Ambroaz Milano

Aurelius Ambrosius pe Ambroaz Milano (340-397), a oa eskob Mediolanum (Milano hiziv) adal 374 betek 397, bloavezh e varv, hag unan eus Tadoù an Iliz latin, pe Doktored an Iliz.

Brudet eo evel skrivagner, barzh, lenner oberennoù Cicero ha re an Tadoù gresian, a adkemeras o doareoù da jubenniñ an alegoriennoù.

Ambroaz Milano
Ambroaz Milano, Tad an Iliz. Marelladur en Iliz-veur Milano, en Italia.
Ambroaz Milano
Anthonis van Dyck, Ambroaz Milano hag an impalaer Teodoz, XVIIvet kantved

Istor

Ganet e vije Ambrosius e Trier e 340 (etre 333 ha 341. cf M. Testard, p. 9). Mab e oa da Ambrosius, prefed pretordi Galia (337 ? 340 ?) , prefed Roma, eus ar gens Aurelia. Uhelgargiad e teuas da vout ivez e melestradurezh an impalaeriezh roman gant mab henañ Constantin.

War dro 365, e oa prefed Italia Illiria, e Sirmium, gant e vreur.

Prefed ar pretordi e 368.

Consularis, gouarnour Liguria hag Emilia, war dro 370

Anvet e voe da eskob Milano, sur-awalc'h e miz Here 373, gant ar bobl daoust m'edo c'hoazh e-touez ar gatekizidi. E helavarded a lakaas neuze e servij an Aviel. Prederiet e oa gant aozidigezh al liderezh kristen, ar werc'hted kensakret, ar reizhded war an dachenn sokial, ha gant frankiz an Iliz e-tal galloud an impalaer.

Stourm a reas ouzh an arianegezh. Kenderv e oa d'ar senedour Quintus Aurelius Symmaque, prefed Roma. Enep dezhañ e skrivas Ambroaz da zifenn ar gristeniezh pa fellas d'ar prefed adsevel an Aoter da Victoria.

Lidet e vez evel sant d'ar 7 a viz Kerzu.

Skridoù

  • De uirginibus (3 levr), e koun e c'hoar Marcellina, gwerc'hez, aet da Anaon e 378.
  • De officiis, en enor ar varzhed, hag en o-zoue Virgilius ha Cicero

Pennadoù kar

Levrlennadur

  • Paulin de Milan : Vie d'Ambroise.
  • Maurice Testard : Saint Ambroise. Les Devoirs. Introduction. Livre I. Belles Lettres. Paris. 1984
  • H. Savon, Ambroise de Milan (340-397), Desclée, Paris, 1997.

Tags:

Ambroaz Milano IstorAmbroaz Milano SkridoùAmbroaz Milano Pennadoù karAmbroaz Milano LevrlennadurAmbroaz Milano340374397CiceroMilanoTadoù an Iliz

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Aescwine EssexGwengoloYokegBeretta M1951TverAn OriantBeg ar vronnTimbroù dre rummadKelornBro-SaozKervaria-SularPaul NewmanFilippo de' MediciFrazenn gevrennek liesrannGwern-valouinRiley EvansEuropaRannvro BreizhKesoueHohenzollern (1901-1914)IXvet kantvedTiTomPerroz-Gireg1635Beorhtric WessexSkejMontanaStadoù-Unanet AmerikaTaoiseachGres (bro)Morlu Arme Dieubidigezh Pobl SinaKourzhBangladeshEnez VreizhHTMLBukkakeLienenn-gourzhFrancisco FrancoFranklin Delano RooseveltShōnenKerveskontWessexNMeurvor HabaskOuzbekistanThe Jungle Book (film, 1967)MelBengaluruArvorigGewehr 98Kazakstan2001Keith HaringGeorge R. R. MartinWiki CommonsAostralia1989ChatalMarc'h PrzewalskiBrexitSpongeBob SquarePantsDer ZauberlehrlingBadalona🡆 More