Ildud

Ildud (pe Iltud), marvet war-dro 530, a oa ur sant brezhon, deuet eus Enez Vreizh da Arvorig (pe marteze ar c'hontrol), e dibenn ar Vvet pe penn-kentañ ar VIvet kantved.

Breur e vije bet da Sadwrn, ha diskibl d'ar manac'h Dyfrig. Anavezet eo ivez evel diazezer un abati e kreisteiz Kembre, e Llanilltud Fawr, e Morgannwg, ma voe desket brasañ sent Breizh. Un den a bouez bras e oa eta abalamour da efedoù e labour hag e levezon war tud a voulc'has istor Breizh.

Ildud
Sant Ildud, en iliz an Drinded, Y Fenni, e Kembre.

E anv

Kavet e vez doareoù-skrivañ all : Illtyd, Eltut, ha Hildutus e latin.

Istor ha mojenn

Hiriv e soñjer e oa e penn Cor Tewdws‎, ar manati-skol.

Er buhezskridoù

Hervez skrid latin Buhez Samzun, eus ar VIIvet kantved avat, e vije bet diskibl da Jermen Auxerre a deuas da Enez Vreizh da brezeg. Kement-se ne dalv ket e vije bet kelennet war-eeun gant an eskob galian. War a gomprener e oa bet soudard ha dimezet kent bout abad manati Llanilltud Fawr, e Morgannwg, e kreisteiz Kembre, ma voe skoliet menec'h ha sent e-leizh hag a eas goude da avielañ Kernev-Veur ha Breizh. Kelenn a rae ar Skritur Sakr hag ar brederouriezh eno moarvat dre ma oa desket warno.

Meur a skrid zo eus Buhez Ildud, hag an hini koshañ a zo eus 1140, ma kaver mojenn kentoc'h evit istor. Kontet eo penaos e treizhas da Vreizh gant lestradoù ed abalamour d'an naonegezh a oa eno. Hervez ar skrid e oa mab d'ur priñs brezhon arvorigat anvet Bican Farchog, e voe brezelour gant e genderv ar roue Arzhur, hag e savas bec'h etrezañ ha sant Cadoc en abati Llancarfan. Gant ur vandennad e teuas Ildud da breizhata an abati, ha redek a reas ar venec'h war o lerc'h. En ur c'hoad e tigoras an douar dindan treid ar breizherien, lonket e voent holl nemet Ildud. Cadoc a lavaras e begement da Ildud, penaos en doa ankouaet e relijion, ha setu ar brezelour ken mezhekaet ma'z eas da vanac'h, un tamm evel Ignacio de Loyola en un amzer all, en ur vro all.

Levezon

En un amzer ma ne oa ket a skolioù ha ma ne veze kenteliet nemet bugale ar re binvidik ne oa nemet manati Ildud a oa an tostañ tra d'ur skol uhel. E-touez e studierien e oa tri rummad tud :

Goulennoù

Meur a dra n'int ket sklaer:

  • n'ouzer ket pelec'h e oa ganet na marvet : pe en Enez Vreizh, e Kembre, e Morgannwg marteze, evel kalz sent vrezhon all, pe e Breizh? E Kembre avat eo e savas e skol.
  • Deuet e vije eus Breizh da Gembre gant diskibien?
  • Petra zo kaoz eo ken niverus al lec'hioù en e anv e Kembre koulz hag e Breizh?


Lidet e vez d'ar 6 a viz Du.

Anv-badez

Un anv-badez brezhonek eo Ildud. Kavout a reer ivez stummoù kevrennek evel Yann-Ildud.

Anvioù-lec'hioù

Chomet eo an anv e lec'hioù zo:

Ildud  Breizh

Ildud  Kembre

Lennegezh

Unan eus harozed Buchedd Garmon, pezh-c'hoari Saunders Lewis diwar-benn Jermen Auxerre, eo Iltud, gant Paulinus Kembre.

Levrlennadur

  • Léon Fleuriot, A Dictionary of old breton – Dictionnaire du vieux breton Part 1, Toronto Prepcorp Limited 1985, page 15.

Liammoù diavaez

Tags:

Ildud E anvIldud Istor ha mojennIldud LevezonIldud GoulennoùIldud Anv-badezIldud Anvioù-lechioùIldud LennegezhIldud LevrlennadurIldud Liammoù diavaezIldudAbatiArvorigBreizhBrezhonDyfrigEnez VreizhKembreLlanilltud FawrMorgannwgSadwrn

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Alexandria (Virginia)Michelle ObamaLun (deiz)PayPalRusia2002Hlodwig IañSasanidedThomas HardyCharlez III (Rouantelezh-Unanet)Brec'h (kleñved)Frañsez II (Breizh)Idi Amin DadaAlamagnMadeleine de la Tour d'AuvergneFaskouriezh2005IliPartido Socialista Obrero EspañolSteve JobsAostraliaManamaPolitikerAnvioù-badez iwerzhonekKoadStad emveliekHayat Tahrir al-ShamChorizoPen-y-bont ar OgwrTel AvivWessexBro-NaonedCharles de GaulleCosenzaHeñvelrevelezhAbu Dhabi (emirelezh)LinzSokialouriezhJorjiaTunak Tunak TunGiovanni PascoliHouarnIgor StravinskiyWikimediaBikini (dilhad)Gwareg (kumun)Meurvor AtlantelLestr TheseüsKonfusianegezhSevillaPersiaAostria-HungariaRepublik Pobl SinaCharles MansonStedelijk MuseumSuafrikaPornografiezhMaine (stad)Douaroniezh Douar ar c'hreizIsraelJean LannesAntoine GriezmannNew YorkSora (Lazio)La HabanaFree Software Foundation🡆 More