Cottbus (Chóśebuz pe Choćebuz e sorabeg) zo ur gêr e stad Brandenburg, e reter Alamagn.
Emañ war lez ar stêr Spree. Enni ez eus ouzhpenn 100 000 annezad (102 091 e dibenn 2010). Ur skol-veur zo e Cottbus.
Annezet eo al lec'h abaoe an Xvet kantved, abaoe ar mare ma voe savet ur c'hastell gant Sorabed war un enezennig e-kreiz ar stêr Spree. En XIIIvet kantved e erruas alamanegerien en tolead d'ober o annez. E 1462 e voe staget ouzh Margraviezh Brandenburg hag e 1701 ouzh Rouantelezh Prusia. Ar vro tro-dro, a oa e Rouantelezh Saks betek neuze, a voe lezet gant Prusia ivez e 1815.
Unan eus kêrioù-penn ar Sorabed eo Cottbus, gant Bautzen. Ur skol eil derez e sorabeg zo hag e-leizh a banelloù sorabek a weler e kêr, daoust ma ne glever ket kalz tud o komz ar yezh.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Cottbus, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.