PlayStation (Japaneg: プレイステーション Hepburn: Pureisutēshon, berradur ofisiel PS) a vez graet eus ur merk deuet adal un heuliad koñsolennoù c'hoari video savet ha perc'hennet gant Sony Interactive Entertainment.
Kentañ produerezh ar Playstation a oa bet d'an 3 a viz Kerzu 1994 e Japan. Hiziv-an-deiz emeur gant ar bevare doare Playstation, gant ur savenn media enlinenn, un heuliad dornelloù, ur pellgomz hag un toullad kelaouennoù.
Koñsolenn gentañ an heuliad a oa bet ar PlayStation, ar goñsolenn gentañ eo da dizhout gwerzhadennoù ken uhel: 100 milion gwerzhet, 9 bloaz ha 6 miz goude ma vefe lañset. Heuliet e oa bet gant ar PlayStation 2, a oa bet roet lañs dezhi er bloavezh 2000. Ar PlayStation 2 a chom hiziv-an-deiz c'hoazh ar goñsolenn gwerzhet ar muiañ o tizhout 155 milion skouerenn d'an 28 a viz Kerzu 2012. Ar PlayStation 3 embannet e 2006 a dizho 80 milion skouerenn gwerzhet dre ar bed holl e miz Du 2013. Koñsolenn diwezhañ Sony betek-en ar PlayStation 4, embannet e 2013, a voe gwerzhet 1 milion skouerenn anezhi e-pad ar 24 eurvezh gwerzh kentañ, dont a reas da vezañ ar goñsolenn gwerzhet ar muiañ hag ar buañ en istor ar c'hoarioù video.
Ar PlayStation diazez, embannet d'an 3 a viz Kerzu 1994, a oa bet an hini gentañ d'an heuliad koñsolennoù PlayStation. Stummoù disheñvel a vezo ouzhpenn d'an hini diaz: an Net Yaroze, ur stumm PlayStation du gant peadra evit sevel programmoù pe c'hoarioù, ar "PSone" ur stumm bihanaet d'an hini orin, ar PocketStation ur stummm koñsolenn hezoug a servije da druchañ er c'hoarioù hag evel memor ouzhpenn. Ul lodenn e oa ar PlayStation d'ar 5vet remziad koñsolennoù c'hoarioù video o vezañ war ar renk a-enep ar Sega Saturn hag an Nintendo 64. E miz Kerzu 2003, ar PlayStation hag ar PSone a oa bet gwerzhet 102.49 milion skouerenn anezho, deuet e oa da vezañ ar c'hentañ koñsolenn c'hoarioù video o tizhout 120 milion skouerenn gwerzhet.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article PlayStation, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.