Timbroù Penrhyn

Brasañ atoll ar 15 enez inizi Cook eo Penrhyn, lec'hiet e kreiz ar Meurvor Habask.

Dont a ra an anv (a orin kembraeg) eus hini bag Lady Penrhyn ar c'habiten William Crofton Sever a zilestras eno e 1788, tra ma oa war an hent evit kas prizonidi da Aostralia.

Timbroù Penrhyn
Timbr 1917

Adstaget eo bet enezenn Penrhyn ent ofisiel gant Sir William Wiseman, e anv Breizh-Veur, d'an 22 a viz Meurzh 1888. Hervez pennoù-bras ar rouantelezh ez eus amañ ul lec'h strategel war hent ur raktres kevreañ telegrafek etre Aostralia ha Kanada.

Enez Penrhyn ha an Inizi Cook a voe e gwarez ar Rouantelezh-Unanet etre 1888 ha 1900. Treuzkaset e voe hevlene karg ar velestradurezh da Zeland-Nevez. Timbroù Zeland-Nevez a voe implijet da gentañ, met adalek miz Mae 1902 e voe dreistmoullet timbroù Zeland-Nevez a-ratozh kaer. E 1920 e teuas er-maez ur rummad ispisial. Skeudenn ar c'hwec'h timbr a ginnig poltred Cook hag e zilestrañ war an enezenn, ur wezenn-gokoz, porzh Avarua…

Etre 1932 ha 1973 e voe implijet timbroù Inizi Cook hepken, met pa voe roet an dizalc'hidigezh d'an enezeg e 1965 (gant liammoù start gant Zeland-Nevez dalc'hmat) e kavas Penrhyn un tamm emrenerezh evit embann timbroù en e anv. Ken bihan eo an enezenn e c'heller bezañ bamet gant an niver bras a dimbroù moullet evit postoù Penrhyn, ha kompren e faot d'ar velestradurezh gwerzhañ tammoù paper liesliv (warno Gouel Nedeleg, familh ar Rouanez Elesbed II…) da zastumerien ar bed…

Pennad kar

Tags:

AostraliaAtollInizi CookPenrhyn (Inizi Cook)

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Achille DevériaChesten MarchantLiessindetonLes Ramoneurs de Menhirs29 GouerePlouginDegemer20071922VijilDilhadCascading Style SheetsHungariaFeskennBotez-koadBro-SaozE (lizherenn)Ana del CastilloAozadur ar Broadoù UnanetBreizh-VeurRouantelezh-Unanet2005AmzerOugandaWiki FoundationKuomintangJean LégerEil Brezel-bedMell-droadMarriagetoxinIIIe kantvedKamlezStankell an Teir C'haniennLizherenneg fonetik etrebroadel evit ar saoznegBagar-BihanTasbihBrezhonedXVIvet kantvedSpered SantelA (lizherenn)BronnGlock (pistolenn)ParáGokkunC'hoarioù OlimpekAbrakadabraImpalaeriezh roman ar Reter6 Eost1995RapunzelBeg ar vronnAfghanistanToyotaKembre1945JapanTCP/IPTiriad Antarktika Breizh-VeurMeurlarjezFrançois PlaineKragvouc'h SibiriaFernão de MagalhãesSaoznegUkrainaLesya UkrayinkaHidrokarbon2001Yec'hedMickey MouseUslimestra🡆 More