Sant-Ervlan: Kumun Bro-C'hall

Sant-Ervlan a zo ur gêr eus Bro-Naoned, e Breizh, e departamant al Liger-Atlantel.

Sant-Ervlan: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor Arabat droukveskañ gant Sant-Ervlon.
Sant-Ervlan
An ti-kêr
An ti-kêr
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Saint-Herblain
Bro istorel Bro-Naoned Bro-Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Arondisamant Naoned
Kanton Pennlec'h 2 ganton :
Sant-Ervlan-Reter ha
Sant-Ervlan-Kornôg-Antr
Kod kumun 44162
Kod post 44800
Maer
Amzer gefridi
Bertrand Affilé
2014-2026
Etrekumuniezh Naoned Meurgêr
Bro velestradurel Tolpad-kêrioù Naoned
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 49 067 ann. (2020)
Stankter 1 634 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 12′ 44″ Norzh
1° 38′ 59″ Kornôg
/ 47.2122222222, -1.64972222222
Uhelderioù kreiz-kêr : 8 m
bihanañ 1 m — brasañ 64 m
Gorread 30,02 km²
Sant-Ervlan: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor
Lec'hiañ ar gêr
Sant-Ervlan

Kumun vrasañ bannlev Naoned eo pa oa 46 268 annezad enni e 2017. Se a laka Sant-Ervlan da vezañ dekvet kêr Breizh, ur gêr hag a gresk buan abaoe ar bloavezhioù 1960. Erv Breizh, ur c'hendi bras, ar greizenn-genwerzh vras Atlantis ha Zenith Naoned Meurgêr, ar sal abadennoù, a c'hall bezañ gwelet evel arouezioù ar c'hêriekadur-mañ, o tispenn roudoù Naoned.

Douaroniezh

E kornôg Naoned emañ, war ribl norzh al Liger evit an darn vrasañ eus kêr. Tro-dro da Sant-Ervlan e kaver eta kumunioù Naoned, Antr etre Sant-Ervlan hag al Liger, Koeron, Saotron hag Orvez.

War Erv Breizh emañ, ul linenn gribenn eus Torosad Arvorig.

Anv

Erwan Vallerie, heuliañ Dauzat ː Sanctum Hermelandum, 1287

Ardamezioù

En gul e deir ruilhenn kenweet, e gab en erminoù

Aozer : Ao. Murail – Degemeret gant Kuzul ar Gumunn d'ar 14 a viz Meurzh 1980.

Istor

VIIvet kantved

Er VIIvet kantved e oa bet krouet ar barrez gant Hermelandus, ur manac'h eus abati Fontenelle, war c'houlenn eskob Naoned.

Dispac'h Gall

Krouet e voe kumun Sant-Ervlan e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe e Kanton Chantenay hag e Bann Naoned. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Naoned. Lakaet e voe e Kanton Naoned-6 e 1801.

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

96 gwaz ag ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 3,60 % eus he foblañs e 1911.

Eil brezel-bed

D'ar 16 a viz Gwengolo 1943 e voe taolet 80 bombezenn e Sant-Ervlan gant nijerezioù B-17 eus ar 1st Bombardment Division (United States Army Air Forces).

XXIvet kantved

Lakaet e voe ar gumun da vurev kreizenniñ kantonioù Sant-Ervlan-1 ha Sant-Ervlan-2 pa voe diskaret Kanton Sant-Ervlan-Kornôg-Antr e 2014.

Ekonomiezh

Ur gêr war ziorren bras eo, dreist-holl tro-dro d'ar greizenn genwerzhel Atlantis, e-kichen dor an hent-tro a zo "Armor" he anv. Takad kenwerzhel brasañ kornaoueg Bro-C'hall eo.
Ne oa nemet 2 400 annezad e Sant-Ervlan e 1851, 18 760 e 1968 ha bremañ muioc'h eget 45 000 anezho. Kresket eo war ul lusk a 3% bep bloaz etre 1990 ha 1999. Ret eo neuze da guzulieren-gêr kavout penaos plediñ gant ar c'hresk-se, bodañ ar boblañs a zo kresket re vuan war dachenn ar gumun-vannlev evel m'emañ bremañ ha sevel ur vuhez kêr memestra.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Sant-Ervlan: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor

43 082 annezad a oa enni hervez niveradeg an EBSSA e 2011, 44 337 e 2014 ha 46 268 e 2017.

Kêraoz

Erv Breizh zo LODEF brasañ Breizh, gant ouzhpenn 780 lojeiz ennañ. Ur c'harter eo en e-unan. Savet e oa er bloavezhioù 1970. Tennañ a ra e anv eus al linenn gribenn.

Buhez sevenadurel hag arvestoù

E dor an Arvor emañ staliet Zenith Meurgêr Naoned, sal-abadennoù brasañ Breizh, abaoe miz Kerzu 2006.

Brezhoneg

Ya d'ar brezhoneg

D'an 3 a viz Ebrel 2009 e oa bet votet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.

Deskadurezh

Diwan en deus digoret e 2008 e skolaj kentañ el Liger-Atlantel.

E distro-skol 2022 e oa 258 bugel enskrivet er skolaj Diwan, er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek (3,3 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)

Kelenn d'an oadourien

Kentelioù evit an dud vras a zo eno abaoe 2001 gant ar gevredigezh Kentelioù an Noz.

Meur a obererezh dudi a vez kinniget gant Kentelioù an Noz e-kichen ar c'hentelioù : pleustradegoù c'hoariva, labour dorn, bodad lenn, bodad komz, keginañ, dañs, kanañ, golf, mell-droad, baleadegoù ha kement 'zo.

Gant Skol an Emsav ha skoazell Kuzul-rannvro Breizh e vez aozet stummadurioù hir (6 miz, 35 eurvezh bep sizhun) war ar brezhoneg abaoe 2011. Abaoe 2017 e vez aozet ur stummadur 'emvarrekaat' e St Ervlan.

Buhez foran

E 2008 e oa bet digoret e-kichen skolaj Diwan al Liger-Atlantel, ar vediaoueg "KDSK" (Kreizenn dafar sevenadurel keltiek) gant Maripol Gouret. Ul lec'h eskemm ha daremprediñ eo KDSK, evit klask titouroù, amprestiñ levrioù, pladennoù DVDoù, kazetennoù.

Ti-embann

  • Timilenn.

Melestradurezh

Sport

Tro Bro-C'hall

16 a viz Gouere 1991 : 11vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kemper ha Sant-Ervlan; trec'h eo Charly Mottet.

Tud liammet gant ar gumun

Tud bet o chom eno :

Tud marvet eno :

Ardamezeg ar familhoù

Sant-Ervlan: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  L'Aubier, Laubier
Aotrounez La Borderie
En argant e deir grilh en sabel o dornelloù bouklet ivez en sabel
Sant-Ervlan: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Barrin

Beskonted Lessongère

En glazur e deir balafenn en aour

Sant-Ervlan: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Blanchard

Aotrounez Lessongère

En glazur e dreustell en argant, heuliet gant pemp bezantenn en aour

Sant-Ervlan: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Burot

Aotrounez Carcouët

En arc'hant e zri fenn bleiz en sabel

Sant-Ervlan: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  de l'Epervier / de l'Espervier

Aotrounez la Bouvardière ha la Langevinière

En glazur e lammell en aour, heuliet gant peder bezantenn ivez en aour

Sant-Ervlan: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Guillon

Aotrounez Teillé

En aour e gebrenn en sabel karget gant teir c'hroazigan en argant, hag heuliet gant tri leonig en sabel, an daou ouzh kab penn-ouzh-penn

Sant-Ervlan: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Harouys

Aotrounez Teillé

En aour e deir sourin en gul, pep hini karget gant tri benn unkorn en aour

Sant-Ervlan: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Lair

Aotrounez la Lessongère ha la Botardière

En glazur e gebrenn en aour, heuliet ouzh kab gant div steredenn en argant hag ouzh beg gant ur greskenn ivez en argant

Sant-Ervlan: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Maillard

Aotrounez la Gournerie

En glazur e lammell divouedet en aour, heuliet ouzh kab hag ouzh lezioù gant teir horzh ivez en aour, hag ouzh beg gant ul leon en argant, teodet en gul.

Sant-Ervlan: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Michaël, pe Michel

Aotrounez la Bourgonnière ha la Tesserie

Palefarzhet ː ouzh 1 ha 4 en sabel e dour en argant; ouzh 2 ha 3, en aour e deir groaz pavek en gul, e vevenn en argant

Darempredoù etrebroadel

Gevelliñ

Bro Kêr Abaoe
Sant-Ervlan: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Alamagn Sankt Ingbert 1981
Sant-Ervlan: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Iwerzhon Port Láirge 1986
Sant-Ervlan: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Katalonia Viladecans 1991
Sant-Ervlan: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Senegal Ndiaganiao
Sant-Ervlan: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Bulgaria Kazanlak 2008

Emglev mignoniezh

Bro Kêr Abaoe
Sant-Ervlan: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Palestina Betleem

Paeroniañ

Bro Kêr Abaoe
Sant-Ervlan: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Roumania Cleja

Liammoù diavaez


Sant-Ervlan: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Levrlennadur

  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Daveoù ha notennoù

Tags:

Sant-Ervlan DouaroniezhSant-Ervlan ArdamezioùSant-Ervlan IstorSant-Ervlan EkonomiezhSant-Ervlan Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Sant-Ervlan KêraozSant-Ervlan Buhez sevenadurel hag arvestoùSant-Ervlan BrezhonegSant-Ervlan MelestradurezhSant-Ervlan SportSant-Ervlan Tud liammet gant ar gumunSant-Ervlan Darempredoù etrebroadelSant-Ervlan Liammoù diavaezSant-Ervlan LevrlennadurSant-Ervlan Daveoù ha notennoùSant-ErvlanBreizhBro-NaonedLiger-Atlantel

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

MontroulezUkrainaSaratovKarantezKib vell-droad ar bed 2006DegemerTaoiseachKatalanegEmflourañPiemontegChatalMor BreizhTeknologiezhThe Jungle Book (film, 1967)GalizegTimbroù AdenDilhad-dindanKonk-LeonNikotinNoricumi2ta81977Bro Gwiniegi NaonedAostraliaTalierouriezhLatin9 a viz EbrelEost1635Sigeberht Wessex18 GwengoloJapan2012SaskatchewanAljebrDivaskell BreizhHolloueziadurYouTubePablo PicassoUnaniezh EuropaImpalaeriezh SvedenRouantelezhioù ar FrankedKerien-Boulvriag1661Catherine LatourStrollad politikelTimbroù dre rummadMor ArabiaPlaza de soberaníaSevenadurFrañsez JaffrennouIndoneziaBrazilTyne (Bro-Saoz)Marie-Antoinette AostriaYuzev-ChirazegKervoroc'hKourzhYezekael, roue DomnoneaAmsterdamSaoznegEil Brezel-bedFrañsez Iañ (Bro-C'hall)ArvorigBrezel diabarzh SinaXVIIvet kantvedBrezhonegAr Pok (Toulouse-Lautrec)🡆 More