Ganet eo bet Jean Failler e Kemper d'ar 26 a viz C'hwevrer 1940, kalvez e dad ha kouezierez e vamm.
Goude bezañ tapet un testeni gouested war ar gontouriezh e oa aet da zibabour lizhiri er Post, da c'houde difraeer asurañsoù kent mont d'ober e goñje en Aljeria. Adalek 1962 e oa aet da vareour en embregerezh tiegezh savet gant e dud.
Ran gant al lennegezh e oa kroget da skrivañ pezhioù-c'hoari. Tapet eo bet priz ar skrivagnerien vreizhat gant e romant kentañ (L'ombre du Vétéran) e 1993. Krouet eo bet heuliad Mary Lester gantañ, un dudenn en deus skrivet 35 romant diwar he fenn betek-henn, e galleg nemetken.
Abalamour d'ar prosez savet da Jean Failler gant ur vaouez he doa kredet en em anavezout en unan eus tudennoù ar Renard des grèves, kontet e vez ar pemp tro-kaer war-lerc'h gant Mary Lester hec'h-unan.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Jean Failler, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses. ®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.