Ar Misterioù Joaius a vez lavaret er relijion gristen eus misterioù an Aviel a denn da c'hanedigezh ha bugaleaj Jezuz Krist.
An heuliad misterioù kentañ ez int, war-lerc'h e teu ar Misterioù Poanius, ar Misterioù Glorius hag ar Misterioù Goulaouus. Bez ez eus pemp mister joaius : an Anoñsiasion (pe "Degemenn"), Gweladenn ar Werc'hez e ti Elizabet, Ginivelezh, Kinnig Jezuz d'an Templ, Emgavidigezh Jezuz en Templ.
Prederiet e vez ar misterioù-se gant kement kristen a bed e chapeled d'al lun ha d'ar sadorn.
E latin e vez graet Mysteria gaudiosa anezho hervez Compendium Katekiz an Iliz Katolik.
An Degemenn d'an Itron Varia (hag enkorfidigezh ar Verb) pe "Anoñsiasion" (Annuntiatio).
Er c'hwec'hvet miz, Doue a gasas an ael Gabriel en ur gêr a C'halilea galvet Nazared, d'ur werc'hez a zlee dimeziñ d'un den anvet Jozef, eus tiegezh David; ar werc'hez-se a oa anvet Mari.
– Luk 1, 26-27
Gweladenn ar Werc'hez Vari da Elizabet (hag ar Magnificat) (Visitatio).
Neuze Mari a savas, hag a yeas buan da vro ar menezioù, en ur gêr eus Bro-Juda, Kerkent ha ma klevas Elizabed Salud Mari, ar bugel bihan a dridas en he c'hof; hag Elizabed a voe leuniet eus ar Spered-Santel. Hag o sevel he mouezh, e krias : "Te a zo benniget e-touez ar gwragez, ha benniget eo frouezh da gof."
– Luk 1, 39-42
Ginivelezh Jezuz e Betleem (Nativitas).
En amzer-se e voe embannet ul lezenn a-berzh Kezar-Aogust, evit ma vije graet ar gont eus tud ar bed holl. Ar gont kentañ-se a voe graet e-pad ma oa Kiriniuz gouarner Siria. Dre-se an holl a yae evit lakaat o anv, pep hini en e gêr. Jozef ivez a bignas eus Galilea da Judea, eus kêr Nazared da gêr David anvet Betlehem, dre ma oa eus tiegezh hag eus familh David,evit reiñ e anv gant Mari e wreg, hag a oa dougerez. E-pad ma oant eno, an amzer ma tlee gwilioudiñ a erruas, hag e c'hanas he mab kentañ-ganet, hag e mailhuras anezhañ, hag e lakaas anezhañ en ur c'hraou, abalamour ne oa ket plas evito en ostaleri.
– Luk 2, 1-7
Kinnig Jezuz d'an Templ (ha Nunc dimittis, Kantik Simeon) (Praesentatio).
Pa voe deuet an eizhvet devezh evit amdroc'hañ ar bugel, e voe galvet JEZUZ, anv a oa bet roet dezhañ gant an ael, a-raok ma oa koñsevet e kof e vamm.Ha pa voe deuet, hervez lezenn Moizez, an deizioù dezho da vezañ glanaet, e voe kaset ar bugel da Jeruzalem, evit e ginnig d'an Aotrou(hervez ma'z eo skrivet e lezenn an Aotrou: Pep paotr kentañ-ganet a vo gouestlet da Zoue),hag evit kinnig en aberzh, hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn an Aotrou, ur re durzhunelled, pe ziv goulmig.
– Luk 2, 21-24
Emgavidigezh Jezuz en Templ (Inventio in Templo), adkavet gant e gerent pa oa o komz gant Doktored al Lezenn, souezhet gant ar bugel ma oa Jezuz.
E dad hag e vamm a yae beb bloaz da Jeruzalem, da c'houel ar Pask. P'en devoe Jezuz daouzek vloaz, e pignjont da Jeruzalem, hervez giz ar gouel. Pa voe deizioù ar gouel tremenet, evel ma tistroent ac'hane, ar bugel Jezuz a chomas e Jeruzalem; Jozef hag e vamm n'anavezjont ket-se. Met, o soñjal e oa en o zouez, e valejont un devezh; neuze e klaskjont anezhañ e-touez o c'herent hag ar re eus o anaoudegezh; pa n'en kavent ket, e tistrojont da Jeruzalem d'e glask. Hag a-benn tri devezh e kavjont anezhañ en templ, azezet e-touez an doktored, o selaou anezho hag oc'h ober goulennoù outo. Kement hini a gleve anezhañ a oa souezhet gant e furnez hag e respontoù.
– Luk 2, 41-47
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Misterioù Joaius, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.