Film 1938 Olympia

Olympia a zo un teulfilm e div lodenn (Fest der Völker, alamaneg a dalvez Gouel ar Pobloù ha Fest der Schönheit, Gouel ar vraventez) sevenet e 1936 gant Leni Riefenstahl da-geñver C'hoarioù olimpek 1936 e Berlin.

Olympia
Filmdata
Titl orin Olympia
Bro produiñ Alamagn nazi
Deuet er-maez 20 a viz Ebrel 1938 en Alamagn nazi
Yezh orin alamaneg
Padelezh (PAL-DVD) : 126 (lodenn I), 100 (lodenn II) munutenn
Skigner Tobis, Müller, Taurus (video)
Pare
Filmaozer Leni Riefenstahl
Produer Leni Riefenstahl
Skrivagner Leni Riefenstahl
Sonerezh Herbert Windt, Walter Gronostay
Frammer Leni Riefenstahl

Deuet eo er-maez d'an 20 a viz Ebrel 1938. Tri stumm disheñvel eus ar film a zo : alamanek, saoznek ha gallek. Disheñvel eo an treiñ enno. Riefenstahl a zegasas kemmoù er film goude ma vije deuet er-maez, sed perak ez eus meur a stumm anezhañ. E 2003 e voe adprenet ar gwirioù war ar film gant ar C'huzul Olimpek etrebroadel. E 2005 e voe lakaet e-touez ar 100 film gwellañ bet sevenet gant skipailh Time.com.

Orin ar film

Hitler eo a c'houlennas gant Riefenstahl seveniñ ar film. Goulenn a reas houmañ ma vije roet kalz argant dezhi. 1,8 milion a Reichsmarkoù a oa boujedenn ar film. Ouzhpenn 300 den a reas war-dro ar film, 40 paotr ar c'hamera en o zouez. Paeet e eo voe pep tra gant an Trede Reich. Meur a viz a-raok ar C'hoarioù Olimpek e krogas ar skipailh da labourat a-benn pleustriñ war teknikoù filmañ nevez pe staliañ roudennoù travelling tost d'ar roudennoù atleterezh.

Ar film

Div lodenn a ya d'ober ar film : Fest der Völker (Gouel ar pobloù) ha Fest der Schönheit (Gouel ar vraventez). Pemzek miz e padas ar frammañ. Riefenstahl ne zalc'has nemet 10% eus ar pezh he doa filmet, diskouez kened ar c'horfoù eo a felle dezhi ober. Implijout a reas teknik ar filmañ war-grec'h da greskiñ korfoù ar sportourien. He doare da filmañ skeudennoù-fiñv ha da implijout an travelling a oa nevez d'ar mare-se, ha dont a rejont da vezañ teknikoù diazez ar filmañ kenstrivadegoù sportoù.

Skignañ ha degemer ar film

D'an 20 a viz Ebrel 1938 e voe skignet ar film evit ar wech kentañ, da-geñver deiz-ha-bloaz ar Führer. Plijet-bras e voe Goebbels gant labour Riefenstahl ha divizout a reas reiñ 100 000 Reichsmark dezhi, ouzhpenn an 250 000 RM he doa bet a-raok.

Roet e voe meur a briz d'ar film : Deutschen Filmpreis 1937/38, priz Polar-Preis 1938 e Sveden, ur vedalenn aour gant ar C'huzul olimpek etrebroadel e 1938 hag un diplom olimpek e 1948 e Festival Lausanne. Hag ivez Kib Mussolini da-geñver Festival Venezia, diwar goulenn Benito Mussolini padal e torte izili ar juri etre Olympia ha Gone With the Wind.

Da-heul darvoudoù 1939 e voe berzhet filmoù Riefenstahl gant tud Hollywood.

Goude an Eil Brezel-bed e voe gwelet evel unan eus filmoù propaganda an Trede Reich. E dibenn an 20vet kantved e kemmas soñj an dud warnañ, evel ma reas Jonas Mekas. E 1974 e skrivas Mekas : « Ha sed an dra diwezhañ a embannan a-zivout filmoù Riefenstahl : idealourien a gavo idealouriezh ennañ ; m'ho peus ur sell klasel ez eo klaselezh a gavit ennañ,  ; ma'z oc'h nazi ez eo naziegezh a gavit ennañ. ». Ken abred hag e miz Gwengolo 1965 e voe aterset Riefenstahl e Les Cahiers du cinéma.

En hec'h eñvorennoù e skrivas Riefenstahl précise : « Filmet em eus Olympia evel ul lid d'an holl atletourien, hag a-enep damkanadenn trec'h ar ouenn arian ».

Da lenn

  • Mackenzie, Michael, “From Athens to Berlin: The 1936 Olympics and Leni Riefenstahl’s Olympia,” in: Critical Inquiry, Vol. 29 (Goañv 2003)

Liammoù diavaez

Notennoù

Tags:

Film 1938 Olympia Orin ar filmFilm 1938 Olympia Ar filmFilm 1938 Olympia Skignañ ha degemer ar filmFilm 1938 Olympia Da lennFilm 1938 Olympia NotennoùFilm 1938 Olympia1936193820 a viz Ebrel20032005AlamanegBerlinGallegLeni RiefenstahlSaozneg

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

FührerbunkerPlastikYedioth AhronothWiki2004Yanet GarcíaMoger ar Meurvor AtlantelSierra Leone31EcchiҾ (lizherenn)20061900North Bank (Gambia)PriskiegWikipediaC'hoarioù OlimpekProduadur diabarzh grosKaourintin MartinsChapel ar PaolinezedBlev-gaolArsailhadeg Cartagena (1697)Digemmenn BoltzmannDanmark82Lizherenneg fonetik etrebroadelC (lavar programmiñ)1966Mac'hagnerezh reizhel benelKensonenn staon a-gostez dre dostaatKensonenn kevig a-gostez dre dostaatDz1Lizherenneg latinLizheregouriezhErotegezhOadvezh an arem30Kensonenn diweuz dre strakalRuzenn gostez kilbleg divouezhArteAntonina MakarovaSeizLinuxManavLuteriegezhBloazPriñs AlbertHolloueziadurGontrodo PérezLos Angeles (Kalifornia)Barrennig-stagañTKembraeg2007Priñs Albert tu-ginNigeriaCarles PuigdemontAntonia AlighieriRuzenn gilbleg divouezhYahoo!CaesarGolvan tiez1860BaodProviñsoù ha tiriadoù Kanada983Warhammer 40000Mathurin MéheutBarrLeonor Varela🡆 More