Currywurst

Currywurst (silzigenn gant curry) a zo ur meuz fonnus arouezus eus Alamagn, ha dreist-holl eus Berlin.

Daou seurt silzig a c'haller lakaat ennañ : Brühwurst pe Bratwurst. Servijet e vez gant ketchup, curry, fritez hag un tamm bara bihan, anvet Brötchen en alamaneg. An dud a zebr anezhañ da greisteiz pe da noz, war o sav peurliesañ.

Currywurst
Currywurst

War a ouezer eo bet krouet goude an Eil Brezel Bed gant Herta Heuwer (30 a viz Even 1913 e Königsberg - 3 a viz Gouere 1999 e Berlin) : e-keit ma oa o c'hortoz pratikoù en he stal silzig e Charlottenburg, d'ar 4 a viz Gwengolo 1949, e krogas da veskañ a bep seurt traoù, betek ma kroufe ar c'hurrywurst. Hervez lod all e vefe bet krouet dre zegouezh gant perc'henn ur stal silzig en Essen, pa laoskas curry da gouezhañ en ur podad ketchup. En e romant anvet Die Entdeckung der Currywurst (Dizoloadenn ar c'hurrywurst) e lavar ar skrivagner Uwe Timm e vefe bet ijinet e 1947 e Hamburg gant un dudenn krouet gantañ hag anvet Lena Brücker.

Currywurst
Konnopke’s Imbiss e Schönhauser Allee

Hervez ur bern tud e kaver currywurst gwellañ Berlin e stal Konnopke’s Imbiss e Schönhauser Allee, hag alies e ranker gortoz pell a-raok bezañ servijet.


Liamm diavaez

Tags:

AlamagnBerlinCurryFritezSilzig

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

ParchBreujoù BreizhMykelti Williamson1963Brean melenDenRoue ArzhurBrezhonegDeiziadur hebraekFührerbunkerLatinNattergalenArdamezeg familhoù BreizhMarcus Tullius CiceroFellasionThe Times of IndiaHarzKensonenn teod-gweuzHeolEcchiGazKazhmell-dorn2 C'hwevrerKubaSavinhac (Avairon)WikiSusanne AlbrechtEil milvedLineg ruzEzañs IndiaRuzenn gostez staon divouezhRevrfouzherezhT9 GouereClaudius IISevenadurGer kevrennekKoad ar PerzhFemme fataleSul (deiz)AmzerISO20091940An Dasson-76JekoManavMac'hagnerezh reizhel benelKensonenn gilblegHorolaj-heolNaouegezh alvezelAloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022OselotSan Diego (Kalifornia)AljerNaonedUkrainaRamadanDe Bello Gallico36Alamagn7Hermine de Nantes AtlantiqueKardinalBarnedigezh SalomonLatvegGrell voutinDarempred revMontenegro2014Adolphe SaxBlue Öyster CultLviv🡆 More