Displegañ a ra ar bajenn-mañ ar pezh a dalvez ur gont implijer evit kumuniezh wikipedia, petra a zegas hag an doare da grouiñ unan.
Displegañ a ra ivez peseurt titouroù zo goulennet pa lakaer e anv, pere a c'hall bezañ gwelet gant ar re all ha pere ne vezont ket.
N'eo ket ret kevreañ a-raok gwelet pajennoù wikipedia pe skrivañ enno. Koulskoude e roio ho tu deoc'h d'ober muioc'h a draoù, hag erbedet eo peurliesañ. Ma ne fell ket deoc'h e ve anavezet ho chomec'h IP e tlefec'h kevreañ. Prim hag aes eo krouiñ ur gont implijer hiniennel.
Da grouiñ ur gont implijer :
Gwiriekait hoc'h enskrivadenn en ur glikañ war an nozelenn « krouiñ ur gont nevez ».
Da gevreañ ouzh ar gont, klikit war al liamm « krouiñ ur gont pe kevreañ » a zo a-zehou e korn uhelañ ar bajenn, skrivit hoc'h anv implijer hag ho ker-tremen, ha klikit war an nozelenn « Disklêriañ ».
Gant ur gont implijer e viot anavezet gant an implijerien all dre ho lesanv, pe dre ho tegasadennoù pe er c'haozeadennoù. A-drugarez d'an dra-se e c'halloc'h skoulmañ liammoù gant ar genlabourerien all ha bezañ ezel eus ur gumuniezh a ya war greskiñ. Ur splet ouzhpenn zo ne vo ket gwelet ho chomlec'h IP ken neblec'h.
Koulskoude e vez degaset estreget an dra-se gant ar gont implijer. Goude ma vo krouet ho kont, Wikipedia a zigoro deoc'h dibaboù na c'hallont bezañ implijet nemet gant an implijerien enrollet. Setu amañ da-heul ul listenn :
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Skoazell:Kont implijer, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.