Tu-Etre

Er yezhoniezh e vez implijet an termen tu-etre (saoz.: middle voice) evit komz eus un tu yezhadurel hanter-hent etre an tu-gra hag an tu-gouzañv, dre ma ne c'hell ket bezañ renket ar rener nag evel c'hraer rik na da c'houzañver rik ar frazenn, gantañ perzhioù o tennañ koulz d'an eil ha d'egile.

En tu-etre e talvez ar rener da c'hraer ha da c'houzañver an ober war un dro, da lâret eo e c'hell talvezout ez-semantikel da emoberezh (un ober graet dezhañ e-unan pe evitañ e-unan) pe da genemobererezh (un ober graet an eil d'egile/eben) seul wezh ma vez liester ar rener, da skouer:

    यज॑ते (yájate): "aberzhiñ a ra evitañ e-unan" (tu-etre rik)
    शेते॑ (śéte) "en e c'hourvez emañ" (media tantum amdranzitivel),


En henc'hresianeg

E henc'hresianeg eo alies emoberek ster an tu-etre, a c'hell bezañ tranzitivel pe amdranzitivel. A-wezhoù e c'hell bezañ implijet an hevelep frammadur evit merkañ an arbennelezh.

Kenglotaat a c'hell stumm an tu-etre gant hini an tu-gouzañv, da skouer:

    Tu-etre (tranzitivel):
  • Ἀνὴρ τιμᾶται ("En em enoriñ a ra un den" = "Kanañ a ra meuleudi dezhañ e-unan")
    Tu-etre (amdranzitivel: media tantum):
  • κεῖμαι ("em gourves emaon")
    Tu-gouzañv:
  • Ἀνὴρ τιμᾶται ὑπ' ἀνδρός ("Enoret e vez un den gant un den (all)"

Verboù emober rik pe verboù deponant int deuet da vezañ e gresianeg a-vremañ.

E latin hag er yezhoù romanek

Diorroet e oa bet verboù deponant al latin diwar tu-etre ar c'hent-indezeuropeg

    inquinor "en em louzañ a ran": media tantum tu-etre (stumm-emober)
    sequor "heuliañ a ran": media tantum tu-gra

Deuet d'o zro da vezañ verboù brizhemober (media tantum) implijet gant meur a yezh romanek a-vremañ, da skouer:

    Je me souviens ("Soñj am eus")
    Me cayo ("Kouezhañ a ran")

En islanedeg

Unan eus ar yezhoù indezeuropek a-vremañ ral pe raloc'h implijet gante un tu-etre rik eo an islandeg merket gant al lostger "-st", da skouer:

  • matast "debriñ": amdranzitivel (media tantum)
  • sjást "bezañ gwelet: kevatal d'an tu-gouzañv
  • klæðast "en em wiskañ": stumm-emober

Gwelit ivez:

Tags:

Tu-Etre En henchresianegTu-Etre E latin hag er yezhoù romanekTu-Etre En islanedegTu-Etre Gwelit ivez:Tu-EtreGouzañver (yezhoniezh)Graer (yezhoniezh)Rener (yezhadur)SaoznegTu yezhadurelTu-gouzañvTu-graYezhoniezhen:Grammatical voice

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Mell-droadJapan1785VicenzaAbrakadabraWikimammennCharles DickensEoul-maenBahamasTchadGlock (pistolenn)WikiarroudAna del Castillo1998Stankell an Teir C'haniennBeg ar vronnGopr hollvedelBrezel-bed kentañUkrainaHolloueziadurNASADegemerGalleg1936Gwrac'hig-an-drezAostraliaE (lizherenn)Eil Brezel-bedTasbihGlas2001Marie-Antoinette AostriaKiwi MantellKenrouedadIntelKenglad ar BroadoùHamilton (Bermuda)AzerbaidjanCarne (film, 1968)WikimediaKuzul Kernev-VeurRr (lizherenn)GabonKensonenn kevig dre stlakatFrancisco FrancoSpered SantelGeriadurouriezh ar brezhonegJean JanMonokiniBrown Bess2007IranOfiserien-Veur Dugelezh BreizhDispac'h ar JenoflManagementAlamanegPlatonMeurlarjezHTMLFelipe IIWikiOugandaPloubêrKaorelOmar SyTehranAaron PhypersFrançois PlaineYukonKolkida🡆 More