Republikoù Rusia a zo sujidi a-ziforc'h e-touez 85 sujed Kevread Rusia.
Pep a vonreizh o deus, ur "prezidant", ur parlamant, ha — sañset — e c'halljent disrannañ diouzh ar c'hevread. Ne veront ket o folitikerezh estren. Dre vras e vez roet statud ur republik d'un tiriad ma vez ur vinorelezh. Droad o deus da zibab o yezhoù ofisiel e-kichen ar rusianeg.
Gant o bonreizh eo resisaet petra eo anv o rener. El lodenn vrasañ anezho eo ar "Glava" (Глава e rusianeg, ar penn), e Tatarstan avat eo anvet prezidant (Президент e rusianeg). D'ur gouarnamant pe ur c'huzul ar vinistred emañ ar galloud seveniñ, ha d'ur Parlamant pe ur Vodadenn vroadel emañ ar galloud lezenniñ, evel m'emañ en holl sujidi kevreadel Rusia.
Kas a ra pep Republik, evel pep sujed kevreadel Rusia, daou zileuriet da Guzul ar C'hevread, kambr uhel ar vro.
Betek 2014 e oa 21 Republik. D'ar 14 a viz Meurzh 2014 e oa bet ebarzhet Republik Krimea ivez, met kement-mañ n'eo ket degemeret gant ar pep brasañ eus ar gumuniezh etrebroadel.
1. Adigea | 8. Kalmoukia | 15. Norzhosetia-Alania |
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Republikoù Rusia, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.