Kentelioù An Noz

Kentelioù an Noz zo ur gengevredigezh eus Bro-Naoned hag a labour da gelenn brezhoneg pe da ober gant ar yezh dre abadennoù ha bodadoù liesseurt..

Kentelioù an Noz
Kentelioù An Noz
Krouet e 1985
Sez e Naoned
Prezidant Paul-Henri Morin
Izili 282 (2015)

Istor ar gevredigezh

E 1985 e oa bet savet ar gevredigezh Kentelioù an Noz gant Gweltaz Adeux, Roland Mogn ha Gwenola Rossinyol.

E-pad pell ez eus bet graet skol vrezhoneg d'an dud deuet gant he c'helennerien e Naoned hepken.

E 2001 e oa aet an traoù kalzik war-raok pa oa bet krouet ur post a-vicher (implijad yaouank). Dre-se e oa bet ledanaet an dachenn kelenn d'al Liger-Atlantel a-bezh (eus Erbigneg betek Gored e-kichen Klison) ha divizet e oa bet diorren an obererezhioù tro-dro d'ar brezhoneg (sport, c'hoarioù-dudi, keginañ...).

D'an 29 Kerzu 2003 e oa bet roet ar gratadur Yaouankiz ha Sportoù dezhi.

E 2007 e oa deuet da vezañ ur gengevredigezh. Krouet eo bet Kentelioù an Noz - Gwinieg e miz Mezheven 2008 el Lavreer-Botorel, Kentelioù an Noz - Chapel-Erzh e miz Kerzu 2008, ha Kentelioù an Noz - Gwerzhav e miz Kerzu 2008 ivez.

E 2008 ez eus 17 kelenner oc'h ober skol vrezhoneg da noz pe war an deiz, ha dre se eo ar framm brasañ e Breizh e-keñver niver a gelennerien.

Ouzhpenn stajoù e Naoned hag er Poulgwenn e voe graet he staj kentañ ganti e Bro-Raez, e Kerverner-Raez, d'an 9 C'hwevrer 2009.

E 2010 e oa 250 ezel gant ar gevredigezh. Krouidigezh ur gevredigezh lec'hiel ouzhpenn Kentelioù an noz - Ar Groazig.

E 2011 : savet eo bet Kentelioù an noz - Reudied ha Kentelioù an noz - Kastell-Briant. Digoret ez eus bet kentelioù e Nozieg.

E miz Gouere 2013 eo bet dilennet Kevin Caillaud da brezidant, e penn ur c'huzul-merañ cheñchet penn da benn. En diskar-amzer e voe digoret ur strollad e Ankiniz, brasañ kêr reter Bro-Naoned, evit ar wech kentañ.

E miz Gouere 2014 e voe aozet pemp troad d'ar maout! gant Kentelioù an Noz. Ar wech kentañ e oa d'ur c'hamp vakañsoù evit ar vugale a oar brezhoneg bezañ aozet e Bro-Naoned, e Gweltaz-Lambrizig. E miz Gouere 2015 e voe aozet ar staj adarre: e kambr ar stered a voe graet anezhañ.

E 2015 eo tregont vloaz Kentelioù an Noz. A vloaz da vloaz eo aet ar gevredigezh war vrasaat, rak tost 300 ezel he deus. Gallout a ra ar re-se heuliañ kentelioù sizhuniek (24 c'hentel war 5 live e 2015) pe kemer perzh en obererezhioù niverus aozet ingal.

E miz Gwengolo 2015 e voe roet lañs da gentelioù brezhoneg e Santez-Lusenn, er reter da Naoned, a-drugarez d'ar gevredigezh lec'hel Kentelioù an Noz - Santez-Lusenn.

E 2016 e tivizas ar gevredigezh aozañ ur staj ur sizhunvezh evit an dud deuet hag a voe aozet e miz Gouere e Sant-Enion, war vord al Lenn-Veur. Paul-Henri Morin zo dilennet da brezidant.

E 2023 e kinnig ar gevredigezh kentelioù en Naoned, e Sant-Ervlan, e Sant-Nazer, en Antr, hag el Lavreer-Botorel.

Kentelioù (2023/2024)

  • Live 1: 7 strollad
  • Live 2: 2 strollad
  • Live 3: 2 strollad
  • Kentel Komz: 4 strollad
  • Tolpad Koñz: 1 strollad

Bodadoù hag obererezhioù (2015/2016)

  • Abadennoù tañva (gallaoueg, golf, radio...)
  • Bodadoù-komz
  • Bodad-lenn
  • Bodad-liorzhañ
  • Baleadennoù
  • Beilhadegoù kontet
  • Kamp vakañsoù-hañv evit ar vugale
  • Kentelioù kembraeg
  • Kentelioù ha stajoù kanañ
  • Kentelioù evit prientiñ arnodenn vrezhoneg ar vachelouriezh
  • Skol gouren
  • ar Skrivadeg, da-geñver Sizhunvezh ar brezhoneg
  • Strollad c'hoariva
  • Stalioù keginañ
  • Tro ha Bistro, evit bodañ an izili en un davarn bep miz

Kenlabourerien

  • ASB 44, an Ajañs Sevenadurel Breizhek
  • Yezhoù ha Sevenadur, kreizenn degemer ha diorren sevenadur Breizh el Liger-Atlantel
  • KDSK, mediaoueg brezhonek, breizhek ha keltiek diazezet e Sant-Ervlan
  • Hentoù Breizh, kevredigezh o lakaat sevenadur Breizh war-wel e Bro Ankiniz
  • DAO

Prizioù

Liammoù diavaez

Daveoù

Kentelioù An Noz  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.

Tags:

Kentelioù An Noz Istor ar gevredigezhKentelioù An Noz Kentelioù (20232024)Kentelioù An Noz Bodadoù hag obererezhioù (20152016)Kentelioù An Noz KenlabourerienKentelioù An Noz PrizioùKentelioù An Noz Liammoù diavaezKentelioù An Noz DaveoùKentelioù An NozBro-Naoned

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Kensonenn huged dre strakalYann LachuerBlue Öyster CultNièvre (departamant)Lizherenneg latinDeiziadur hindouekRobert PattinsonChDeizFree Software FoundationC++8BloazFetichegezh ar brennidSuis2019RusiaCartagena (Spagn)KubaKroaziadegoùNorth EastLun (deiz)LoarAdolphe SaxRomántica MilongueraSinaiCarles PuigdemontKensonenn diweuzCorieltauviAmzerRuzenn ouel divouezhVogalennRiezadQAnna SeghersElishaNew Jersey1447KalvinouriezhBreizh-VeurLa RoquetaLizherenneg fonetik etrebroadel evit ar saozneg20Nordeste (Brazil)Ardamezeg familhoù BreizhXIXvet kantvedBarrKmeregListenn kumunioù Brazil renket hervez urzh al lizherennegAziaKensonenn staon dre serriñ mouezhietMaksim Gorkiy2007Montenegro2009Sierra LeoneHermanas HuertaTouaregedAljeriaMeurgan GilgamechSavinhac (Avairon)Ger kevrennekMediaIwerzhonegMia Khalifa834Polonia1730Grell voutinTDarempred revBaodHere🡆 More