Ostaleri

Un ostaleri (a-wezhioù ostaliri pe ostalidi hag un nebeud gerioù damheñvelster : tavarn, kafedi, bar zo ur lec'h ma vez gwerzhet diedoù alkoolek pe evajoù dialkool, met servijet e vez kafe hag evajoù tomm all ivez.

Gallout a reont ivez lenn ar gazetenn, c'hoari da c'hoarioù a bep seurt evel ar biroùigoù, dañsal, hag all. Pep ostaleri he deus he aergelc'h dezhi. A-wezhioù e vez gwerzet meuzioù simpl pe geginet mat. Rouesoc'h e vez kinniget un nebeud lojeiz. Perc'henn pe atebeg un ostaleri a zo un ostiz hag an tavarnour a ra war-dro un davarn pe un ostaleri. Ur mevel eo an den a vez implijet evit ober ar servij ha ar vatezh ar vaouez a ra memestra.
Troiennoù-lavar : "traod bank an ostaleri", "piler an davarn" a lesanver un den a dremen kalz eus e amzer en un ti-evañ.

Gerioù kevatal ha gerdarzh

Meur a c'her a vez implijet e brezhoneg evit envel al lec'hioù boutin-se a gaver kazi e pep bro e-lec'h ma vez annezioù tolpet. Er C'hatholicon e kaver ar penngerioù "Osteleri" ha "Tauarn" hag ne vez ket bet gwelet kafedi a-raok 141. E geriadur Emgleo Breiz-Garnier e kaver ti-kafe. Implijet e vez ar ger hollek ti-evañ ivez
Un dameilenn eus ar ger gallek "hostellerie" evel ma oa distaget er Grennamzer eo ha tavarn a zeu eus al latin taberna dre ar c'herneveg tavern pe ar c'hembraeg tafarnAlbert Deshayes, Dictionnaire étymologique du breton…'.

Istor

Gwerzhañ boued ha diedoù en ul lec'h ma vez kalz a dud o paseal e tal dezhañ a zo bet graet abaoe ma 'z eus hentoù bras ha straedoù darempredet. Er gerioù ez eus bet muioc'h anezho atav.
Anavezet mat eo an thermopolium a veze savet e straedoù-kêr zo e Italia an Henroma. Prientet e veze ar boued e-barzh añforennoù ha listri bras. An taberna a veze gwerzhet kalz a draoù enni a c'hell kinnig boued ha diedoù d'e bratikoù.

Levrlennadur

    Lennegezh
  • Gwillou Kergourlez, Bitekle pe war hent ar baradoz. E-barzh Brud Nevez, niv. 22, C'hwevrer 1979. Pez-c'hoari.
  • Herve Bihan, Tavarn San Froilan. E-barzh Al Liamm, niv. 318, 2000. Danevell.
  • Mark Kerrain, Ostiz!. E-barzh dastumad Parkadoù sivi da viken, Sav Heol, 2016. Adembannet e niv. 420 Al Liamm. Kanouenn.
  • Anton Châtelier, Tavarn An Olifant. E-barzh Al Liamm, niv. 432, 2019. Danevell.
    Daveoù
  • Sylvain Bertrand & Yann Lestréhan, Bistrots, rades, comptoirs : récits d'un tour de Bretagne, Goater, 2015. (ISBN 9782918647522)
  • Pascal Le Liboux, Bistrot Breizh : Le tour de Bretagne des vieux cafés à vélo. 3 levrenn, 2017.

Pennadoù nes

Notennoù ha daveennoù

Ostaleri 
Tavarn e Malaysia.

Tags:

Ostaleri Gerioù kevatal ha gerdarzhOstaleri IstorOstaleri LevrlennadurOstaleri Pennadoù nesOstaleri Notennoù ha daveennoùOstaleriBiroùigoùDañsDied alkoolekKafeMatezh

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

MarselhaUnaniezh EuropaDispac'h ar JenoflHTMLLandregerISOSaratovRoll ar melestradurezhioù o deus embannet timbroùChesten MarchantUsenetLondrezGewehr 981833CynwidionISBNApex LegendsTimbroù GreunlandKastell-PaolSkramm strinkennoù liñvel1675Česká zbrojovka a.s.OuzbekistanMorlu Arme Dieubidigezh Pobl SinaRoz-kiYezekael, roue DomnoneaAziaTeba (Egipt)1977DouaroniezhMontroulezDevnonDek Gourc'hemennKontelezh EssexPedro SánchezPellgehenterezhioùStad emveliekAlamagnVenezia2006Johann Nepomuk GeigerAmalie Sophie von WallmodenMetig Jakez-VargasAndhun SussexGwareg (arm)1654EmflourañEil Brezel-bedLSant-PetersbourgSpongeBob SquarePantsKerborzhRené BarjavelHillary ClintonBeorhtric WessexSevenadurMarc'h PrzewalskiMeurvor HabaskItaliaFilippo de' MediciGopr hollvedel1989BrezhonegDour-beuz846Meurzh (deiz)Gwern-valouin🡆 More