Caspar David Friedrich

Caspar David Friedrich (Greifswald, Pomerania svedat, 5 a viz Gwengolo 1774 - Dresden, 7 a viz Mae 1840), a zo unan eus arzourien romantel bennañ Alamagn en XIXvet kantved.

Caspar David Friedrich
Emboltred savet war-dro 1810

E vuhez

Ganet e voe Caspar David Friedrich d'ar 5 a viz Gwengolo 1774 e Greifswald. Merket e voe e spered gant marv kerent-tost etre 1781 ha 1791 : da seizh vloaz, e 1781, e kollas e vamm hag e c'hoar Elisabeth ; e 1787 en em veuzas e vreur Johann Christoffer er Mor Baltek hag e 1791 e varvas e c'hoar Maria. Kement-se a levezonas e arz ma weler div zodenn : ar marv hag an natur.
Adal 1794 e krogas da dresañ hag e-pad pevar bloaz e studias en Akademiezh Roueel arzoù-kaer Danmark e Kopenhagen dindan kelennerezh al livourien Jens Juel (1745-1802) ha Nicolai Abildgaard (1743-1809).

E Dresden

E 1798 ez eas d'en em staliañ e Dresden, kêr-benn Sachsen, hag eno e voe ezel eus ur c'helc'h arzourien ha skrivagnerien levezonet gant ar romantelezh. Eno ivez edo Ludwig Tieck (1773-1853) o chom, hag eno ivez eo bet Goethe, August Wilhelm Schlegel (1767-1875) hag e vreur Friedrich Schlegel (1772-1829), Johann Gottlieb Fichte (1762-1814), Friedrich Wilhelm Joseph Schelling (1775-1854) ha Novalis (1772-1801) o chom.
En e dresadennoù kentañ e weler dodennoù a gaver en-dro en e oberenn : traezhennoù meinek, plaenennoù ha lanneier, menezioù difin ha gwez o sevel war-du an oabl.
E 1807 e krogas da eoullivañ. Heverk eo e zoare er Groaz war ar menez (1808, Staatliche Kunstsammlungen, Dresden). Pellaat a reas diouzh an arouezierezh relijiel ordinal evit livañ ar maezioù ; ar C'hrist war ar groaz a weler eus diadreñv, an heol o vont da guzh a-drek ar menezioù.

Livadurioù

Tags:

177418405 a viz Gwengolo7 a viz MaeAlamagnDresdenGreifswaldRomantelezhXIXvet kantved

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

HensaoznegPerouChatelWessexGiovanni PascoliAndrés BelloBrezel diabarzh SpagnBrexitMetropol LyonWiki CommonsGeorg Wilhelm Friedrich HegelWikipediaEnez Ozhac'hMorhoc'hKemper Kerfeunteun Football KlubC'hoarioù Olimpek goañv 2014SruighleaJorjiaTresadennoù-bevVaranHirder kensonennelBournemouthSanta Fe (New Mexico)IndiaRoll Rouaned ha Duged BreizhKarbalaKevre ar BroadoùEskobHenegipt292HenamzerNitrogenDouenwennIndoneziaGwened Olimpek KlubMoger HadrianStadegouriezhGwreskanvDeventerDegemerEgiptErotegezhFootball Klub NaonedDilennadeg prezidant Stadoù-Unanet Amerika e 2020Gouennlazh an AsirianedGoogleKleizSaoznegYar (evn)Radio Free EuropeGeorge IIMenez GwennGenoù (korf)NissoriaNico RosbergHarry Nelson PillsburyMetro-Goldwyn-MayerStudioù klaselLazhadegoù ar foibeEdouarzh Iañ (Bro-Saoz)SvedenKimiezhJakez II (Bro-Saoz)Tadoù diazezerien Stadoù-Unanet Amerika14 DuLeonor FoixRostrenennLiñs rousUnicodeBrezelioù ar Relijion (Bro-C'hall)Dentouriezh🡆 More