Al Jazeera (arabeg : الجزيرة al-jazīrah, , al ledenez, da lâret eo ledenez Stad Katar) zo ur chadenn skingomz ha skinwel arabek etrebroadel perc'hennet gant Katar.
Diazezet eo e Doha ha renet gant ur c'hengevread media anvet Al Jazeera Media Network.
Deiziad krouiñ | 1 Du 1996 |
---|---|
Diazezer | Hamad bin Khalifa Al Thani |
Stad | Katar |
Perc'hennet gant | Al Jazeera Media Network |
Aozadur mamm | Al Jazeera Media Network |
Perc'henn war | BeIN Sports USA, Bein Sports, beIN Sports |
Sez sokial | Doha |
Yezh implijet | arabeg, saozneg |
Prizioù resevet | Ibn Rushd Prize for Freedom of Thought, Four Freedoms Award – Freedom of Speech |
Lec'hienn ofisiel | https://www.aljazeera.com/, https://www.aljazeera.net/, https://chinese.aljazeera.net/, http://aljazeera.com.tr/ |
URL gwazh | https://www.aljazeera.com/xml/rss/all.xml |
Privacy policy URL | https://privacy.aljazeera.net/ |
Rummad tost | Category:Files from Al Jazeera |
Sitemap URL | https://www.aljazeera.com/sitemap |
Hervez lezenn Bro-Gatar ez eo an holding "un ensavadur prevez evit ar mad foran". A-dreñv an aozadur-se emañ Stad Katar evit an arc'hantaouiñ met dieub e chom da embann ar pezh a fell dehi. Ar chadenn a vez kavet abeg enni gant aozadurioù pe broioù a sell outi evel un ostilh propaganda katari.
En Arabeg, al-ǧazīrah a dalvez ger-ha-ger "an enezenn". Koulskoude e talvez kement ha Ledenez Arabia, zo شبه الجزيرة العربية šibh al-ğazīrah al-ʿarabiyyah, berraet e الجزيرة العربية al-ğazīrah al-ʿarabiyyah. Kavout a reer ar memes gwrizienn en anvioù arabek al-Jazira (الجزيرة an enezenn) roet da C'horre Mezopotamia, un dachennad douar all gronnet gant dour hogos penn-da-benn ; hag Algeciras hag Aljeria ivez.
Lañs a oa roet da ganol dre loarell Al Jazeera d'ar 1añ a viz Du 1996 goude diwezh abadennoù kreizenn skinwel arabek ar BBC goude ur bloavezh hanter labour, pa glaskas gouarnamant Arabia Saoudat sañsuriñ keleier, da skouer danevelloù diwar-benn ar sekusionoù pe ali disidanted politikel a-bouez.
Emir Katar, ar cheik Hamad bin C'halifa, a brestas 500 milion rial (137 milion dollar US.) da lakaat Al Jazeera da vont en-dro e-pad ar pemp bloavezh kentañ. Lodennoù a oa kemeret gant posterien arc'hant prevez koulz ha gant gouarnamant Katar.
Kregiñ a reas Al Jazeera da skignañ e miz Du 1996. Pourchas a rae 6 eurvezh abadennoù bemdez. Kreskiñ a reas an niver-se da 12 eurvezh e fin 1997. Skignet e oa tro-war-dro dre stignoù ha dre ar fun. Al Jazeera a oa skignet dre dre loarelloù ivez ha tu a oa da sellet outañ digoust, daoust ma vire Katar, ha kalz broioù arab all ouzh an dud a gavout stignoù prevez evit al loarelloù betek 2001.
Pa krogas Al Jazeera Media Network da skignañ e oa Arabsat al loarell nemeti a skigne abadennoù er Reter-Kreiz, hag e-pad ar bloavezh kentañ ne oa gouest da bourchas da Al Jazeera nemet ur treuzponter bandenn C gwan a oa rekis ur stign ledan d'e resev. Dieubaet e voe un treuzponter bandenn Ku gant e implijer, Canal France International, da ziskouez e volontez vat, goude m'en doa skignet dre fazi 30 munut pornografiezh en Arabia Saoudat mirour
D'ar c'hentañ a viz Genver 1999 e komañsas Al Jazeera da skignañ 24 eurvezh bemdez. En ur ober ur bloavezh e oa tric'hementet niver an implijidi betek 500 implijad. Burevioù he doa an ajañs en un dousennad lec'hioù ken pell hag ar Stadoù-Unanet pe Rusia. Istim a raed e voujedenn vloaziek da 25 milion d'ar mare-se.
E miz Even 2017, gouarnamantoù Arabia Saoudat, an Emirelezhioù Arab Unanet, Bahrein, ha gouarnamant Ejipt o devoa pouezet kreñv evit ma vije serret ar gompagnunezh. Bez' e oa unan eus an trizek goulenn groñs hag a oa bet savet ganto pa oa bet cheu diplomatek etre gouarnamant Katar hag int.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Al Jazeera, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.