Catherine Bush, anavezetoc'h hec'h anv-micher Kate Bush, zo ur ganerez saoz ganet e 1958 e Bexleyheath (Kent, Bro-Saoz).
Brudet eo he fladennoù labouret pervezh hag he mouezh dibar.
En em lañset eo e bed ar sonerezh gant sikour David Gilmour, soner er strollad Pink Floyd, ha labouret he deus gant Peter Gabriel, Prince, Eric Clapton, met ivez Alan Stivell (albom The Sensual World).
He c'hanaouenn gentañ hag anavezetañ e Bro-C'hall, "Wuthering Heights" (albom The Kick Inside) a oa bet awenet gant oberenn Emily Brontë. Diouzhtu he doa diskwelet Kate Bush e felle dezhi kinnig sonerezh disheñvel: e-kreiz prantad ar punk eo e teue da ganañ ar ganaouenn-mañ en ur ober dañsoù droch (stummet e oa war an dañs klasel) gant gwiskamantoù souezhus.
Hec'h albom diwezhañ Aerial (2005) a zo seder ha sioul, ha resevet en deus un degemer a-feson eus perzh ar gazetennerien, a zo boaz da reiñ dezhi al lesanv "Sorserez ar son".
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Kate Bush, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.