Taksonomiezh

An daksonomiezh, pe taksinomiezh (gresianeg ταξινομία taxis : rummatadur et nomos : lezenn) a zo unan eus kelennoù ar vevoniezh, he fal dezhi sevel rummatadur reizhiadek ar bevien.

Orin hag emdroad ar patromoù

An holl rummatadurioù a vez dispaket dindan stumm ur wezennad (ken e vez kaoz eus ur rummatadur gwezheñvel) o kregiñ gant ur wrizienn, houmañ oc'h endelc'her an holl vevien a zo eus outo pe a zo bet hag o pignat betek an hiniennoù.

Pep skoulm ar wezennad a zo un takson, ennañ an istaksonoù diorroet diwar ar skoulm.

Carl von Linné (1707-1778), ur skiantour svedat, en devoa kinniget diazezoù ar rummatadur reizhiadek hag a zo bet kelennet betek kreiz an XXvet kantved. Diamzeret eo bremañ peogwir e oa bet ijinet diwar menozioù ar mare : denheñvelouriezh, krouidigezhouriezh pa ne oa ket bet dizoloet emdroaderezh.

An denheñvelouriezh a zo bet diskaret gant Charles Darwin pa ginnig e 1859 ur rummatadur diwar al lignezouriezh. Hervezañ, ma 'z eus bet un emdroadur, ret eo rummata ar spesadoù diwar derez ar gerentiezh o-deus etrezo.

Goude Darwin e oa klasket respont d'ar goulenn "piv a zo diwar biv?" hag e oa re pouezet war renabliñ al lignezoù. E kreiz an XXvet kantved eo bet komprenet eo pouezusoc'h hag efedusoc'h klask "piv a zo nes da biv" ha heuliañ tostadur ar filogeneliezh.

Hervez ar filogeneliezh, e tleer kemer evit abegoù ar rummatadur derezioù ar gerentiezh. Gant ar bennaenn-mañ ez eus bet savet gwezennadoù filogeneliezhel o deus degaset muioc'h a gomprenidigezh p'eo posupl rakwelout bezañs spesadoù zo. Bez' e c'heller lavarout eo bet tostadur ar filogeneliezh un disoc'h eus teorien an emdroaderezh, met ar gwezennadoù savet diwarni o deus kaset prouennoù an deorienn-mañ.

Liamm diabarzh

Tags:

BevoniezhRummatadur

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Amber Heard2012Friedrich EngelsSav-bronnoùBloavezhioù 2020Stad emveliekKazanOne Man Went To MowPierre-Joseph ProudhonTimbroù GreunlandEdwardKongoTverSant-MaloùGwrezverkDugelezh Breizh846Kerien-BoulvriagDivaskell BreizhSevenadurPellgehenterezhioùGenadLienenn-gourzhMadeiraDiwanBiblBill ClintonPlaza de soberaníaLimbourg (Belgia)IndoneziaBroKrampouezh1833MarcosSanta Maria del FioreGoodnight, IreneCarles PuigdemontDihunDaouzek labour AsteriksKêriadennSophia Charlotte von Platen-HallermundYezhJohannes VermeerMac'haonFrañsez Iañ (Bro-C'hall)Karabiner 98kOuzbekistanPieter de HoochChatalISOYuzev-portugalegToullañ beg ar vronnC'hwevrerArvorighom42AostraliaCatherine LatourGlasZombie StrippersStrollad politikelWapitiKontelezh EssexRoll ar melestradurezhioù o deus embannet timbroùDidonBro-RoazhonVladimir PoutinFrazenn gevrennek liesrann🡆 More