Strollad ar Justis hag an Diorren (Adalet ve Kalkınma Partisi e turkeg) a zo ur strollad politikel krouet e Turkia e 2001.
Trec'h e oa bet en dilennadegoù e 2002 dindan renerezh Recep Tayyip Erdoğan. Berraet e vez e anv dindan ar stumm, berroc'h, AKP. Gwelet e vez evel ur strollad politikel mirour muzulmat, damheñvel ouzh ar strolladoù politikel kristen a gaver e kornog Europa. E arouez a zo ur glogorenn dredan dispaket war ur foñs gwenn pa talvez Ak d'al liv-se.
Goude trec'h an AKP, e 2002, pa oa gounezet ar muiañniver eus ar sezioù gant ar strollad-se, e voe nac'het da Erdoğan bezañ kentañ ministr dre ma oa tamallet dezhañ ur brezegenn er bloavezhioù a-raok. Dre hanterouriezh ur barzhoneg kozh en doa roet da intent e oa prest da zegas muioc'h a relijion e mont-en-dro ar republik turk. E geneil, Abdullah Gül a yeas da Gentañ Ministr, betek Mae 2003, pa voe didamallet Erdoğan .
Recep Tayyip Erdoğan, ur wech kadarnaet evel penn ar vro a glaskas silañ adreizhadurioù niverus evit gwellaat ekonomiezh Turkia ha dispenn modoù kozh e-keñver mont-en-dro ar gevredigezh ken e c'hell Turkia tostaat da reolennoù boutin Europa (ezel eo Turkia eus Kuzul Europa). An AK Parti en deus disklêriet e oa prest da gas ar vro war-raok betek ma vo doujet da reoladoù Unaniezh Europa, p'he doa goulennet Turkia mont enni e 1964.
E nevez-amzer 2008 e tisklêrias Lez-varn vonreizhel Turkia e oa bet torret lezennoù diazez ar republik e-keñver al laikegezh gant ar gouarnamant, pa oa bet aotreet ar studierezed da lakaat ur ouel war o fenn, ma plije dezho. Kinniget o deus ar varnerien ma vo graet un enklask evit sevel an abegoù da verzañ ar strollad politikel. C'hoarvezet eo dija he deus graet ar Justis turk evel-se (e 1997, klozet e oa bet ar Refah Partisi, ha Recep Tayyip Erdoğan a oa unan eus e bennoù bras).
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Strollad ar Justis hag an Diorren, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.