Emgann Singapour

Emgann Singapour, pe Kemeridigezh Singapour, a oa c'hoarvezet e gevred Azia e-kerzh Brezel ar Meurvor Habask, pa oa bet aloubet gant nerzhioù lu Impalaeriezh Japan lec'h-kreñv Singapour lesanvet Gibraltar of the East.

Singapour a oa un diazez saoz milourel hag ekonomikel en Azia hag ar c'holl anezhañ a oa bet un taol penn-bazh evit ar Rouantelezh-Unanet. Sañset e oa bezañ al lec'h difenn pennañ er zonenn evit talañ ouzh argadennoù Impalaeriezh Japan. Ar stourm e Singapour a oa padet eus an 8 betek ar 18 a viz C'hwevrer 1942. An trec'h japanat a oa bet peurglok. Kemeret e oa Singapour ganto, hag ouzhpenn-se he doa ranket ar Rouentelezh-Unanet kodianañ gant Japaniz en doare gwashañ a oa bet biskoazh en he istor.

Emgann Singapour
Kodianidigezh Singapour. Letanant-Jeneral Arthur Ernest Percival (a-zehoù), o heuliañ Ichiji Sugita. Emaint o vont da sinañ akta kodianañ an holl nerzhio lu kevredet e Singapour, d'ar 15 a viz C'hwevrer 1942.
Emgann Singapour
Tankoù Type 97 Chi-Ha ar 1añ divizion hobregonet e Singapour

Chomet eo kêr en Impaleriezh Japan betek fin ar brezel. En holl e oa bet lazhet 1714 den ha gloazet 3378 gant lu impalaeriezh Japan. E tu an Impalaeriezh vreizhveuriat e oa bet war-dro 5000 den lazhet pe gloazet ha 80 000 den a oa bet prizoniet.

Emgann Singapour
Soudarded eus ar Rejimant Suffolk dindan evezh soudarded Japan
Emgann Singapour
Soudarded japanat o fuzuilhañ soudarded Sikh.

Tags:

18 a viz C'hwevrer1942Brezel ar Meurvor Habask (1937-1945)Impalaeriezh Japan

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

UsenetStadoù-Unanet AmerikaSkramm strinkennoù liñvelTwitterPatagonia Arc'hantinaAmber HeardGopr hollvedelDugelezh BreizhDour-beuzKêriadennBrezelEvn2024Pedro SánchezPantaleoneCynewulf WessexOblast MoskovFriedrich Engelsi2ta8Carl Friedrich GaussVladimir PoutinAostraliaElzas-LorenSomalilandEl Niño1añ MezhevenJorjiaNaonedUnaniezh EuropaPatrick Le BescoArvorigRicharzh Iañ (Bro-Saoz)1676Grândola, Vila MorenaBronnVincent van GoghKergrist-MoeloùFrañsez Iañ (Bro-C'hall)Divaskell BreizhFellasionFelix BaumgartnerKarantezLec'hiennBilhed-bankCerdic eus WessexISBNYezhBrexitDaouzek labour AsteriksReizhSkritur taiekCascading Style SheetsWilliam III18 GwengoloBro Gwiniegi NaonedKastell-PaolGustav II AdolfDonald TrumpYuzev-portugalegYouTubeAziaKalifiezh an OmeiadedLennegezh vrezhonek kolletRoll Faraoned EgiptFrancisco de GoyaFrazenn gevrennek liesrann🡆 More