Frida Kahlo

Frida Kahlo (1907-1954) a oa ul livourez eus Mec'hiko, brudet he fried Diego Rivera, hag he darempred gant ar politikour Lyev Trotsky.

Frida Kahlo
Frida Kahlo
Frida Kahlo
Frida Kahlo gant he fried Diego Rivera, e 1932

He buhez

Magdalena Carmen Frida Kahlo y Calderón zo ganet e Coyoacán, er c'hreisteiz da Gêr-Vec'hiko, d'ar 6 a viz Gouhere 1907. Daoust da se e lavare Frida bezañ ganet en 1910, er bloavezh ma krogas an Dispac'h Mec'hikan, dre ma felle dezhi e vije kroget he buhez gant hini ur Mec'hiko modern.

Kement se n'eo nemet ur skouer eus he fersonelezh, plac'h a benn ha dizalc'h, enebet ouzh an urzh kevredigezhel, ha war un dro lorc'h enni gant he sevenadur mec'hikan, enebet ouzh an doareoù stadunanat o vont war-raok.

Trede merc'h Guillermo Kahlo, a orin alaman, ha Matilde Calderón González e oa.

He zud

He mamm, livourez a vicher, anavezet evel "El condabrebbra", a oa ganet e Kêr-Vec'hiko (1876-1932). Merc'h e oa da Isabel González y González ha da Antonio Calderón, luc'hskeudenner a orin indian.

Tad Frida, Wilhelm Kahlo (1872-1941), mab d'an orfebour Jakob Heinrich Kahlo hag Henriette Kaufmann, a oa ganet e Pforzheim, e-kichen Baden-Baden, en Alamagn. A-hervez e oant bourc'hizien eus ar c'hornad, ha luterianed. Koulskoude e vez lavaret alies e oa yuzev tad Frida, a orin eus Oradea en Roumania. D'he 19 vloaz e voe roet arc'hant dezhañ da vont da Vro-Mec'hiko e 1891. Spagnolekaat a eure e anv-badez, gounit e vuhez o labourat er stalioù evel implijad. Pa varvas e wreg kentañ digantañ e timezas da Matilde Calderón en 1898 hag e teskas ar vicher luc'hskeudenner gant e dad-kaer.

Buhez Frida

Dimeziñ a reas da Diego Rivera d'an 21 a viz Eost 1929. Dizimeziñ a rejont e 1939.

Film

  • Frida e 2002.

Pennadoù kar

Notennoù ha daveennoù

Liammoù diavaez


Frida Kahlo 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Pennadoù a bep seurt

Filmoù

Mirdioù , diskouezadegoù

Tags:

Frida Kahlo He buhezFrida Kahlo He zudFrida Kahlo Buhez FridaFrida Kahlo FilmFrida Kahlo Pennadoù karFrida Kahlo Notennoù ha daveennoùFrida Kahlo Liammoù diavaezFrida KahloDiego RiveraLyev TrotskyMec'hiko

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Yuzev-portugalegIwerzhonEnez VreizhJohnny DeppKazanKelornShōnenMor-BihanSkol-veur AberystwythKontelezh EssexPerroz-GiregMor ArabiaOblast MoskovSav-bronnoù1654Richarzh Iañ (Bro-Saoz)Bro Gwiniegi Naoned1509Bilhed-bankKempervenUTCBloavezhioù 2020AostraliaBronnSanta Maria del FioreAescwine EssexKalifiezh an OmeiadedKerzuSkritur taiekYuzev-ChirazegSophia Charlotte von Platen-HallermundBadalonaFrañsez JaffrennouTurkmenistanReter SussexAmpechKib vell-droad ar bed 2006SpesadDihunWapitiBianca de' MediciBarack ObamaDans le Lit, le BaiserLec'hienn16291999SiriegWiki CommonsBill ClintonSaratovSaezhOrator Sant C'hiregHoratio NelsonHans Baur1676KerbêrKenrouedadKerorgenTwitterSandra BullockGoogleMontanaSlovakiaPatrick Le BescoKonk-LeonAdolf HitlerDanmarkMarcos🡆 More