Klaoda Bro-C'hall

Klaoda Bro-C'hall, ganet d'an 13 a viz Here 1499, ha marvet d'an 20 a viz Gouhere 1524 e Bleaz, a oa dugez Breizh (1514-1524) ha rouanez Bro-C'hall (1515-1524) dre he dimeziñ gant Frañsez Iañ, roue Bro-C'hall en 1515.

Klaoda Bro-C'hall
Klaoda Bro-C'hall
Klaoda Bro-C'hall
Tresadenn eus Klaoda Bro-C'hall, graet war-dro 1520
Dugez Breizh
Ren 9 a viz Genver 1514
20 a viz Gouere 1524
A-raok Anna
Goude Frañsez III
Rouanez Bro-C'hall
Ren 1 a viz Genver 1515
20 a viz Gouere 1524
A-raok Mari Tudor
Goude Leonor Aostria
Buhez
Ganet 13 a viz Here 1499
Romorantin-Lanthenay, Bro-C'hall
Marvet 20 a viz Gouere 1524 (24 bloaz)
Kastell Bleaz, Bro-C'hall
Bez Penniliz Saint-Denis

Tiegezh Valois-Orléans
Tad Loeiz XII, roue Bro-C'hall
Mamm Anna Breizh, dugez Breizh
Priedoù Frañsez I
Diskennidi Frañsez III, dug Breizh
Herri II, roue Bro-C'hall
Relijion katolik

Istor Breizh
Bretoned kentañ
-5000 kent JK
Arvorig
Marevezh galian
Vvet kantved kt JK - -56
Marevezh roman
-56 - IVe kantved
Marevezh poblañ Arvorig
ha savidigezh Breizh
IVe - IXvet kantved
Rouaned
845 - 913
845 - 851 Nevenoe
851 - 857 Erispoe
857 - 874 Salaun
874 - 876 Gurwant / Paskwezhen
876 - 888 Yezekael
888 - 907 Alan I
908? - 913? Gourmaelon
Reuziad an Normaned
913? - 931
Rögnvaldr
Felecanus
Inconus
931 - 937 Gwilherm I
Marevezh an Duged
937 - 1532
Tiegezh Naoned
937 - 952 Alan al Louarn
952 - 958 Drogon
958 - 981 Hoel I
981 - 988 Gwereg
Tiegezh Roazhon
970 - 992 Konan I
992 - 1008 Jafrez I
1008 - 1040 Alan III
1040 - 1066 Konan II
Tiegezh Kernev
1066 - 1084 Hoel II
1084 - 1112 Alan IV Fergant
1112 - 1148 Konan III
Tiegezh Pentevr
1148 - 1166 Konan IV
1166 - 1201 Konstanza
Plantajened
1169 - 1186 Jafrez II
1196 - 1203 Arzhur I
Tiegezh Thouars
1203 - 1221 Alis Breizh
Tiegezh Dreux
1213 - 1237 Pêr I
1221 - 1286 Yann I
1286 - 1305 Yann II
1305 - 1312 Arzhur II
1312 - 1341 Yann III
Tiegezh Bleaz-Pentevr
1341 - 1364 Janed Pentevr ha Charlez Bleaz
Tiegezh Moñforzh
1341 - 1345 Yann Moñforzh
1364 - 1399 Yann IV
1399 - 1442 Yann V
1442 - 1450 Frañsez I
1450 - 1457 Pêr II
1457 - 1458 Arzhur III
1458 - 1488 Frañsez II
1488 - 1514 Anna Breizh
1514 - 1524 Klaoda Breizh
1524 - 1532 Frañsez III
Marevezh ar Breujoù
1532 - 1789
Gouarn war-eeun Pariz
1789 - 1974
Rannvroeladur
René Pleven 1974-1976
André Colin 1976-1978
Raymond Marcellin 1978-1986
Yvon Bourges 1986-1998
Josilin Roc'han 1998-2004
Jean-Yves an Drian 2004-2012
Pierrick Massiot 2012-2015
Jean-Yves Le Drian 2015-2017
Loïg Chesnais-Girard abaoe 2017
Klaoda Bro-C'hall Ur pennad Claude de France zo ivez.

Merc'h henañ ar roue gall Loeiz XII a Vro-C'hall hag e wreg Anna Breizh e oa. Mamm-gozh e oa eta da Herri III, roue Bro-C'hall (1551-1589) a lakaas lazhañ e genderv Herri, dug Guise.

C'hoar e oa da Renée Bro-C'hall. Bez e oa ivez: kontez Soissons, Blois, Coucy, Étampes, Montfort-L'Amaury, ha dugez Milano.

Dugez Breizh

Klaoda Bro-C'hall 
Klaoda Bro-C'hall gant he feder merc'h,
Loeiza ha Charlotte en diaraog, Marc'harid ha Madalen en adreñv, Eleonor Habsbourg adreñvoc'h.
Poltred graet tregont vloaz war-lerc'h he marv e Levr eurioù ar rouanez Caterina de' Medici

Dre ma oa ur plac'h, ne c'halle ket, hervez giz ar rouaned c'hall, bezañ rouanez war-lerc'h he zad, met peogwir n'he doa breur ebet e c'halle bezañ anvet da zugez Breizh.

Brud

Hervez Brantôme :

    ... le roy son mary luy donna la vérolle, qui lui advança ses jours. Et madame la régente (Louise de Savoie) la rudoyait fort […] .

Ret e oa dezhi plegañ d'ar roue a veze dalc'hmat gant Françoise de Foix.

Bugale

Seizh bugel o devoe Klaoda ha Frañsez Iañ :

  • Louise, Priñsez Bro-C'hall (19 a viz Eost 1515 – 21 a viz Gwengolo 1517) - marvet da 2 vloaz.
  • Charlotte de Valois (23 a viz Here 1516 – 8 a viz Gwengolo 1524) - marvet da 8 vloaz.
  • Frañsez (28 a viz C'hwevrer 1518 – 10 a viz Eost 1536) - kurunennet e Roazhon evel Dug Breizh, marvet da 18 vloaz.
  • Herri II, roue Bro-C'hall (31 a viz Meurzh 1519 – 10 a viz Gouere 1559) - dimeziñ a reas gant Caterina de' Medici. Bugale dezho.
  • Madalen (10 a viz Eost 1520 – 2 a viz Gouere 1537) - dimeziñ a reas gant Jakez V, roue Bro-Skos.
  • Charlez, Dug Orleañs (22 a viz Genver 1522 – 9 a viz Gwengolo 1545) - marvet da 23 bloaz.
  • Marc'harid Bro-C'hall, dugez Berry (5 a viz Mezheven 1523 – 14 a viz Gwengolo 1574) - dimeziñ a reas gant Emanuele Filiberto, dug Savoia, e 1559. Bugale dezho.

Goude he marv

Mervel a reas e 1524. Addimeziñ a reas ar roue da Leonor Aostria (1498-1558)


He mab henañ Frañsez a voe dug war he lerc'h ha kurunennet e voe evel Frañsez III, dug Breizh.

Tags:

Klaoda Bro-C'hall Dugez BreizhKlaoda Bro-C'hall BrudKlaoda Bro-C'hall BugaleKlaoda Bro-C'hall Goude he marvKlaoda Bro-C'hall13 a viz Here14991515152420 a viz GouhereAnna BreizhBleaz (kêr)Frañsez Iañ (Bro-C'hall)Herri III (Bro-C'hall)Loeiz XII a Vro-C'hall

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

FilipinezLannuon1995BrezhonegJakez Riou12 GouereLusker enklaskBro-SaozRouantelezh-UnanetKaorelSpijker (Norzh)NvidiaBengaluruKamlezDandadanAozadur ar Broadoù UnanetIndoneziaISBN2005Jean Léger19452001Krubuilh dispakCoop Himmelb(l)auGeorgiaWashington, D.C.Chesten MarchantGallegBeg ar vronnTania MalletAnatol ar BrazHetairArc'hantinaC++Muzelloù brasVicenzaSingapourBeg Penn HirKefeüs4 GouereRouantelezh Bro-C'hallMell-droadBloazAna del CastilloOSI2002Yec'hedMontebruno1779Digital rights management2007TchadorJapanTwitterHinRr (lizherenn)BerlengasKemper-GwezhennegBro-C'hallGwarezva Arabia ar SuHUkrainaOuigouregSvedenBlogKronikennoù Plac'h nevez BreizhXVIvet kantvedTasbihPlant bloaziek🡆 More