Jogaila Algirdaitis, anavezet e poloneg evel Władysław II Jagiełło, ganet e Vilnius e 1351 (marteze ha da nebeutañ a-raok 1362) , ha marvet e 1434 e Gródek Jagielloński, a oa dug-meur Lituania eus 1377 betek 1392, ha roue Pologn adalek 1386 betek e varv.
Pagan e oa, hag e 1386 , pa oa 35 bloaz, e voe badezet hag anvet « Ladislas » pe « Vladislav » (poloneg Władysław Jagiełło) ha dilennet ivez da roue Polonia. Dimeziñ a reas d'an 18 a viz C'hwevrer 1386 e Kraków da Jadwiga Anjev, plac'h a 14 vloaz.
Bez e voe unan eus 24 den a ziazezas Urzh an Aerouant da zifenn ar gristeniezh ouzh an Durked.
Mab e oa da Algirdas (pe Olgierd), dug Lituania (1345-1377). En 1410 e voe trec'h Ladislas, gant e gevredidi lituaniat, ha gant Moldaved ha Tatared, war varc'heien an Urzh Teutonek en emgann Grunwald .
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Jogaila, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.