François-René De Chateaubriand: Skrivagner gallek eus Sant-Maloù

Ur skrivagner hag ur politikour brezhon ha gall eo François-René de Chateaubriand.

Bet ganet e Sant-Maloù e 1768 ha marvet e 1848 e Pariz, e dad, e familh liammet da hini Kastell-Briant, unan eus ar re goshañ e Breizh a oa kont Komborn hag e kastell ar gêr-mañ ez eas an tiegezh da chom e 1777. Pinvidik a-walc'h e oa an tad dre ober kenwerzh war borzh Sant-Maloù.

François-René De Chateaubriand: Bugaleaj, Buhez milourel hag harlu, Berzh ar politikour hag ar skrivagner
François-René de Chateaubriand livet gant Anne-Louis Girodet-Trioson, deroù an XIXvet kantved

Bugaleaj

Kontet en deu-s François-René e vugaleaj en ur c'hastell kozh ha yen. Chom a rae en e unan eurvezioù-pad ha ne oa nemet e c'hoar yaouankañ, Lucie evit pourmen en domani asamblez. Ijinet en doa un dudenn faltazi, ur c'hoant a blac'h, ar Silfidenn, an hini nemeti prest evit selaou ouzh an huñvreoù a vage ar c'hrennard e dizarempred.

P'eo ar romantelezh liammet gant santimantoù an diaes e vez gwelet Chateaubriand evel tad al luskad lennegel a vo o flodiñ er bloavezhioù 1830.

Buhez milourel hag harlu

Broudet gant klask an avantur ha ar gloar en em ouestlas el u gall pa oa 18 hag anvet e oa evel isletanant e rejimant Navarr. Treuziñ a reas ar meurvor evit mont da Norzhamerika e 1791. Goude e dimezi, ar bloaz war-lerc'h, ez eas e-barzh Lu an Divroidi a glaske herzel an Dispac'h gall ha lakaat ar roue gall war e dron en-dro. Gloazet eo bet e-pad sez Thionville e 1793 ha mont a reas da Londrez, paour-kenañ. Klask a reas gounid brud hag arc'hant dre al lennegezh ha skrivañ a reas Essai historique, politique et moral sur les révolutions considérées dans leurs rapports avec la Révolution française (Arnodskrid istorel, politikel ha kelennadurel war an dispac'hoù e-keñver an Dispac'h gall).

Berzh ar politikour hag ar skrivagner

Dont a reas e Bro-C'hall en-dro pa veze siouloc'h ar vuhez politikel dindan ar Goñsuliezh. Anvet evel sekretour-kannati e kannati Roma e talc'h da skrivañ hervez ar modoù-spered nevez. Berzh a reas gant romantoù awenet gant e darempredoù gant an Indianed e Norzhamerika (Atala, 1801; les Natchez, 1826) pe romantoù war ar verzherien kristen (ar Verzherien, 1809). E arnodskrid, le Génie du Christianisme (Dreist-ijin ar Gristeniezh) en doa tapet ur vrud dibar pa oa bet embannet en deiz ma vo anavezet an Emglev etre ar Republik gall hag ar Sant-Sez e 1802.

Ken strafuilhet e voe gant skrapadenn ha lazhadenn dug a Enghien e roas e zilez eus e garg e kannati Roma e 1804. Priziet evel ur rouelour kerreizh e voe degemeret en Akademiezh c'hall e 1811 hag e labouras gant gouarnamant an Adsavidigezh e 1815. E 1822 e oe anvet evel kannad e Breizh-Veur hag Ministr an Diavaez eus 1822 betek 1824.

Ne brizias ket Dispac'h 1830 hag ar roue nevez, Fulup a Orléans, rak e kave gwelloc'h labourat gant lignez ar Vourboned, da lavaret eo, souten mab yaouank dalif an dug a Verri, Herri V a Vro-C'hall pelloc'h.

Diaraoger ar romantelezh

Ul levezon bras en deus François-René de Chateaubriand el lennegezh. Skrivañ a reas Théophile Gautier en doa "adsavet an iliz-veur gotek, dibrennet an Natur bras hag ijinet ar velkoni vodern". Liammet en deus an ijin hag ar santidigezh, met eztaolet en deus penaos e c'helle chom en ur bed goullo pa oa leun e spered hag e galon.

Oberennoù

François-René De Chateaubriand: Bugaleaj, Buhez milourel hag harlu, Berzh ar politikour hag ar skrivagner 
Itinéraire de Paris à Jérusalem et de Jérusalem à Paris, 1821
  • 1797 - Essai historique, politique et moral sur les révolutions...
  • 1801 - Atala, romant (embannet asamblez gant René)
  • 1802 - Le Génie du Christianisme
  • 1809 - Les Martyrs, romant
  • 1826 - Les aventures du dernier Abencérage
  • 1826 - Les Natchez
  • 1827 - Voyage en Amérique
  • 1831 - Études historiques
  • 1844 - Vie de rancé
  • 1848 - Mémoires d'outre-tombe



François-René De Chateaubriand: Bugaleaj, Buhez milourel hag harlu, Berzh ar politikour hag ar skrivagner 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

François-René De Chateaubriand BugaleajFrançois-René De Chateaubriand Buhez milourel hag harluFrançois-René De Chateaubriand Berzh ar politikour hag ar skrivagnerFrançois-René De Chateaubriand Diaraoger ar romantelezhFrançois-René De Chateaubriand OberennoùFrançois-René De Chateaubriand176817771848Kastell KombornParizSant-MaloùTiegezh

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

TehranLesya UkrayinkaWiki CommonsPistolennLannuonBrezel dieubidigezh ar Stadoù UnanetLesley-Ann BrandtKaorelKarl CarstensKempervenYezhoù keltiekVulnerant omnes, ultima necatEil brezel ar VoerenLiger-AtlantelIIIe kantvedOfiserien-Veur Dugelezh BreizhWikipediaRann-eurAlaman6 EostKensonenn kevig dre dostaatGlasBeg ar vronnEoul-maenBannielPatrick TambayMe zo ganet e-kreiz ar mor1377AourJakez RiouGwrac'hig-an-drezKunilingusEil Brezel-bedDiodoros SikiliaUkrainaShōnen Jump+A (lizherenn)TadjikistanParizZeusIsabel SarliTania MalletRihannaSpered Santel1924NoutMata HariMoskovVicenzaWattSaoznegWiki FoundationBelarusKlausen (Sutirol)HinRouantelezh Bro-C'hallLizherenneg fonetik etrebroadel evit ar saoznegAdverbEmgannAstatKristin ChenowethBangladesh21 DuHigh Heel HomicideRapunzelSingapourXVIvet kantvedMahomedOmar Sy🡆 More