouad Gilbert ha Sullivan
  • Ed Sullivan, rener an abadenn skinwel stadunanat brudet a oa anvet Ed Sullivan Show
  • Vernon Sullivan, unan eus lesanvioù Boris Vian
  • Jenny Sullivan (g. e 1945), skrivagner kembreat saoznek evit ar vugale

Lec'hioù

Sullivan  Kebek

  • Sullivan (Kebek)

Sullivan  Stadoù-Unanet

  • Sullivan (Kalifornia), anv meur a lec'h
    • Sullivan (kontelezh Kern), Kalifornia
    • Sullivan (kontelezh Sutter), Kalifornia
  • Sullivan (Illinois)
  • Sullivan (Indiana)
  • Sullivan (Kentucky)
  • Sullivan (Maine)
  • Sullivan (Missouri)
  • Sullivan (Hampshire-Nevez)
  • Sullivan (New York)
  • Sullivan (Ohio)
  • Sullivan (Wisconsin)
  • Sullivan City, Teksas

istor

  • Ergerzhadeg Sullivan, ur pennad-brezel e SUA a-enep ar bobl Seneka.

Pennadoù kar

Tags:

Sullivan Istor an anv-denSullivan EilstummoùSullivan LechioùSullivan istorSullivan Pennadoù karSullivan

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Loos-en-GohelleSumateraISBNMonkontour(11284) BelenusDeiziadur heolek Thai394Ar Vinic'hiProgramAerouantFungiMenez Mikael ar MorSili20101073BrazilJekoInizi angl-ha-norman94629 KerzuCornelia AfricanaMerleagStrollad Broadel Breizh (1931-1944)Auschwitz-BirkenauKroatia1508Carles PuigdemontStringTramgarrBeta IsraelBloavezhioù 530RomegLizherenneg fonetik etrebroadelRifegAtenTrodroc'hañDiftongennFellasion184422 Gwengolo1953An ArvorParada de RubialesKastell KombornZMatignonAdolf HitlerVogalenn a-dreñv8 EbrelNew YorkVillaseca de ArcielSeleukidedEnergiezh an heolEmgann El BruchWilly BrandtAlamagn1631Adunanidigezh AlamagnLadislav ProkešChicagoFredrik Iañ SvedenAr Merzher5 GwengoloISO 4217Arisaka 38Pilikant gellGouel broadel Bro-C'hallBed Nevez🡆 More