Gwrac'h Cutty-Sark

Cutty sark zo un anv skotek a veze graet en XVIIIvet kantved eus un hiviz verr.

Diwar-se eo "Cutty-sark" al lesanv graet ouzh Nannie, ur vaouez krouet gant Robert Burns en e varzhoneg Tam o' Shanter, abalamour d'he dilhad. Goude se e voe roet an anv-se d'al lestr Cutty Sark.

Gerdarzh

Cutty pe cuttie (ur verrdro diwar cuttit, eus ar ger krennsaoznek cutte, kutte, cute, hag a dalveze divalav) a dalvez "berr". Sark pe serk (eus ar ger hensaoznek serc; serk e norseg) a zo un hiviz. Kentañ meneg eus an droienn cutty sark zo bet gant Dougal Graham war-dro 1779, bloavezh e varv: "A cutty sark of guide harn sheet, My mitter he pe spin, mattam."

Ur goantenn a wrac'h

Er varzhoneg "Tam o' Shanter", skrivet gant Robert Burns e 1791 ez eus kaoz eus Tam, ur paotr mezv war e varc'h, o tistreiñ d'ar gêr da noz, hag o tegouezhout en ur abadenn ceilidh kaset en-dro gant ar gwrac'hed. E-touez ar re-se ez eus ur goantenn anvet Nannie (evel Naig e brezhoneg, diwar Anna) "ae winsome wench and wawlie" (linenn 164). Gwisket eo gant un harn (lienenn) sark (hiviz-noz) a oa mat dezhi pa oa bugel hag a zo deuet da vout re verr bremañ:

    Her cutty sark, o' Paisley harn,
    That while a lassie she had worn,
    In longtitude tho' sorely scanty,
    It was her best, and she was vauntie.
    Ah! little kend thy reverend grannie
    That sark she coft for her wee Nannie
    Wi' twa pund Scots ('twas a' her riches)
    Wad ever graced a dance of witches!

Notennoù

Tags:

HivizSkotekXVIIIvet kantved

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

JekoKembraegPaul AvrilCarles PuigdemontVogalenn damzigor greiz rontNaouegezh alvezelYezhoù romanekSymkariaToullañ goloenn an elligRamadanWikimediaLinuxCyriacus RomaCreative CommonsAmzerAdolphe SaxGwener (doueez)MaeSaozListenn glok kodoù ISO 639-1AntropologiezhBarrMenez Mikael ar MorArteMor GalileaBeskennManavImpalaeriezh romanSierra Leone1966PabGeofizikRoazhonMynydd LlysiauLuteriegezhBretonedGallegSan Diego (Kalifornia)LatvegRoue ArzhurTommadur ar blanedennRannvroioù Bro-C'hallCentre-Val de LoirePlantBaltimore1940Horolaj-heolErotegezhParti Socialiste (Frañs)1923Darempred revKensonenn tro-gil a-gostez dre stlakatBrazilDeilRuzenn gilbleg divouezh2005Kensonenn drekstaon dre strakalISOMarevezh hellenadekGresianeg PontosKleopatra VII4AndaouelezhXXvet kantvedNoazhdedHarz83Vogalenn digor a-raok rontArsailhadeg Cartagena (1697)Kernev-Veur1730North EastNepal🡆 More