Pi De Les Tres Branques

El Pi de les Tres Branques (ar binenn he zri skourr e katalaneg) zo ur binenn-ouez 25 metr uhelder (Pinus sylvestris) nepell diouzh Berga e hanternoz Kumuniezh Emren Katalonia Evit brogarourien Katalonia ez eo un arouez eus unaniezh an teir bro gatalan (Katalonia, Bro València, Balearez).

Hag en-dro dezhi en em vod brogarourien d'an trede sul a viz Gouere bep bloaz..

Pi De Les Tres Branques
Pi de les Tres Branques e 2005
Pi De Les Tres Branques
Pi de les Tres Branques, war-dro 1905

Disec'het eo ar wezenn abaoe 1913 hag en ur stad fall emañ bremañ, met ur wezenn peuzheñvel ha kalz yaouankoc'h, nepell diouti, anvet Pi Jove de les Tres Branques ("ar binenn driskourrek yaouank"), he deus kemeret he lerc'h. Enskrivet eo an div wezenn-se war roll monumantoù naturel ar vro gant gouarnamant Katalonia, abaoe 1987.

Meur a wech eo bet taget ar wezenn gozh gant tud enebet ouzh brogarouriezh Katalonia. E 1939, goude Brezel diabarzh Spagn, e oa bet klasket diskar ar wezenn gant aduidi Franco, met argaset e oant bet gant tud ar vro. An dagadenn washañ zo c'hoarvezet e 2014, e-pad an noz etre an 12 hag an 13 a viz Mae, p'eo bet heskennet an hini vrasañ eus an daou gef a chome, gant tud dianav.

Pi De Les Tres Branques
El Pi Jove, 200 m diouzh an hini gozh

Notennoù

Tags:

BalearezBro ValènciaKatalanegKataloniaKumuniezh Emren Katalonia

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

BukkakeBlev-gaolComicWarcraft (film)Gallegos del RíoÁguila AmmunitionAdsav MeijiWikipedia e brezhonegAñjela DuvalLannolonSan Francisco (Kalifornia)Kastiz ar marvPorzh-LoeizGilgamech.22 WMRColt PythonKourzhAtleterezhOsirisKinnaoregStêr an AlreReun Menez KeldregMaldivezEyvind Johnson1843New HorizonsEvnRouantelezh-UnanetPevar avelXXvet kantvedRusianegNoazhdedRuger StandardWorld Wide WebStrollad An Deskadurezh Eil Derez5,56 × 45 mm NATOLiberté, Égalité, FraternitéKamerounGweronell an AlpoùEnrico CarusoMêlwennKorf-egorTro Bro-C'hall war varc'h-houarn 2018Nikonov AN-94Louis-Marie Grignion de Montfort1891X-SAMPAMarokoLuger P08Kama Soutra2024Creative CommonsGazaStrollad politikelKirgizstanSaoznegGrammy AwardsFacebookMiddlesexVaranMisilColt Single Action ArmyAozadur Bedel ar C'henwerzhHaikuEil Brezel-bedLos Angeles (Kalifornia)Argoad🡆 More