Karabinenn

Karabinenn a vez graet e geriaoueg an arme eus un arm-tan gant ur c'hanol hir met berroc'h eget hini ur fuzuilh pe ur mousked.

Darn anezho zo doareoù berraet eus fuzuilhoù all, o tennañ ar memes doare bolodoù. Dont a ra o ment berroc'h eus ar fed e oa ret d'ar marc'hegerezh kaout armoù bihanoc'h hag aesoc'h da dapout krog enne.

Karabinenn
Karabinenn
weapon functional class
Iskevrennad euslong gun Kemmañ
Karabinenn
Ur fuzuilh M1 Garand hag ur garabinenn M1 Carbine, daou arm amerikan eus an Eil brezel Bed.

Er-maez eus bed an arme, e bed ar chase pe ar sportoù-tenn, ur garabinenn zo un arm hir unan pe meur a ganol rizennet dezhañ. Heñvel eo o mekanik diabarzh evit hini ar fuzuilhoù dre vras, met solutoc'h int : kambr ur garabinenn a c'hell anduriñ ur gwask etre 3.000 ha 4.000 bar, pa n'hall ket hini ur fuzuilh anduriñ ouzhpenn 1.200 bar.

Karabinennoù a raer ivez eus an armoù hir dre aer gwasket pe gaz a c'hall tennañ plomoù 4,5 mm pe 5,5 mm, evit amprouennoù zo er sportoù tennañ pe an dudi.

Mont en-dro

Karabinenn 
Ur garabinenn .22 LR etre daouarn Jeremy Teela en unan eus an amprouennoù biatlon C'hoarioù Olimpek Goañv 2002.

Damaotomatek e c'hall bezañ ur garabinenn, neuze n'hall ket bezañ karget en tu all da deir c'hartouchenn enni hervez lezenn e Frañs. Un dra a-bouez eo an damaotomategezh evit ar chaseourien o deus ezhomm da c'hellet tennañ meur a wech deus renk da bakañ loened o redek. Efedus eo ar garabinenn war gantadoù a vetradoù, pa vez diaes lazhañ ul loen gant ur fuzuilh en tu all da 50 metrad.

E bed ar sportoù-tennañ e implijer karabinennoù un tenn (ur munision a ranker adlakaat en arm bewech ma tenner), pe gant tennata dre zorn : en ur ziblasañ ur morailh a zo war ar gulasenn e c'haller kambriñ ur munision da dennañ adarre. Resisoc'h eo ar c'harabinennoù gante ur sistem morailh, setu e vezont implijet stank er sportoù tennañ pe er biatlon.

Orin an anv

Grondin (benel, ur c'hrondin) e oa ar ger brezhonek kent an amprest diouzh ar galleg carabine. Ar galleg carabine a oa deuet e 1694 eus an italianeg, portugaleg ha spagnoleg carabina evit envel seurt mouskedoù, dre implijerien gentañ an arm, anezho marc'hegerien lesanvet "carabiniers", eus ar ger galleg carabin "marc'heger" (1575) Ne ouier ket hiroc'h war orin ar ger carabin. Evit lod e vefe diwar ar provañseg calabre "mekanik brezel kozh" ; evit tud all e teufe eus al latin calabrinus "Calabriat", peogwir e teue ar c'hentañ marc'hegerien-se eus Calabria..

Lezenn

E Frañs eo renket al lod brasañ eus ar c'harabinennoù damaotomatek (teir c'hartouchenn d'ar muiañ) pe da dennata dre zorn (dek kartouchenn d'ar muiañ) er rummad C, hini an armoù a ranker diskleriañ goude bezañ prenet anezhe en ur ziskouez un aotre da chase pe ul lisañs sportoù tennañ.

Gwelet ivez

Notennoù

Karabinenn   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan Karabinenn 

Tags:

Karabinenn Mont en-droKarabinenn Orin an anvKarabinenn LezennKarabinenn Gwelet ivezKarabinenn NotennoùKarabinennArm-tanFuzuilhMousked

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

GwadSaarlouisLez-veur SUAStad ChinGimliRoll ar Pennoù-Stad e 2 kt JKSruighleaNupedia1 KerzuKorčulaBournemouthProgram4 MezhevenGaronaNiAntíbolThe SimpsonsBanniel KanadaMart gouzoug melenDervRadio Free EuropeMoudennSilabennKensonenn kevig dre fic'hal divouezhOadvezh ar maenGarry KasparovHinListenn glok kodoù ISO 639-1EgiptPink FloydVaduzElesbed Bro-C'hall (1727-1759)AbusejoKreiz EgiptGiovanni PascoliGer goulennBurkiniVictor WembanyamaGwragezTresadennoù-bevCollegnoGwallerezh2004Tel AvivMetro-Goldwyn-MayerKunilingusRoll livadurioù William Adolphe BouguereauHenriette Bro-SaozMaine (stad)Wilhelm HabsburgRouantelezh-UnanetUsenetPedro Álvares CabralVilla medicea di CareggiSanta Fe (New Mexico)Johann Sebastian BachHans SchollAlbuquerqueImpalaeriezh santel roman germanPakistanLuftwaffeBanniel Iwerzhon🡆 More