penaos Degas Kemmoù En Ur Bajenn

N'eo ket graet ar bajenn-mañ evit ober taolioù-esae.

Implijit ar poull-traezh evit se.


Koulz lavaret e c'hall an holl kemmañ diouzhtu kement tra a fell dezho en holl bajennoù. N'eo ket dav bezañ krouet ur gont a-raok stagañ ganti zoken.

Setu penaos e vez graet evit kemmañ pajennoù, pazenn ha pazenn :

Pazenn 1 : Pajenn ar c'hemmoù

Evit kemmañ ar bajenn emaoc'h o lenn, klikit war al liamm kemmañ, er pempilh zo e laez ar bajenn.

penaos Degas Kemmoù En Ur Bajenn 
Pempilh 'kemmañ'


Pazenn 2 : Takad skridaozañ

A-benn neuze e c'hallit degas kemmoù er bajenn rak kavet e vez an destenn a-bezh en takad skridaozañ :

penaos Degas Kemmoù En Ur Bajenn 
Takad skridaozañ


penaos Degas Kemmoù En Ur Bajenn 
Displeget eo implij an ostilhoù diret kinniget gant merdeerioù zo a-us ar prenestr er pennad Wiki: Barrenn ostilhoù skridaozañ

Gallout a rit skrivañ, diverkañ ha reizhañ an destenn zo en takad-mañ. Dispartiet eo pep rannbennad dre ul linenn c'houllo. Moarvat e vo kavet e testenn ar pennad arouezennoù dibar evel '', ''', [[, ]]. Servijout a ra evit sevel ereadur Wiki; na rit ket biloù gant an dra-se evit poent.

Pazenn 3 : Rakwelet

P'ho pez c'hoant e c'hallit rakwelet tres ar c'hemmoù degaset ganeoc'h hep enrollañ anezho : Evit se, implijit ar bouton Rakwelet a gaver dindan an takad skridaozañ.

penaos Degas Kemmoù En Ur Bajenn 
Bouton rakwelet


Dont a ra ar pennad war wel er stumm rakwelet (e traoñ tout ar bajenn emañ an takad skridaozañ) :

penaos Degas Kemmoù En Ur Bajenn 
rakwelet


Gallout a rit kenderc'hel da zegas kemmoù hag adimplijout ar rakwelet betek ma plijo an disoc'h ouzhoc'h.

Pazenn 4 : Enrollañ ha diverrañ

A-raok enrollañ, merkit e berr gomzoù peseurt doare kemmoù zo bet degaset ganeoc'h er vaezienn Diverrañ a gaver a-is d'an takad skridaozañ. A-benn ar fin, klikit war ar bouton Enrollañ.

penaos Degas Kemmoù En Ur Bajenn 
Bouton Enrollañ ha maezienn skridaozañ Diverrañ


Setu, o paouez kemer perzh e Wikipedia emaoc'h.

Pazenn 4bis : Dilezel ar c'hemmoù

Evit dilezel a-greiz pep kreiz ar c'hemmoù degaset ganeoc'h, klikit war al liamm Nullañ zo e-kichen ar boutonoù Enrollañ, Rakwelet, ha kement zo.

Notennoù

  • Savet eo bet ar bajenn Poull-traezh evit ma c'hallfe an dud pleustriñ didrabas.
  • Pajennaozet e vez an destenn (titloù, listennoù, liammoù, doareoù fontoù, hag all) dre implijout arouezennoù dibar : ereadur Wiki eo.
  • Ma'z eo bet kemmet ar bajenn e oac'h dres o kemmañ gant implijerien all war an hevelep tro ha c'hwi et teuio ur gemennadenn war wel pa fello deoc'h enrollañ ho kemmoù. Heuilhit ar pezh a vo merket a-benn lakaat an div destenn nevez da genglotañ. Un tabut stummoù a vez graet eus se.
  • Marteze e welot, e pajennoù zo, al liamm gwelet an tarzh e-lec'h kemmañ. Gwarezet eo bet ar pajennoù-se evit abegoù a bep seurt.
  • Mar fell deoc'h distreiñ d'un doare koshoc'h eus ur pennad, heulhit al liamm istor er pempilh, sellit ouzh deiziad ar stumm hoc'h eus c'hoant da adlakaat, klikit war kemmañ ha war enrollañ.
| Degemer mat | Kemer perzh | Kaozeal | Pajennoù da heuliañ | Reolennoù | Wikipedourien | Pajennoù meta
Ereadur Wiki | Arouezennoù dibar | Tiredoù | Livioù | Taolennoù


Liamm eoret | Liammoù diavaez | | Kammedoù kentañ | Liammoù etreyezhoù | Ouzhpennañ boued | Patromoù pajennoù
Danvez frank a wirioù | Formulennoù TeX | Wikiraktresoù | Patromoù | Roll ar patromoù dinamek


Tags:

penaos Degas Kemmoù En Ur Bajenn Pazenn 1 : Pajenn ar chemmoùpenaos Degas Kemmoù En Ur Bajenn Pazenn 2 : Takad skridaozañpenaos Degas Kemmoù En Ur Bajenn Pazenn 3 : Rakweletpenaos Degas Kemmoù En Ur Bajenn Pazenn 4 : Enrollañ ha diverrañpenaos Degas Kemmoù En Ur Bajenn Pazenn 4bis : Dilezel ar chemmoùpenaos Degas Kemmoù En Ur Bajenn Notennoùpenaos Degas Kemmoù En Ur BajennWikipedia:Poull-traezh

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

The Times of IndiaRoue ArzhurMarc'heien an Daol GrennYar (evn)Vladimir PoutinChristoffer Wilhelm EckersbergJekoNamibiaVivianGake no ue no PonyoKezSS British Free Corps303KuomintangFilipinezGeneviève PrigentLivia DrusillaLizherenneg etrebroadel AFNABloavezhioù 2020BelgiaDirSanNolwenn LeroyCotentinBelarusegLyonesseRomántica MilongueraCaerllionRouedad stlennegelListenn glok kodoù ISO 639-1Llywarch HenMao ZedongAostraliaKarl V an Impalaeriezh SantelKornegenn24 MezhevenEil Republik PoloniaSvedegKanton DinanFrancis DrakeEur hañv15 Du1912KoadoudNikki FritzKembreRoazhonArsailh war Pearl HarborRouantelezh-UnanetEil Brezel-bedNTaliesinWikeriadurEnezennKanton Dunkerque-2An Daol GrennParizKarl VeurHilionGuiomar NovaesEmyr LlydawMongolegJavier Milei2020Wikimammenn🡆 More