Yirmia

Yirmia pe Yeremia, pe Jeremi, Jeremia e latin, יִרְמְיָהוּ en hebraeg, a zo unan eus tri profed bras an Testamant Kentañ.

E anv a dalvez "an Aotrou a sav", pe "a zo uhel".

Yirmia
Yirmia
Duccio di Buoninsegna,
1308-1311

Setu ar pezh a gaver diwar e benn e pennad kinnig Levr Yirmia e troidigezh An Tour-Tan (Levrenn 3, 1983, p70-71) :

« Ganet e voe en Anatot, damdost da Jeruzalem, a ouenn velegel, war-dro 650 KHS.
Evel Yeshaia e prezegas Yirmia e Rouantelezh Yehouda, adalek 627 betek 587, hag eveltañ ivez e-pad daou-ugent vloaz, dindan ren ar rouaned Yoshia, Yehoahaz, Yehoyakim, Yehoyac'hin ha Sidkia. Desket bras e seblant bezañ bet, hag anavezet mat eo gantañ ar Skriturioù. [...]Dalc'hmat e sav e vouezh enep an idolouriezh, ha dre ma skuilher ken aezet ar gwad didamall, dre ma klasker ar gonidoù dreist pep tra ha dre ma weer ar barnioù ez-direizh. [...] Ar retañ holl n'eo ket al lidoù, met distreiñ davet an Aotroù a holl galon, dieubiñ e vreudeur sklaved, santelaat ar shabat...
En ur mare gwall garv evit e vro, e lavaro Yirmia didro e soñjoù diwar-benn ar politikerezh, d.s. oc'h erbediñ ar bobl da sujañ da roue Bavel hag e sacho warnañ e-unan, en abeg da se, kalz a drubuilhoù hag a heskinoù. Met ul lusk en e ziabarzh hag e c'hred evit an Aotroù her redio atav da gomz ouzh ar bobl, re zibreder evit gwelout ar reuzioù bras o tonet war Jeruzalem.[...]
Tennet en desped dezhañ d'an Ejipt war-lerc'h ar Yuzevion tec'het ahont goude ma voe kemeret Jeruzalem gant roue Bavel, Yirmia a skrivo alehont d'an harluidi evit o frealziñ ha reiñ dezho ar goanag d'an distro ha da adunvaniezh meuriadoù pobl an Aotroù. [..] Hervez lod e stlejas Yirmia e vloavezhioù diwezhañ e bro Ejipt, hervez darn all e varvas e Bavel.
Klemmvanoù kaer a gaver e levr Yirmia ha brudet eo ar profed war gement-se. Ur barzh donezonet-tre ez eus anezhañ, hag e zoare-skrivañ a chom peurvuiañ didro ha plijus, gant skouerioù niverus. »

Hervez darn eus ar viblourien e vije aozer ar C'heinvanoù ivez met ur fazi e vefe evit lod all.

Daveoù

Tags:

JeremiTestamant KozhYeremia

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

1730Basel2004SkannerCaius Julius CaesarNikki FritzRomántica MilongueraSvedenPellgomzKensonenn ankoue dre stlakatAnuz-dallThe Times of IndiaKaourintin MartinsEmgann CartagenaDzAgostino CarracciAmericaPen y FanFree Software FoundationElectra hag Elise AvellanRomantelezhAlamagn63TswanegGuiche (toullgorfañ)Kensonenn kevig a-gostez dre dostaatLizheregouriezh1929SivetKib vell-droad ar bed 1986Hermine de Nantes AtlantiqueTrodroc'hañArdamezeg familhoù BreizhC'hoarioù OlimpekRepublik pobl SinaSkrik18 HereMenez Mikael ar MorBrezhonegHeol56TogoAmzer-dremenet strizhVigellStlejvil1993TrotskiouriezhLoarJulien LachuerToullgorferezhNoazhdedMell-droadKensonenn drekstaon dre strakalLeonor Varela84San Diego (Kalifornia)MerdeerISBNmell-dornGabonKensonenn dent dre dostaat1906New JerseyAntonina MakarovaAziaMoskovProduadur diabarzh kriz1922SpagnProviñsoù ha tiriadoù KanadaMarcièlCaer Lerion🡆 More