Ne gaver ket testennoù brezhonek hiroc'h eget un hanter frazenn a-raok derou ar XIVvet kantved ha pa vez anv eus mare an henvrezhoneg, n'heller ket lavaret ez eus testenioù eeun eus ul lennegezh vrezhoneg.
Koulskoude e seblant da lod eus arbennigourien e c'hellfe bezañ bet ur barzhoneg meuleudi kañv e enor ar roue Jezekael, un droidigezh diwar ur marvnad, evel ma rae Kembreiz eus an oberennoù-se.
Pinvidik-kenañ e seblant bezañ bet al Lennegezh dre gomz diouzh gwelet ar pezh a zo degouezhet betek ennomp ha hag arroudoù sonioù pe kontadennoù a seblant bezañ bet oberennoù skrivet en a-raok. En XIXvet kanted ez eur bet krog da zastum ar binvidigezh-se. Unan eus ar re gentañ eo bet Kervarker (Théodore Hersart de La Villemarqué), gant e zastumad Barzaz Breiz (1839 ha 1867) a reas berzh bras en e vare hag a ra c’hoazh. Dastum a reas danvez kanet (gwerzioù, sonioù, ha kanoù relijiel).
Digoret e oa an hent evel-se da dud all evel Fañch an Uhel a zastumas ivez kontadennoù, Gab Milin, Pengwern... Tostoc’h ouzhimp e c'heller menegiñ François Cadic, Iwan an Diberder Loeiz ar Floc'h, (Maodez Glanndour), Donatien Laurent ha Yann-Fañch Kemener, ha dreist-holl ar gevredigezh Dastum hag an holl re a zo bet bodet en-dro dezhi. Enrolladurioù a c'hell bezañ kavet war al lechienn www.kan.bzh).
Al lennegezh dre skrid vodern a c’heller lakaat anezhi da gregiñ gant an XIXvet kantved, pa ne gaver nemet pezhioù-c'hoari kelennadurezh kristen pe flemmskridoù er tri kantved kent. Barzhoniezh, boulc'het an hent gant Aogust Brizeug, a zo bet an doare-lennegezh prizietañ e-pad pell, pa n’eo ket rimerezh hepken, .
Skridoù komz-plaen a zo bet, darn o doa graet berzh evel Emgann Kergidu skrivet gant Lan Inizan, pe skridoù diduiñ gant Ivon Krog pe Erwan ar Moal (Dir na Dor).
Goude ar Brezel bed kentañ e weler skridoù awenet-mat. An embannadenn lennegel gentañ a zo roet lañs dezhi gant Tangi Malmanche, a sav pezhioù-c’hoari pe misterioù a live uhel. Siwazh, e-unan emañ d’an ampoent-se.
Eus tu ar varzhoniezh e ranker menegiñ “Ar en deulin”, un dastumadenn barzhonegoù gant Yann-Bêr Kalloc'h, bet embannet goude ar brezel. Goude ar brezel-se e teu ur bagad tud bodet en-dro da Gwalarn renet gant Roparz Hemon. Fellout a ra dezho sevel ul lennegezh vodern digor war ar bed. Ur bern troidigezhioù a vo graet, hag oberoù a live uhel-mat. Menegomp skrivagnerien evel Jakez Riou, Youenn Drezen, Langleiz, Fañch Elies (Abeozen), Frañsez Kervella (Kenan Kongar), Fant Rozeg (Meavenn)...
Levezon Gwalarn a chom kreñv goude an Eil brezel bed. Re hir e vefe menegiñ holl skrivagnerien ar rummad-se a ro ul lennegezh puilh evit un niver a lennerien a chom izel. Ret eo reiñ anvioù zo koulskoude : Ronan Huon, Jarl Priel, Per-Jakez Helias, Per Denez... hep disoñjal Anjela Duval, ur beizantez paour, bet savet ganti barzhonegoù hep o far.
Da heul ar rummad-se eo aet al lennegezh vrezhonek war liesaat, gant skrivagnerien niverus hag awenet gant danvezioù a bep seurt ha nevez (evel ar moliac'h hag ar skiant-faltazi), daoust ma chom bras lod ar varzhoniezh hag an danevelloù berr.
Puilh eo an danvez kinniget gant tud evel Mikael Madeg pe Yann Gerven. Talvoudus e chomo moarvat dastumadegoù danevelloù Goulc’han Kervella evel Lara hag oberenn Tudual Huon.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Lennegezh vrezhonek, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.