Ar Patriarch eukumenek (gresianeg : Η Αυτού Θειοτάτη Παναγιότης, ο Αρχιεπίσκοπος Κωνσταντινουπόλεως, Νέας Ρώμης και Οικουμενικός Πατριάρχης, E Zreist-Doueel Holl-Santelezh Arc'heskob Kergustentin, Roma Nevez, ha Patriarch eukumenek; Turkeg : Konstantinopolis ekümenik patriği) eo arc'heskob Kergustentin gant renk primus inter pares e-touez Ilizioù embennek a ra an Iliz Ortodoks.
Gwelet a reer anezhañ evel kannad hag heñcher speredel ar reizhkredourien er bed a-bezh.
Patriarchiezh eukumenek Kergustentin zo unan eus emsavadurioù en doa padet ar pellañ er bed. Ganti e voa strewet ar Gristeniezh dre an Impalaeriezh roman hag ur perzh bras he doa kemeret e-barzh an tabutoù doueoniezh en Henamzer ziwezhañ hag e penn-kentañ ar Grennamzer. Ur perzh politikel bras kenañ he doa ivez dre e liammoù ouzh an Impalaeriezh roman.
Hiziv an deiz emañ Bertele Iañ 270vet eskob Kergustentin
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Patriarch eukumenek Kergustentin, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.