Sinagogenn Rykestraße

Sinagogenn Rykestraße eo sinagogenn vrasañ Alamagn.

E karter Prenzlauer Berg en arondisamant Pankow e Berlin emañ. Goude labourioù a badas ur bloavezh eo bet digoret en-dro d'an 31 a viz Eost 2007.

Sinagogenn Rykestraße
Sinagogenn Rykestraße

Istor

E 1904 e voe savet. Ur savadur savet gant brik eo, en doare nevezroman. Pa voe savet e c'halled degemer 2 000 den enni (1 074 den hiziv an deiz). C'hwezhet e voe an tan enni gant an Nazied e-pad Nozvezh ar strink, d'an 9 a viz Du 1938. Met dre ma oa stank an tiez tro-dro e voe lazhet an tan buan gant ar bomperien. Goude-se e voe implijet da varchosi ha da zastumlec'h. Adalek 1945 e teuas da vezañ ul lec'h azeuliñ en-dro. D'ar mare-se e oa e Berlin ar Reter. Dilezet e voe gant pennoù an DDR ha ne voe ket graet war he zro. Adkempennet e voe er bloavezhioù 2000 ha digoret en-dro d'an 31 a viz Eost 2007. E-touez an dud a gemeras perzh el lid e oa ar rabin Lzo Trepp, hag a oa bet o labourat enni betek 1936.

Gweladenniñ

Gweladenniñ ar sinagogenn a c'haller da Yaou etre 2 eur ha 6 eur ha da Sul etre 11 eur ha 4 eur. Displegadennoù en alamaneg hag e saozneg a vez kinniget. Lidoù a vez aozet da Wener da noz ha da Sadorn vintin. A-benn tizhout ar sinagogenn e c'haller tapout ar metro (linenn U2, arsav Senefelderplatz ha hini Eberswalder Straße) pe an tramway (linenn M2, arsav Knaackstraße ha hini Marienburger Straße).

Levrlennadur

Liamm diavaez


Sinagogenn Rykestraße 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Sinagogenn Rykestraße  Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.

Tags:

Sinagogenn Rykestraße IstorSinagogenn Rykestraße GweladenniñSinagogenn Rykestraße LevrlennadurSinagogenn Rykestraße Liamm diavaezSinagogenn Rykestraße200731 a viz EostAlamagnBerlinPankow (Bezirk)Prenzlauer BergSinagogenn

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Arsailhadeg Cartagena (1697)EcchiSpesadArarJamaika1963Jakob AmmannAzginivelezhDzKensonenn diweuz dre strakal1996LeipzigDeiziadur muzulmatPhilippe BoënnecIrakGiulia BeneniKensonenn kevig taravat dre strakalBurgondedLvivDeizKensonenn gilblegCleveland CavaliersBarrErotegezhKoleraMarcus Tullius CiceroDafydd Jones (Dewi Dywyll)Electra hag Elise AvellanYaou (deiz)Kensonenn drekstaon dre strakalNorth Bank (Gambia)19292023Kensonenn gweuz-drekstaon dre dostaat mouezhietBrezhonegGrell voutinҾ (lizherenn)DegemerVogalenn damserr greiz rontPaskwezhenKazhGwener (doueez)KembraegMinellañ ar c'hourzhOrgedImpalaeriezh otomanAgostino CarracciOhioKensonenn staon a-gostez dre dostaatKensonenn huged dre strakalPauley PerretteSaksMor GalileaSyracusiaMeurvor atlantelLun (deiz)Football Club des Girondins de Bordeaux30Los Angeles (Kalifornia)BloazMaria Francisca de Assis de BragançaRuzenn gweuz-dent divouezhRuzenn ouel divouezhFormulenn 1Parti Socialiste (Frañs)LoarKensonenn drekstaon dre dostaatCorieltauviChapel ar Paolinezed🡆 More