Viktor Orbán (pe Orbán Viktor evel ma lavarer en hungareg, distaget ) (ganet d’an 31 a viz Meurzh 1963 e Székesfehérvár) zo ur politikour hungarat.
Kentañ ministr e vro eo bet eus 1998 da 2002 hag adarre abaoe 2010.
Studioù war ar gwir en deus graet e skol-veur Eötvös Loránd Tudományegyetem e Budapest hag en Oxford. E 1988 e oa bet unan eus diazezerien ar strollad Fidesz. E 1990 e oa bet dilennet da gannad e parlamant Hungaria, ha tri bloaz diwezhatoc’h e oa e penn Fidesz. E 1998 e oa deuet da vezañ kentañ ministr ar vro, pa oa bet gounezet ar votadeg gant e strollad Fidesz-MPP.
Dindan e renerezh e oa bet kemmet ideologiezh ar strollad Fidesz, ur strollad frankizour betek 1994 ha deuet da vezañ ur strollad mirour ha broadelour e 1994-1995. Gant se e oa deuet a-benn da c’hounit ar votadeg e 1998 ha deuet e oa Viktor Orbán da vezañ kentañ ministr ar vro. Pa oa tamallet dezhañ e zoare aotrouniek da ren ar strollad hag ar gouarnamant, e voe kollet votadeg 2002 gant Viktor Orbán. Strivet en deus goude-se da adunaniñ ar virourien ha gounezet adarre votadeg 2010, gant e strollad Fidesz-MPP. Deuet e oa da vezañ kentañ ministr Hungaria en-dro da neuze.
Brudet eo Viktor Orban evit kaout mennozhioù mirour ha broadelour rik.
Etre 14 ha 15 vloaz, e voe sekretour an aozadur yaouankiz komunour (KISZ). Orbán a zisklêrias eus ar mare-se e-pad un atersadenn, en devoa kemmet rik e selloù politikel e-pad e servij soudard. Hiziv-an-deiz e tisklêr e oa eñ "hegredik ha kredour" d'ar renad komunour.
Viktor Orban a zo bet enep-komunour dre ma oa e-penn ur strollad mirour, bet e oa bet ivez enep Rusia en ur c'houlenn emezeliñ en NATO. Tostaet eus an Unaniezh europat, goustadik ez eo bet gant mont tostoc'h-tostañ ouzh Rusia Poutin.
Kollet eo bet an enep-komunouriezh gantañ betek chom o komz nebeut eus ar sujed-se.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Viktor Orbán, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.