An noz pe an nozvezh eo ar c'houlz pa vez an Heol a-is d'an dremmwel, gwelet gant un arvester war an Douar; gwelet diouzh an egor eo al lodenn eus an Douar ha n'eo ket sklêrijennet gant an Heol, en deñvalijenn emañ al lodenn-se eta.
Treiñ a ra an Douar war e ahel dindan 24 eurvezh, neuze e vez bepred an hanter anezhañ sklêrijennet gant an heol p’emañ an hanter all en “disheol”. Ar prantad kontrol d'an noz eo an deiz (pe an "devezh" ha ar ger-se a zo evit chom hep meskañ gant ar ger "deiz" pa vez ar gaoz war ar prantad 24 eur). Eurioù deroù ha diwezh an deiz a zepant eus meur a abeg (koulz-amzer, ledred, hedred ha takad eurioù).
Daou dra a zo kaoz d'an nozioù da vezañ berroc'h eget an deizioù.
Pa vez ouzhpennet an daou fenomen e c'heller kompren eo aet an Heol war-dro 50 munutenn izeloc'h pa 'z eus gouloù o skeiñ an douar c'hoazh. Ma ne vije an daleoù-se e vije padelezh an noz a-blom gant hini an deiz en degouezh an div gedez kedez an Nevezamzer ha kedez an Diskaramzer, ar momedoù m'emañ an Heol o tremen a-us d'ar c'heheder.
Evit gwir, e mare ar c'hedezioù, e pad an deiz 14 munutenn nebeutoc'h er c'heheder hag un tammig muioc'h en ahelioù. Er goursav-heol hañv e vez an noz en he berrañ hag er goursav-heol goañv en he hirañ.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Noz, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.