Karaez-Plougêr: Kumun Penn-ar-Bed

Karaez-Plougêr zo ur gumun e Breizh, pennlec'h kanton Karaez, ha kêr-benn Poc'hêr e Kerne.

Er bloaz 1956 e voe kendeuzet Karaez gant Plougêr. Un enklozadur e oa Kêr-Garaez en homañ. E Penn-ar-Bed emañ, gennet etre tri departamant abaoe an dispac'h gall: Penn-ar-Bed, Mor-Bihan hag Aodoù-an-Arvor, ar pezh zo bet drastus evit hec'h armerzh.

Karaez-Plougêr
Maner Kerampuilh
Maner Kerampuilh
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Carhaix-Plouguer
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Karaez-Plougêr: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor Penn-ar-Bed
Arondisamant Kastellin
Kanton Karaez (pennlec'h)
Kod kumun 29024
Kod post 29270
Maer
Amzer gefridi
Kristian Troadeg (BWR)
2001-2026
Etrekumuniezh KK ar Poc'hêr
Bro velestradurel Bro Kornôg Kreiz-Breizh
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 7 165 ann. (2020)
Stankter 278 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 16′ 42″ Norzh
3° 34′ 02″ Kornôg
/ 48.2783, -3.5672
Uhelderioù kreiz-kêr : 104 m
bihanañ 69 m — brasañ 169 m
Gorread 25,81 km²
Karaez-Plougêr: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor
Lec'hiañ ar gêr
Karaez-Plougêr

Douaroniezh

Kumunioù amezek

Anv

Stummoù skrivet

  • Erwan Vallerie : "Caer Ahes, 1081 ; Carahes, 1146 ; Carhahes, Caraes, XIIè ; Carahes, 1214 ; Carahais, 1278 ; Kerahes, 1290 ; Quarhez, 1305 ; Kerahes, 1306 ; Kerahes, Carahez, 1315 ; Karahes, 1320 ; Carahes, 1327 ; Kar heys, 1362 ; Carhaiz, 1363 ; Karahais, 1367 ; Kerhaes, 1368 ; Kerahaiz, 1370 ; Carahes, 1371 ; Carahes, Sancti Tremori de Karahes, 1371 ; Kerahes, 1378 ; Karahes, 1381 ; Carhaix, 1381 ; Kerahez, 1394 ; Kaerahees, 1405 ; Kaerahes, Kaerahez, 1415 ; Kerahes, 1420 ; Kerahez, Kerahes, 1422 ; Karhez, 1457 ; Guicaraix (anv-tiegezh*), 1457 ; Karheix, 1460 ; Keraheix, 1462 ; Kerahaix, 1466 ; Kerahez, 1467 ; Kerahes, 1469 ; Kerahes, 1488 ; Carhaix, 1489 ; Kerahes, 1513 ; Kerahes, 1516 ; Carhaix, 1519 ; Karhez, 1523 ; Kerahez, 1524 ; Kerahes, 1536 ; Carhaix, 1565 ; Kerahes, 1574 ; Kerahez, 1591 ; Quarahez, 1593 ; Karaes, Keraes, Carès, Kaerais, Kerhahez, Karhez, 1636 ; Ker-Aes, 1779".

Gerdarzh

Kalz a draoù zo bet kinniget evit an anv se, darn iskis ha fentus.

  • Gregor Rostren : Urbs AEsia.
  • Dom Lobineau : diwar Ker-Is.
  • Corret de la Tour d'Auvergne : diwar Aetius (gouarnour roman Galia).
  • Ogée : Carhaix pe Ker-aes : diwar Aetius (gouarnour roman Galia).
  • Jacques Cambry : priñsez Ahès, merc'h Conan Meriadec, pe hini ar roue Gradlon.
  • Chevalier de Fréminville : diwar Ahès (priñsez).
  • Deric : diwar ar ger brezhonek Ker-Heic hag a dalv kement ha "klujar", abalamour ma vefe kalz anezho er vro.
  • Moët de la Forte-Mason, meneget gant Marteville & Varin = omne metallum "kêr ar metaloù" abalamour da vengleuzioù Poullaouen.
  • Marteville & Varin : Urbs AEsia. Tostaet o deus ivez Keraes ouzh Mons Aerus > Mené-Arès = Menez Arre.
  • René Jouan : diwar anv Cherem pe Keren, kêr eus Tyr (Liban).
  • Anatole Le Braz : Kêr-Is =  Carhaix, kêr-benn an Osismied.
  • François Taldir-Jaffrennou : mann da welout gant Caer Aétius na Caer Ahès. Gwelloc'h eo tostaat ouzh ur gêr kerneveurek Carhays, 14 km eus Truru,  5 km eus Tregony.
  • O.-L. Aubert : Caer-Arhès.
  • Francis Gourvil : Car- n'eus mann da welout gant Kêr.
  • Léon Fleuriot : Corophes > Carofes > Carifes > Carahaes.
  • François Moal : eus Caer Isc = Exeter, pe Caerhayes e Kernev-Veur, pe Caerleon-Upon-Usk e Kembre.
  • Patrick Galliou ha Bernard Tanguy : Corophesium < Carrofens(em) < carruvium < quadruvium = kroashent.
  • Bernard Tanguy : carruvium < quadruvium ' = kroashent.
  • Gwenc'hlan Le Scouezec  : Kera(h)es = Kêr (prinsez) Ahès.
  • Éditions Flohic : carofes, kroashent.
  • Guide Michelin : "Kaer" signifie "ville" ; Ahès désignerait les Osismes, une tribu celte.
  • Christian Y.-M. Kerboul : Carophesium > Carofès : kêr ar c'hroashent.
  • Daniel Delattre : Corophesium, Patrom:IXvet kentved ; Kerahes, eusKer-Ahès, eil merc'h Gradlon.
  • Christiane Kerboul-Vilhon : diwar Carhays eus Kernev-Veur.

Ardamezioù

Karaez-Plougêr: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
    En aour e ejon tremenant en argant.
    • d'Hozier, 1696

Istor

Henamzer

XVIIvet kantved

  • Emsavadeg ar Bonedoù ruz: trubuilhoù a voe e kêr d'ar 6 ha d'ar 7 a viz Gouere 1675; d'ar 6 e vo preizhet ha lakaet en arigrap ti Claude Sauvan, fermour an dleoù, an aotrou Châteaufort gant ur yoc'h a dud: 150 gwaz ha 42 vaouez a voe tamallet oute bet kemeret perzh en trubuilhoù, lazhet ur mevel, laeret gwin-ardant, argant, pezhioù-arrebeuri, paperioù, ha kendalc'het e voe d'ar 7 daoust d'ar gouarnour, an aotrou Kerloued, bout deut war al lec'h.

Dispac'h Gall

  • Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Karaez da benn ur bann.

XXvet kantved

Brezelioù

  • Monumant ar re varv e Karaez.
  • Monumant ar re varv e Plougêr, luc'hskeudenn.
Brezel-bed kentañ
  • Mervel a reas 145 gwaz eus Karaez, da lâret eo 4,15% eus ar boblañs e 1911, ha 62 eus Plougêr, eleze 5% eus ar boblañs e 1911, abalamour d'ar brezel.
Eil brezel-bed
  • Mervel a reas 27 milour, 24 den all a va varvas, lazhet d'an Alamaned pe er c'hampoù-bac'h.
Trevadennoù
Tachennoù all
  • Liban : mervel a reas ur milour e 1983;
  • Bosnia : ur milour a varvas e 1997.

Kendeuziñ

  • 1956 : bodet e voe Karaez ha Plougêr en ur gumun hepken, anvet "Karaez-Plougêr".

Monumantoù ha traoù heverk

  • Dourbont roman
  • Pont Toull Vihan
  • Iliz-parrez Sant Treveur, Karaez
  • Iliz Sant Pêr, Plougêr
  • Maner Kernigez
  • Ti ar Senechal
  • Pont ar Veilh Veur
  • Kouent an Aogustined
  • Kouent Karmez
  • Kouent an Ospitalierezed
  • Ar mirva henoniezh
  • Plasenn an Tour d’Auvergne
  • Chapel Santez Anna
  • Kastell Kerampuilh
  • Ar C’hastell Ruz
  • Marc'h-tan kozh
  • Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun
Bro Niver a soudarded
Karaez-Plougêr: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Kanada 1 (aerlu)
Hollad 1

Mervel a reas d'an 13 a viz C'hwevrer 1943 e-pad an Eil Brezel Bed.

Dezougen

  • An ti-gar.

Poblañs

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Karaez-Plougêr: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor

Brezhoneg

  • E 1921, d'an 2 a viz Gwengolo, e voe votet un het gant kuzul-kêr Karaez evit goulenn ma vije kelennet ar brezhoneg er skolajoù hag el liseoù hag e vije posupl tremen un arnodenn brezhoneg er vachelouriezh.
  • Ar Brezoneg er Skol, 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol.
Karaez-Plougêr: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
Panell degemer divyezhek ar gumun
    Ya d'ar brezhoneg
Karaez-Plougêr: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
Bannieloù Breizh, Frañs hag Europa ouzh talbenn an ti-kêr.
    Buhez foran
  • Unan eus ar c'humunioù e-penn a-raok evit lakaat ar brezhoneg war wel er vuhez foran eo Karaez abaoe ar bloavezhioù 1980 da nebeutañ. Bet eo ar gumun gentañ o staliañ panelloù heñchañ divyezhek, pa oa maer Jean-Pierre Jeudy. Gant Kristian Troadeg, maer abaoe 2001 ez eus bet graet ur c'hammed all war-raok ha votet ez eus bet un destenn politikerezh yezh a-unvouezh. Ur bodad trakêr a vod dileuridi eus Ofis Publik ar Brezhoneg, kevredigezhioù brezhonek ar gumun hag hiniennoù kar-o-yezh zo bet savet dindan renerezh Visant Abaziou eilmaer brezhoneger e-karg eus ar sevenadur.
  • E 1999 eo bet staliet sez Ofis ar Brezhoneg, benveg politikerezh yezh Rannvro Breizh e Karaez, gant ar Rannvro.
    Deskadurezh
  • Skolioù divyezhek a zo eno abaoe 1985.
  • E Karaez eo bet staliet al lise Diwan kentañ e Breizh.
  • E 2011 ez eus kaoz da serriñ an hentad vrezhonek en eil derez er skolioù Stad.
  • E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 471 skoliad (27,4 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). https://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm
    Bugaligoù
  • Al liezdegemer "Galipette/Toutig penn" en deus sinet Live 1 karta Divskouarn.
  • Al liezdegemer "La main dans la main" en deus sinet ul live tost da live 1 karta Divskouarn.

Kelaouiñ

  • E Karaez emañ sez ar gazetenn c'hallek sizhuniek Poher-Hebdo.

Post

  • An ti-post.

Gouelioù dibar

  • Gouel an Erer Kozh, e miz Gouere
  • Bagadañs, e miz Gouere
  • Saloñs al Levrioù ha Romantourien Breizh, en diskaramzer

Melestradurezh

Listenn maered Karaez
Mare Anv Strollad Karg
1792 Théodore Le Gogal
a-raok 1845 goude 1845 Bernard Kuzulier-meur
a-raok 1853 goude 1867 Révault Kuzuliad-kêr e 1866
a-raok 1877 goude 1880 Joseph Nédellec noter. Kuzulier-meur hag kannad
a-raok 1900 goude 1900 Anthoine
1906 mae 1945 Ferdinand Lancien Strollad radikal-sokialour Senedour
c'hwevrer 1957 meurzh 1977 Jean Rohou dehou diseurt tisaver labourioù foran
meurzh 1977 mezheven 1995 Jean-Pierre Jeudy Strollad Komunour Gall Kuzulier-meur kanton Karaez-Plouger.(1973-1979)
mezheven 1995 meurzh 2001 André Le Roux Unvaniezh evit an demokratelezh Gall apotiker
meurzh 2001 bremañ Christian Troadec kleiz diseurt kazetenner
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Tud

Tud bet ganet eno

Tud douaret eno

Ardamezeg ar familhoù

Karaez-Plougêr: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
      André
    Aotrounez Durville, eskopti Roazhon, ha Prat-Meur, eskopti Kernev ; ur serjant-jeneral Karaez e 1656.
    En gul, e lammell en aour.
Karaez-Plougêr: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
      Jean Raguineau
    Senesal Karaez e 1713
    En argant e zelfin ouzh kleiz, troc'het etre gul ha glazur

Gevellerezh

Gevellet eo kêr gant:

Darvoudoù-sport a bep seurt

Levrlennadur

  • (fr) Quentel, P. : Un nom des anciennes routes : Carhaix . In : Revue internationale d'onomastique niv. 18-4, 1966 pp. 255-270.

Liammoù diavaez


Karaez-Plougêr: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Daveoù ha notennoù

Tags:

Karaez-Plougêr DouaroniezhKaraez-Plougêr ArdamezioùKaraez-Plougêr IstorKaraez-Plougêr Monumantoù ha traoù heverkKaraez-Plougêr DezougenKaraez-Plougêr PoblañsKaraez-Plougêr BrezhonegKaraez-Plougêr KelaouiñKaraez-Plougêr PostKaraez-Plougêr Gouelioù dibarKaraez-Plougêr MelestradurezhKaraez-Plougêr GevellerezhKaraez-Plougêr Darvoudoù-sport a bep seurtKaraez-Plougêr LevrlennadurKaraez-Plougêr Liammoù diavaezKaraez-Plougêr Daveoù ha notennoùKaraez-PlougêrAodoù-an-ArvorArmerzhBreizhDispac'h gallEnklozadurKanton KaraezKerneKêr-bennMor-BihanPenn-ar-BedPlougêrPoc'hêr

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

MoukJeko1779Yar (evn)1936Impalaeriezh roman ar ReterMilizag-GwiproñvelVulnerant omnes, ultima necatCrunchyrollBrezel-bed kentañAzerbaidjanJakez RiouDigital rights management2004KawanIliz katolik roman10 C'hwevrerNerzhioù Al-QodsBlev-gaol29 GouereSingapourSuafrikaAchille DevériaRoumaniaBelarusJakez II (Bro-Saoz)Ana del Castillo3 C'hwevrerLiger-AtlantelGeorge Walker BushNASAManagementWikimediaManganezGallegAlamanLaritza BacallaoLizherenneg fonetik etrebroadel evit ar saozneg2001SinaFellasionKamlezIndoneziaDilhad31 Gouere4 GouereCascading Style Sheets1945Kunilingus1922EostGeriadurouriezh ar brezhonegAbrakadabraTiriad Antarktika Breizh-VeurUkrainaKragvouc'h SibiriaPastor (kristen)Marco PauloGres (bro)XXvet kantvedBiblBeg Penn HirSinemaBrown Bess🡆 More