Angled

An Angled a oa ur bobl c’herman gozh, a oa o vevañ e deroù ar milved kentañ war ribl mervent ar Mor Baltel, er pezh zo Schleswig bremañ.

Angled
An Angled e Bro-Saoz, war-dro ar bloavezh 600.

Al latin Anglii eo ar c'hoshañ stumm anavezet eus o anv a gaver e Germania, oberenn Tacitus.

Mont da Enez Vreizh

Er Vvet kantved ez ejont, a-gevret gant pobloù german all, Saksoned ha Juted, da aloubiñ su ha reter Enez Vreizh, dilezet gant armeoù an Impalaeriezh roman. Pobloù orin an enezenn, ar Vrezhoned, a stourmas ouzh an alouberien nevez-se hag anv a reer eus ar stourm-se en istor ar Roue Arzhur. Trec’h e voe ar C’hermaned avat ha gant an Angled e voe trevadennet douaroù a zeuas da vezañ rouantelezhioù Bernikia, Mercia, East Anglia ha Northumbria. Pennoù ar rouantelezhioù bihan-se a rae brezel an eil d’egile, betek ar bloavezh 600, pa voe kemeret e greñv war ar re all gant Æthelfrith Northumbria. Gant e vab Oswiu (pe "Oswig" pe "Oswy") e voe astennet domani an Angled betek Mor Iwerzhon ha rannet evel-se Brezhoned Kembre diouzh re an Hanternoz (Rheged ha Strat Clut).

Dont a reas "bro an Angled" da vezañ anvet Anglia e latin, hag Engla-lond en hensaozneg, un anv a zo aet da England e saozneg bremañ hag a zo orin anv Bro-Saoz e meur a yezh (Angleterre e galleg pe Inglaterra e spagnoleg).

Treiñ da gristenien

Treiñ a reas an Angled ouzh ar relijion gristen da-heul misionoù Aogustin Canterbury, kaset gant ar pab Gregor Iañ. D’ar mare-se ivez e voe dilezet ganto ar skrivañ gant runoù ha degemeret ganto al lizherenneg latin. Hogen an Angled n’o deus ket lezet war o lerc’h kalz skridoù en o yezh, kalz nebeutoc’h eget ar Saksoned.

Unaniezh ar Saksoned hag an Angled

Aotrouniezh Northumbria war an holl vroioù poblet gant Angled a voe fin dezhi e 685. Rouantelezh Mercia e voe neuze ar galloud pennañ e bro an Angled. Renet e oa neuze gant ar roue Offa. E dibenn ar VIIvet kantved e teuas ar rouantelezhioù sakson, e kreisteiz an enezenn da vezañ galloudusoc’h-galloudusañ ha lakaet e voe an Angled da sujañ gant ar roue Egbert Wessex, a aloubas, da gentañ Mercia, da eil Anglia ar Reter ha, diwezhatoc’h, Northumbria. Diwar neuze e komzer eus « Saozon » evit hollad an Angled hag ar Saksoned.

Tags:

Mor Baltel

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

PornografiezhDentouriezhNiveradur arabekDavid CameronFellasionViruzStockholmJedoniezhCosenzaStadegouriezhYonaLeonor FoixArgemmvac'hennMuzelloù bihanBleaz SebasteiaUzelBanniel KanadaHouarnWilhelm HabsburgKimeraKib vell-droad ar bed 1962KozakedMor Su SinaHenc'hresOpenAIVogalenn damserr a-dreñv rontHenry FordLoeiz IV, roue ar FrankedMaliSalsomaggiore TermeMarevezh hellenadekWiki CommonsEnez an TrocaderoYann-Vari Perrot698Théodore Hersart de La VillemarquéTreuzjenerezhUrMagdalena zur LippeUnaniezh EuropaAozadur ar Broioù a Ezporzh PetrolTransmission Control ProtocolOdoardo II FarneseTi-plouz20 GenverGladdalc'helezhPakistanStyx (loarenn)LindonKevredidi an Eil Brezel-bedIgor StravinskiyDeventer5 GenverArapiles (Salamanca)22 MezhevenGwadYouTubeTel AvivNitrogenBrezel diabarzh SpagnKib vell-droad ar bed 1982Horatio NelsonJoe Biden🡆 More