Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz

Gwalldaolioù a voe kaset da benn e Pariz d'an 13 a viz Du 2015, adalek serr-noz, gant tud eus ar Stad Islamek hervez a voe embannet gant pennoù an aozadur.

gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Pariz
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz
coordinated terrorist attack
Rann eussponterezh e Bro-C'hall, sponterezh islamek en Europa Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadPariz, Saint-Denis Kemmañ
Gwerzhid-eurCentral European Time Kemmañ
Daveennoù douaroniel Kemmañ
Deiziad13 Du 2015 Kemmañ
PerzhiadStad Islamour, Abdelhamid Abaaoud, Guillaume Barreau-Decherf, Christophe Lellouche Kemmañ
Abeg pennañIslamic extremism, foreign involvement in the Syrian civil war Kemmañ
Efed2015 Saint-Denis raid Kemmañ
Immediate cause ofReactions to the November 2015 Paris attacks Kemmañ
ArmamentAKM, Greunadenn (arm), explosive belt Kemmañ
Bukennsivil Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of November 2015 Paris attacks Kemmañ
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz
Lec'hiadur ar gwalldolioù

1 – 21:20, 21:30, 21:53 – Stade de France e Saint-Denis
2 – 21:25 – Le Carillon, e kroaz ar straedoù Alibert ha Bichat + Le petit Cambodge, straed Alibert
3 – 21:32 – La Bonne Bière, straed Faubourg-du-Temple + Casa Nostra, straed La Fontaine-au-Roi
4 – 21:40 – Le Bataclan, boulouard Voltaire
5 – 21:36 – La Belle Équipe, straed de Charonne
6 – 21:46 – Comptoir Voltaire, boulouard Voltaire
Steredennoù : tagadennoù-emlazh dre c'houriz-tarzh e trowardoioù ar Stade de France hag ar preti Comptoir Voltaire.

129 den a zo bet lazhet e-kerzh ar gwalldaolioù, 352 gloazet, 99 anezho o vezañ en arvar bras da vare an darvoudoù.

Dre an niver a dud lazhet ez eo ar gwalldaolioù gwashañ a zo bet e Bro-C'hall abaoe fin an Eil Brezel-bed.

20 tamallad, 6 anezho marvet e Siria bete-gouzout, zo barnet gant lez-asizoù a-ratozh Pariz adalek an 8 a viz Gwengolo 2021.

Tud lazhet dre vroadelezh

Notenn : an niver a vretoned n'eo ket anavezet.

Disorc'h d'an 20 a viz Du 2015
(renkadur dre an niver a gouzañverien)
Broadelezh Lazhet Gloazet Hollad
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Frañs 102 321 423
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Belgia 3 1 4
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Chile 3 0 3
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Portugal 3 0 3
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Roumania 2 2 4
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Mec'hiko 1 3
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Aljeria 2 0 2
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Alamagn 2 0 2
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Stadoù-Unanet 2 0 2
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Tunizia 2 0 2
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Venezuela 1 2 3
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Italia 1 2 3
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Spagn 1 1 2
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Maroko 1 2 3
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Sveden 1 1 2
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Senegal 1 0 1
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Rouantelezh-Unanet 1 0 1
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Serbia 0 7 7
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Izelvroioù 0 3 3
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Brazil 0 2 2
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Aostralia 0 1 1
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Aostria 0 1 1
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Sina 0 1 1
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Kolombia 0 1 1
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Iwerzhon 0 1 1
Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Suis 0 1 1
Holl vroadelezhioù kemmesket 130 351

Kemperzh

Miz Genver 2015 : ar vreudeur Kouachi hag Amedy Coulibaly, en anv ar strollad Al-Qaida e Yemen hag en hini ar Stad Islamek, o devoa aozet un heuliad gwalldaolioù hag a grogas gant al lazhadeg e sez ar gazetenn Charlie Hebdo hag a echuas gant tagadenn an Hyper Cacher, ur gourmarc'had yuzev. Seitek den a voe lazhet e-kerzh an argadennoù.

Arc'hadur

Listenn ar sponterien

Sportva Stade de France

  1. Bilal Hadfi, 20 vloaz
  2. Dianav
  3. Dianav

Straedoù

  1. Brahim Abdeslam, 31 bloaz
  2. Abdelhamid Abaaoud, 27 vloaz
  3. Dianav

Bataclan

  1. Omar Ismaël Mostefaï, 29 bloaz
  2. Samy Amimour, 28 vloaz
  3. Dianav

Tud klasket

  1. Salah Abdeslam, 26 vloaz
  2. Mohamed Abrini, 30 vloaz
  3. Dianav
  4. Dianav

Diarbennoù enep sponterezh

Steuñv Vigipirate :

Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz 
Steuñv Vigipirate - 13 a viz Du 2015
  • D'an 8 a viz Genver 2015, ar steuñv Vigipirate a oa bet lakaet el live « diwall gwalldaol » e Pariz, dre urzhioù ar pennmaodiern gall Manuel Valls.
  • D'an 12 a viz Genver 2015, Prezidant ar Republik, a zo e penn al luioù gall, a lakaas an oberiadur Sentinelle da dalvezout war an tiriad gall a-bezh evit talañ ouzh ar riskl a sponterezh ha difenn al lec'hioù arvarus dre ar vro. An oberiadur a gendalc'h hiziv-an-deiz c'hoazh.
  • Stad a reuziad : d'an 19 a viz Du 2015 e oa bet votet astenn ar stad a reuziad bet embannet gant ur C'huzul maodierned dreistordinal e-pad an nozvezh eus an 13 d'ar 14 a viz Du.
  • D'ar 16 a viz Kerzu 2015 ez eo bet embannet ul listenn gant rektorelezh Pariz hag ar prefeti evit talañ ouzh ar riskloù er skolioù. El listenn-se e kaver mennozhioù evel lakaat dorioù-surentez, kameriaoù.

Pray4Paris / PeaceForParis

Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz 
#PrayForParis
Lugan deveret diouzh hini Je suis Charlie
Kounlec'h en ur straed e Pariz d'an 19 a viz Du 2015

Un arouez liammet gant an hashtag #Pray4Paris (Pray for Paris, "Pedit evit Pariz") war Twitter zo bet krouet evit ma c'hellfe an dud diskouez pegen heuget e oant gant ar gwalldaolioù hag evit bezañ kengred gant ar c'houzañvidi hag ar bobl c'hall.
Al lugan Peace4Paris, gant ul logo savet gant ar Breton Jean Jullien, a zo bet implijet war ar rouedadoù sokial.

Kinkladurioù glas-gwenn-ruz

Ken spontet ez eo bet an dud dre ar bed ma'z eo bet kinklet monumantoù meur ar bed a-liv gant ar banniel gall.

Kounlidoù

Kounlid ar 27 a viz Du 2015

D'ar Gwener 27 a viz Du 2015 e voe ar c'hounlid ofisiel a-berzh ar Stad c'hall, unan broadel ha meur e porzh an Invalides.

Ar ganaouenn Quand on a que l'amour gant Jacques Brel a oa bet choazet evel kanaouenn-goun d'ar c'houzañvidi. Gant Yael Naïm, Camélia Jordana ha Nolwenn Leroy ez eo bet kanet.
Ur ganaouenn all a zo bet kanet, Perlimpinpin, savet gant Barbara.

Ar prezidant François Hollande en deus graet un disklêriadur e-pad 16 munutenn.

Enebadurioù ouzh ar c'hounlidoù

Lod tud e Bro-C'hall zo savet enep ar c'hounlidoù en enor da c'houzañvidi ar gwalldaolioù, ha pa vefe ar c'hounlid ofisiel e Pariz savet gant ar Stad c'hall pe ar vunutenn vut dre an tiriad gall.

Enebadur ouzh ar c'hounlid ofisiel

  • Lod familhoù ar c'houzañvidi zo bet heuget gant atoradur politikel ar gwalldaolioù ; lod all a sav a-enep al lid dre ma soñj dezho ez eo kablus ar Stad c'hall dre an diouer a enebiezh ouzh ar sponterien,.
  • Pascale Gruny, senedour ezel ar strollad politikel Les Républicains, a oa savet a-enep ar c'hounlid broadel dre ma soñj e oa kablus ar gouarnamant gall.

Enebadurioù ouzh ar vunutennad tav

Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Bro C'hall

  • Ur pomper a-vicher eus al Landes a nac'h ar vunutennad tav dre gredennoù personel. Riskl a ra 6 miz argaserezh.
  • E toull-bac'h Fresnes e oa bet huchet a-enep ar vunutennad tav gant prizonidi ; d'ar Gwener, goude klevet kaoz eus ar gwalldaolioù, lod prizonidi an toull-bac'h-se e oa savet joa enno Heñvel e oa c'hoarvezet hervez evezherien an toull-bac'h evit Gwalldaolioù Charlie Hebdo,.
  • E-kichen Toulouse dres a-raok ur c'hrogad mell-droad etre skipailhoù U19 Saint-Sulpice ha Bresse. Lod c'hoarierien eus skipailh Bresse ha savas a-enep ar vunutennad tav betek c'hoarzhin e-pad. E-pad ar match ez eus bet savet chikan war an dachenn. Ar skipailh a zo bet distrollet gant prezidant heuget ar c'hlub bihan,.

Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz  Alamagn

  • E Aue: D'an 21 a viz Du 2015 dres a-raok ar c'hrogad mell-droad etre skipailh Erzgebirge Aue hag hini an Dynamo Dresde ez eus bet huchadennoù e-pad ar vunutennad tav «Merkel muss weg!» (Brezhoneg: Merkel er-maez!), huchadennoù a-enep Angela Merkel huchet gant kantadoù a suporterien skipailh Dresden. War e seblant e vefe un ober gant izili ar strollad enep Islam Pegida.

Meuleudigezh d'ar gwalldaolioù

Meuleudigezh a oa bet graet d'ar gwalldaolioù gant izili ar Stad Islamek, o tiskleriañ e oa un doare veñjañs evit ar bombezennoù stlapet gant ar Frañs war douaroù ar c'halifat (Siria, Irak).

Lod tud all er Frañs o deus bet savet meuleudigezh d'ar gwalldaolioù, diaes eo gouzout hag a-du int gant ar Stad islamek pe ma z'int tud sot:

  • 14 a viz Du 2015: « Traoù plijus a zo o tremen e Pariz; 120, n'eo ket trawalc'h. » komzoù ur prizoniad e toull-bac'h Bapaume.
  • 8 a viz Kerzu 2015: Un den a orin eus Tolosa o tiskler war Twitter ez eo "hollgaer" gwalldaolioù Pariz, kondaonet eo da 2 vloaz toull-bac'h.
  • 11 a viz Genver 2016: Ul lisead eus Caen en devoa skrivet 70 pajenn Twitter meulgan d'ar Stad Islamek hag evit gwalldaolioù Pariz "Fuzuilhadenn e Pariz, c'hoarzhadenn a-strak" kondaonet eo da 2 vloaz toull-bac'h.

Gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 ha Wikipedia

Pa grogas an heuliad gwalldaolioù e Pariz e oa chomet amsklaer evit ar media ha nerzhioù surentez ar Stad c'hall hag ur fuzuilhadenn hailhoned e oa, pe gwalldaolioù sevenet gant sponterien.
Ar media a grogas da gomz eus ur fuzuilhadenn da 21:51 , ur bajenn Wikipedia gall a zo krouet da 22:00. Peder gwech e voe kemmet etre 22:00 ha 22:04. A-feur ma oa anatoc'h-anatañ e oa un heuliad gwalldaolioù e oa bet bouetet ar bajenn, ar pezh a lakaas Wikipedia da skrivañ istor ar gwalladaolioù e Pariz e-pad ma oant o vezañ sevenet.

Mojennoù tro-dro d'ar gwalldaolioù

    An trafikerien dramm harozed

Ur vojenn a zo savet adal lec'hiennoù spagnolek : tri zrafiker dramm o dije muntret sponterien hag a oa o vont da gemer perzh e tagadenn 13 a viz Du 2015. Adkemeret war Facebook hag al lec'hienn vroadelour c'hall Resistance Republicaine, an istor a zo ur vojenn krouet penn-da-benn.

    Zouheir, an evezhier haroz ar sportva Stade de France

Zouheir, un evezhier er Stade de France a orin arab ha muzulmat; en dije harzet ar sponterien a oa o klask dont tre er savadur. Ur vojenn ez eo an istor-se, krouet war Twitter gant ur vaouez amerikan he deus treuzkomprenet ur pennad en ur gazetenn.

    Ar viruz « On est tous Paris »

Ur chadenn posteloù zo o vont gant e hent, o tisklêriañ e vije ur viruz o tont gant ur postel anvet « On est tous Paris » hag ez eo arabat e zigeriñ rak ur viruz a vije e-barzh.

    Barrad joa e Gaza

E Gaza, pa erruas ar c'heloù eus gwalldaolioù Pariz, e vije bet ur barrad joa ; poltredoù a ziskouezas tud Gaza laouen-sot. Ur vojenn all eo : kalz koshoc'h eo ar poltedoù, pa ziskouzont levenez tud Gaza a-c'houde un arsav-brezel etre an Hamas hag Israel.

    Tan e Calais er "Janglenn"

E kamp ar "Janglenn" e Calais e vije bet plantet tan evit veñjiñ gouzañvidi tagadennoù Pariz. Ur vojenn eo, un tan-gwall e oa e gwirionez.

Tro-dro d'ar gwalldaolioù

Un Humble Bundle a oa bet savet a-benn sikour gouzañverien Gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Pariz. Anv ar Bundle a oa Humble Bundle GiveForFrance , an embregerezh e-liamm a oa Focus Home interactive,.

Notennoù ha daveennoù

Tags:

Gwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz Tud lazhet dre vroadelezhGwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz KemperzhGwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz ArchadurGwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz Diarbennoù enep sponterezhGwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz Pray4Paris PeaceForParisGwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz Kinkladurioù glas-gwenn-ruzGwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz Enebadurioù ouzh ar chounlidoùGwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz Meuleudigezh dar gwalldaolioùGwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz Gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 ha WikipediaGwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz Mojennoù tro-dro dar gwalldaolioùGwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz Tro-dro dar gwalldaolioùGwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz Notennoù ha daveennoùGwalldaolioù An 13 A Viz Du 2015 E Pariz13 a viz Du2015BataclanFuzuilhParizSaint-DenisStad Islamek

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

BronnGalizegShōnenPieter de HoochGrândola, Vila MorenaYezhEnez VreizhPriñs Albert tu-ginTimbroù dre rummadJekoKarr-tanEil Brezel-bedOfiserien-Veur Dugelezh BreizhFrancisco de GoyaISO 8601BrezhonegColt M1911LFECharlez II (Bro-Saoz)Impalaeriezh SvedenSkramm strinkennoù liñvelSydneyRobin HobbSkej1añ MezhevenNoricumCascading Style Sheets1654LMoukDiwanPaskKerfodRannvro BreizhMor BreizhKatalanegJapanChesten MarchantKalifiezh an OmeiadedRoll Faraoned EgiptDugelezh BreizhRusiaFouzhlec'hRoll ar melestradurezhioù o deus embannet timbroùMontroulezAdolf HitlerDaouzek labour AsteriksWorld Wide Web ConsortiumDispac'h ar JenoflFelix Baumgartner2024Lec'hiennDonald TrumpSigeberht WessexSomalilandSoukotLandregerKongoMalaysiaArabia SaoudatTi ar C'humunioù (Rouantelezh-Unanet)KomunouriezhSonerezh elektronekBangladeshYouTubeNovritschGwarezva Arabia ar SuBrandenburgFranklin Delano RooseveltAmpechDanmark🡆 More