Reggae

Reggae a reer eus doare sonerezh brudetañ Jamaika.

Hiziv an deiz eo brudet er bed a-bezh : ouzhpenn bezañ ul luskad sonerezh ez eo ur sevenadur dibar. Peurliesañ e vez liammet ar reggae ouzh al luskad Rastafari, hag a zo ivez a orin eus Jamaika. Hiziv an deiz ez eo deuet da vezañ ur sonerezh hollvedel, evel m'en doa c'hoantaet Bob Marley.

Reggae
Banniel Ethiopia, implijet er sevenadur Rastafari
Reggae
Bob Marley e 1980
Reggae
Peter Tosh hag e strollad e 1978
Reggae
Bunny Wailer, e-pad e droiad Smile Jamaica Concert 2008

Orin ar reggae

E dibenn ar bloavezhioù 1960 eo bet krouet ar reggae diwar meur a seurt sonerezh all : emdroadur ar ska hag ar rocksteady, hag ivez sonerezh an inizi Karib (mento ha calypso). Ennañ ez kaver ivez levezon ar Rhythm and blues, ar jazz hag ar soul music (d'ar mare-se e oa diouzh ar c'hiz sonerezh SUA e Jamaika). Hag ivez levezon sonereh Afrika, hini al luskad rasta hag ar c'hanaouennoù nyabinghi, ma'z implijer taboulinoù 'vez implijet ivez e lidoù Burru.

Emdroadur ar reggae

Kerkent ha krouet e Jamaika e kemmas ar reggae : Giz ar Rocksteady, a oa anezhañ a-raok ar reggae, a echuas e 1968

  • 1968 - 1970 : early reggae : lusk prim, diwar levezon ar sonerezh mento, perzh bras gant ar gitar boud
  • 1970 - 1976 : one-drop : lusk kreiz, dastalm gorrekoc'h ar sklattaboulin war an 3de pred
  • 1977 - 1980 : rockers pe stepper gant 4 fred lusket gant an taboulinoù, ha nerzh gant lusk ar sklattaboulin
  • 1981 : early dancehall pe rub-a-dub : lusk gorrek, perzh bras gant ar gitar boud hag an taboulinoù (toumpiell er pred kentañ ha sklattaboulin en 3de hini)
  • 1985 : early digital : dastalm prim, savet penn-da-benn gant binvioù elektronek

Reggae 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

Bob MarleyJamaika

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Magdalena zur LippeHayat Tahrir al-ShamPenélope CruzNaouegezh artifisielNSAHenc'hresianegWikipediaAlaskaKatowiceElesbed Bro-C'hall (1727-1759)Pik-estlammiñKolkataGwezenn-gerentiezhBloavezhioù 15901965JekoGwareg (kumun)Barrennig-stagañWilliam Howard TaftKoad PrincéHTMLYona1391AturayegSan GimignanoEil Brezel-bedGallCharles de GaulleEmlakadur revelWikeriadurUrzh an heureuchinYezhoù skandinavekPellgehenterezhioùGiuseppe VerdiTaol-stadYar (evn)Roll Rouaned ha Duged BreizhArkeologiezhFrañsez a SalDollar ar Stadoù UnanetGineaCristiano RonaldoUTCKaliforniaCosenzaStockholmOfiserien-Veur Dugelezh Breizh2004Zavier LangleizWiki CommonsDentouriezhVichnouApollonSatyajit RayMahomedHinStrollad Komunour Marksour-Leninour GresGouel DwynwenBriverKenya🡆 More