Ganet eo Kylian Mbappé d'an 20 a viz Kerzu 1998 e Pariz.
Ur c'hoarier mell-droad etrevroadel ha gall a-vicher eo. C'hoari a ra evel tager e skipailh ar Pariz Sant-German.
Er bloavezh 2016-2017, e c'hounez gant skipailh an AS Monako ar c'hampionad Frañs Kevre 1. C'hoari a ra ivez Kib ar Gampioned gante. Dont a ra neuze da vezañ unan eus ar c'hoarierien gant ar muiañ a varregezh da ziorren e bed ar vell-droad.
E miz Meurzh 2017, pa oa 18 vloaz gantañ, e c'hoarias e vatch gentañ gant skipailh bro-C'hall.
An 31 a viz Eost 2017, devezh diwezhañ ar merkato, ez eo prestet gant an AS Monako d'ar Pariz Sant-German. Lakaat a ra ar memes nozvezh e bal gentañ e skipailh bro-C’hall
Renket eo 7vet evit ar vell Aour hag anvet neuze evel unan eus ar c’hoarier gwellañ eus ar bed, gantañ 19 vloaz nemetken.
Ganet d'an 20 a viz Kerzu 1998 e 19 vet ranngêr Pariz, emañ o tont Kylian Mbappé Lottin eus ur familh sportourien. E dad, Wilfrid Mbappé Lottin, o tont eus bro-Kameroun, a oa ur c'hoarier mell-droad gant ul live rannvroel. Deuet eo da vezañ goude-se gourdoner evit ar re dindan 15 vloaz e skipailh an AS Bondy. E vamm Fayza Lamari, aljerianez, a oa c'hoarierez mell-dorn D1 e klub an AS Bondy ivez, betek 2001. E vreur bras, Jirès Kembo, a zo ur c'hoarier mell-droad a-vicher abaoe 2006 goude bezañ heuliet ur stummadur e skipailh Roazhon, hag e vreur bihan a zo en soñj tapout ar memes hent evit e vreudeur.
Krog e oa Kylian Mbappé gant ar vell-droad e skipailh an AS Bondy, e lec'h ma tremenas c'hoarierien a-vicher all evel Sébastien Corchia, Steven Joseph-Monrose ha Jonathan Ikoné.
En 2011, ez eo dibabet evit ar remziad 1998 en INF Clairefontaine. Skoliatet eo neuze e skolaj Catherine-de-Vivonne e Rambouillet. E-pad e stummadur e Clairefontaine, en 2013, ez eo gwelet gant un nebeud kluboù gall (evel ar Stad Malherbe de Caen) hag en estrenvro (ar Real Madrid, Chelsea, hag all). Mont a ra a-benn ar fin e kreizenn stummañ an AS Monako, pa distro ar skipailh gentañ e Lig1. Kenderc'hel a ra Mbappé e hentad : e miz Gwengolo 2014, ez eo choazet div wech evit c'hoari e skipailh bro-C'hall ar re dindan 17 vloaz. Kregiñ a ra ar c'houlzad 2015-2016 en ur lakaat tri doubl eus renk gant skipailh dindan 19 bloaz an AS Monako. C'hoari a ra un nebeud war-lerc’h er skipailh miret a-gostez, e CFA, lakaet gantañ e balioù gentañ e miz Du 2015. E miz Gwengolo 2016, e teu a-benn da gaout ur vachelouriezh STMG (skiantoù ha teknologiezhioù ar management hag ar mererezh).
E miz Meurzh 2023 e teu Mbappé da gabiten skipailh mell-droad Bro-C’hall war lerc’h Hugo Lloris, aet war e leve goude kib ar bed 2022.
Un tager prim-tre eo, gantañ teknikoù evit dribllañ, evit sprintañ da skouer. Un tager eo hag a sikour kalz evit difenn hag adtapout ar vell eo ivez. Alies-mat ez eo keñveriet gant Thierry Henry.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Kylian Mbappé, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.