Organisation Armée Secrète Oas

Organisation armée secrète (OAS), pe c'hoazh Organisation de l'armée secrète, a oa un aozadur politikel ha soudardel.

Sponterezh a veze graet gant e izili. Krouet e voe d'an 11 a viz C'hwevrer 1961, goude un emgav e Madrid etre Jean-Jacques Susini ha Pierre Lagaillarde. Ennañ e oa tud a felle dezho ma chomfe Aljeria ul lodenn eus Frañs. Logo OAS a zeuas war-wel evit ar wech kentañ e Aljer d'ar 16 a viz Meurzh 1961, asambles gant al lugan : « L’Algérie est française et le restera » (Gall eo Aljeria ha gall e chomo). Un dave da arme guzh ar Rezistañs eo an anv OAS. Gwalldaolioù a voe aozet gant izili OAS, a-enep izili FLN Aljeria hag ivz a-enep d'ar re a oa a-du gant de Gaulle (teir gwech e klaskjont e lazhañ). Ouzhpenn lazhañ tud e tristrujjont savadurioù, e skignjont traktoù e-leizh, hag e tagjont tiez-bank a-benn kaout peadra da arc'hantañ o stourm.

Organisation Armée Secrète Oas
Logo OAS

En nevez-amzer 1961 e teuas ar c'homiser Grassien, hag eñ isrener ar polis justis (PJ), da Aljer. Gantañ e oa 15 ofiser polis all. Ne rejont ket kalz berzh ha d'an 9 a viz Du e tistrojont d'ar C'hwechkorn. Un nebeud sizhunvezhioù goude e voe kaset rener ar PJ, Michel Hacq e anv, da gemer o flas. Gantañ teuas daou c'hant enseller polis hag ur bagad 15 archer. An archerien-se a oa renet gant ar c'habiten Lacoste, hag en doa bet tro da stourm ouzh izili FLN Aljeria. An archerien-se eo a harzas ar jeneral Raoul Salan d'an 20 a viz Ebrel 1962, a-drugarez da ditouroù bet dastumet gant PJ Pariz.

Organisation Armée Secrète Oas
Un trakt savet gant OAS (Memorial Caen)

Ar jeneral Charles Feuvrier, hag a oa e penn Surentez an arme, a aozas ur framm ispisial e bal stourm ouzh OAS en Aljeria. Anvet e voe ar framm-se Rann ar c'hefridioù hag an enklaskoù.

Ouzhpenn ar frammoù ofisiel e voe kaset re ziofisiel, a reer barbouzed (galleg: barbouzes) anezho. Diazezet eo o anv war ar fed e oant sañset kuzhat o dremm gant mourroù faos. Ne oa tamm kemenn ofisiel ebet a denne d'ar varbouzed, hag e teuent eus holl renkadoù ar gevredigezh : tud arbennik war sportoù emgannañ, tud a Viet-Nam o doa dibabet Frañs da vare brezel Indosina, truanted evel Jean Augé hag an houlier Georges Boucheseiche, hag a oa bet ezel eus ar Gestapo gall. An tuta hag ar veaj da Aljeria a voe aozet gant tud a-du gant de Gaulle evel Lucien Bitterlin, hag eñ e penn Mouvement pour la communauté, ha Pierre Lemarchand. Karget e voe ar varbouzed d'ober enep-sponterezh : lakaat savadurioù zo da darzhañ, goulennata tud (jahinerezh a vije bet, hervez izili OAS), ha treuzkas titouroù diwar-benn OAS bet dastumet gant izili FLN Aljeria. Ul lodenn vras eus ar varbouzed az eas e SAC goude 1962, evel Augé (hag a voe e penn SAC Lyon hag ar rznvro tro-dro) pe c'hoazh Georges Boucheseiche.

Er C'hwec'hkorn e teuas ar stourm a-enep OAS da vezañ efedus azalek miz Kerzu 1961, pa voe aozet ar Burev Liammañ (galleg : Bureau de Liaison, BDL). Ennañ e oa bodet an holl boliserien a oa e-karg eus enklaskoù a-zivout OAS. Pennoù-bras ar Burev en em vode bep noz, hag e darempred e oant gant ministr an diabarzh, Alexandre Sanguinetti e anv, ha kuzulier ispisial Michel Debré e-karg eus kenurzhiañ ar servijoù kuzh, Constantin Melnik e anv.

Bilañs

Hervez an istorour gall Rémi Kauffer e vije bet lazhet etre 1700 ha 2000 den gant OAS. Ar c'hazetenner amerikan Paul Hénissart a soñj dezhañ, diwar titouroù diofisiel, e vije bet lazhet 2 200 den. An istorour gall Guy Pervillé a soñj dezhañ ez eo posupl e vije bet lazhet muioc'h a dud. E savboent a zo diazezet war daou renta-kont savet gant an nerzhioù urzh (unan gant ar Surentez vroadel, galleg : Sûreté nationale, egile gant ar jeneral Fourquet, hag a oa e penn an arme c'hall) ha war ar fed ez eas ar feulster war gresk etre an nevez-amzer hag an hañv 1962. Hervez urn istorour amerikan all, Rudolph J. Rummel e anv, e vije bet lazhet da nebeutañ 12 500 den(12 000 sivil ha 500 ezel eus an nerzhioù urzh), ar pezha glot gant ar pezh a soñje Charles de Gaulle e-barzh Mémoires d'espoir. Ne sav ket a-du an istorour Olivier Dard.

E 1962 e voe harzet 635 ezel eus OAS. 224 anezho a voe barnet, en o zouez e voe didamallet 117 den, 53 a voe kondaonet d'an toull-bac'h gant goursez, 38 kondaonet d'an toull-bac'h, ha tri anezho kondanet d'ar c'hastiz d'ar marv ha lazhet : Roger Degueldre, Claude Piegts ha Albert Dovecar, hag ivez Jean Bastien-Thiry, padal ne oa ket ezel eus OAS. Tud all a voe harzet goude-ser, en holl e voe harzet 3 680 den (kontetn gant Rémy Kauffer, hag a lavar ivez e voe lazhet meur a gantad eus izili OAS gant ar boliserien, an archerien, ar soudarded hag ar varbouzed e-pad ar brezel). Meur a ezel eus OAS az eas da repuiñ en estrenvro, dreist-holl e Spagn, Portugal hag e Suamerika.

Azalek miz Kerzu 1964 e voe distaolet ar re a oa bet kondaonet da nebeutoc'h evit 15 vloaz toull-bac'h. E miz Meurzh 1966 e voe digastizet war-dro kant den all, ha tri miz goude-se e voe embannet un eil lezenn distaoladeg : diverket e voe kondaonidigezhioù an holl re a oa bet dieubet. Ar jeneral Jouhaud, hag a oa bet kondaonet evit e vuhez-pad, a voe dieubet e miz Kerzu 1967. E 1968 e kejas tud bet e OAS gant Jacques Foccart hag e kinnigjont dezhañ labourat asambles gant tu de Gaulle a-enep d'a reuz a oa e Frañs. Goulenn a rejont ivez ma vefe distaolet ar re a oa c'hoazh en toull-bac'h, hag asantet e voe. Ul lezenn distaoladeg all a voe e miz Gouere 1974 : kondaonidigezioù all a voe nullet neuze. E miz Kerzu 1982 e voe un distaoladeg all, hag e voe addegemeret en arme an ofiserien hag a oa bepred bev. E 1987 e voe embannet ul lezenn diwar-benn an dud advroet : an nebeud kondaonidigezhioù a dalveze c'hoazh a voe nullet.

Aozadur

Aozadur en Aljeria

Pennoù-bras

    Jeneral Raoul Salan

Bro Aljer

    Jeneral Paul Gardy (skoazeller: koronal Yves Godard)
    • AW Aozadur ar werin (koronal Jean Gardes, skoazeller Michel Leroy), e-karg eus an tuta.
      • BA Burev an arc'hantañ (Charles, Rambaud)
        • R1 Rann an dafar (Medeu, Armstrong, Trouard, Duriff)
        • R2 Rann ar budjed (Michel, Rameau)
        • R3 Rann sokial (Anciso, Verneuil)
      • Kommando Z (Jean-Marcel Zagamé)
      • Grand-Alger (Koronal Roland Vaudrey)
    • OPP Obererezhioù Psikologel ha Propaganda (Jean-Jacques Susini, skoazeller Georges Ras), e-karg eus lakaat ar boblañs da sevel a-du gant OAS.
    • ATO Aozadur Titouroù Obererezhioù (Jean-Claude Perez, skoazeller Gérard Dufour), e-karg eus an obererezhioù o fal tapout ar galloud.
      • BKT Burev kreiz an titouroù (Jean Lalanne), e-karg eus dastum an holl ditouroù.
        • Kommando Alpha (Jacques Achard)
      • BOO Burev an Obererezhioù Oberiant (Letanant Roger Degueldre, skoazeller : Letanant Pierre Delhomme), e-karg eus kas an obererezhioù da benn.
        • Kommandooù Delta (Letanant Roger Degueldre)
          • Delta 1 (Albert Dovecar)
          • Delta 2 (Wilfried Schliederman)
          • Delta 3 (Jean-Pierre Ramos)
          • Delta 4 (Letanant Jean-Loup Blanchy)
          • Delta 5 (Josué Giner, lesanvet « Jezuz Bab-el-Oued »)
          • Delta 6 (Gabriel Anglade)
          • Delta 7 (Jacques Sintes)
          • Delta 9 (Jo Rizza)
          • Delta 10 (Joseph-Edouard Slama)
          • Delta 11 (Paul Mancilla)
          • Delta 24 (Marcel Ligier)
          • Delta 33 (Jacques Bixio)
    • « Soviet ar gabitened »
      • Takad Alger-centre (Kabiten Guy Branca)
      • Takad El Biar (Letanant Olivier Picot d'Assignies)
      • takad Hussein-Dey (Kabiten Pierre Montagnon)
      • Takad Guyotville (« Nicolas »)
      • Takad Maison-Carrée (Kabiten Philippe Le Pivain)
      • takad Orléans-Marine (Jacques Achard)

Bro Oran

    Jeneral Edmond Jouhaud (skoazellerien : komandant Julien Camelin, Letanant listri Pierre Guillaume)
    • AW Aozadur ar Werin (Roméo)
    • OPP Obererezhioù Psikologel ha Propaganda (Charles Micheletti)
    • ATO Aozadur Titouroù Obererezhioù (Claude Micheletti)
    • Arc'hantañ (Daniel Brun)
    • Darempredoù politikel (Robert Tabarot)
    • Obererezhioù (Georges Gonzalès)
    • Torgennoù (tiriadoù Oran) :
      • Torgenn 1 « Bugeaud »
      • Torgenn 2 « La Fayette »
      • Torgenn 3 « Bayard »
      • Torgenn 4 « Cicéron »
      • Torgenn 5 « Hoche » (Gilberte Blay)
      • Torgenn 6 « Socrate »
      • Torgenn 7 « Surcouf »
      • Torgenn 8 « Colbert »
      • Mers-el-Kébir
    • Rouedadoù:
      • Mostaganem (Payras, Favarel)
      • Saïda (Bayle)
      • Sidi-bel-Abbès (Perrin)
      • Tiaret (Letanant Planchot)
      • Bonaparte (Marcel Carreno)
      • France-Algérie (Marc Friess)
      • GAD Garde au Drapeau (Jegou)

Bro Constantine

    Koronal Pierre Château-Jobert
    Robert Martel lesanvet « chouan de la Mitidja ».

Aozadur e diavaez Aljeria

OAS-Métropole (OAS-Bro-benn)

    • Kefridi I
      André Regard
      Yves Gignac
      Kabiten listri Jean Joba
    • Kefridi II
      Jeneral Paul Vanuxem : Pennedileuriad
      Kabiten Pierre Sergent : Penn ar pennoù-nras
      • AW Aozadur ar werin (Letanant Daniel Godot)
      • OPP Obererezhioù Psikologel ha Propaganda (Letanant Jacques Chadeyron)
      • ATO Aozadur Titouroù Obererezhioù (kabiten Jean-Marie Curutchet)
        • BKT Burev kreiz an titouroù (Alfred Amiot)
        • BOO Burev an Obererzhioù Oberiant (Letanant Alain de La Tocnaye)
        • SKM Strollad ar C'hommandooù Arme (Georges Robin)
        • Burev ar steuñvioù (Claude Capeau)
      • BY OAS Bro-benn-Yaouankiz (Letanant Nicolas Kayanakis)
    • Kefridi III
      André Canal (lesanvet « le Monocle »)
      • Obererezhioù (Philippe Castille, skoazeller Jean-Marie Vincent)
      • Propaganda (Nicolas d'Andréa)
      • Aveerezh (Ferdinand Ferrand)
      • Arc'hantañ (Camille Vignau)
    • Jeune Nation (Broad Yaouank)
      Pierre Sidos
    • Résurrection Patrie (Dasorc'h Mammvro)
      Marcel Bouyer
      Letanant listri Jacques Roy
    • OAR Organisation Algérie Révolution (AAD : Aozadur Aljeria Dispac'h)

OAS-Madrid

    Strollad disrann, hag a embanne bezañ e penn OAS.
    Holl izili strollad Madrid a voe harzet gant ar polis spagnol.
    Pierre Lagaillarde
    Joseph Ortiz
    Koronal Antoine Argoud, hag a zeufe da vezañ skoazeller Georges Bidault
    Koronal Charles Lacheroy

Notennoù

Tags:

Organisation Armée Secrète Oas BilañsOrganisation Armée Secrète Oas AozadurOrganisation Armée Secrète Oas NotennoùOrganisation Armée Secrète Oas1961AljerAljeriaFrañsJean-Jacques SusiniMadrid

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Trede ReichWessexGiuseppe VerdiCosenzaC++Stad ChinEnez Sant-Nikolaz (Liger)Bikini (dilhad)Kronos2004Stad c'hallLiciniusBresciaReizhMain PageArdoileánPornizhRoveretoDastumad BorgheseGeorgiaPortugalKemper Kerfeunteun Football KlubLa HabanaTresadennoù-bevGressoney-Saint-JeanHoratio NelsonPornografiezhHenc'hresAberzhidigezh Izaag (Caravaggio)AnimeBengaluruKerhouarnMichelle ObamaMoudennEnez ChristmasKanoù HomerosSandhiRakoun debrer-krankedFrañsez a SalCarles PuigdemontMezegiezhMetro-Goldwyn-MayerHorst KöhlerRuzennPi IañKotoñsDavid Ben GourionAlamagnDasorc'hidigezhDúnedainKenyaJakez II (Bro-Saoz)GounezerezhTulbanLina KostenkoTexasSant-Andrev-an-DoureierImpalaeriezh trevadennel PortugalEgiptPordenoneNiver leielHinKolkata🡆 More