Reginaldo Da Bologna

Reginaldo (pe Raniero) da Bologna oa ur beleg dominikan italian, bet arc'heskob Armagh ha primad Iwerzhon etre 1247 ha 1256.

Ganet eo bet e Bologna war-dro 1200. Aet eo da Anaon en Agnani pe e Roma e 1256.

E-touez kentañ heulierien Domingo de Guzmán e voe. Degemeret e voe en Urzh ar Brezegerien e San Nicolò delle Vigne e Bologna hag e vevas e kouent Bologna goude. Kelenner eo bet er Skol-veur. Levezon en deus bet war Raymond de Peñafort.

E 1221 e voe e-touez arn doaouzek pe trizek breur kaset da Vro-Saoz gant Dominig un pennadig a-raok e varv. O c'hefridi oa ouzhpenn prezeg staliañ dominikaned e Breizh-veur hag Iwerzhon dindan renerezh Gilbert a Fresnay. Ne oa karg ofisiel ebet gant Reginaldo. Bale a reas dre Vreizh-Veur ha mont a reas da Iwerzhon.

Goude bezañ tremenet un nebeud bloavezhioù e Breizh-Veur e tistroas da Italia evit mont e servij ar Pab Gregor IX. Eñ eo a resevas keloù eus marv Jordan von Sachsen er-maez da aodoù Palestina. Mont a reas gant un dominikan all e servij ar Pab, Goffredo, da gas ar c'heloù da Bariz ha da lec'h all kazi sur, e-kerzh ar bloavezh 1237.

E 1247 e voe anvet gant ar Pab Inosant IV Arc'heskob Armagh ha primad Iwerzhon. Marteze peogwir e ouie saozneg met dreist-holl evit kontrollañ galloud Herri III a Vro-saoz. Ne ouie ger iwerzhoneg ebet. Daou zominikan all, David McKelly, arc'heskob Caiseal (Cashel), ha Alan O'Sullivan, eskob Cluain (Cloyne), a levezonas marteze ar Pab evit envel Reginaldo e plas Albert Suerbeer en do roet e zilez.

Dont a reas da Roma e 1252 evit e gweladenn "ad limina" d'ar Pab. Dleout a reas chom eno pellik amzer evit diskoulmañ kudennoù lezennel evit e eskopti. Pezh a reas mat. Ne eas ket en-dro da Iwerzhon ha mervel a reas el Lazio (pe e Roma pe e Aganni) e dibenn 1256.

Tags:

12471256ArmaghIwerzhon

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

RomedFrienn gweuz-dent mouezhiet82BaselPaul Avril56Ger kevrennekNepalIl-ha-GwilenCartagena (Spagn)1974Free Software FoundationC'hoarioù OlimpekKazhBarrennig-stagañRiezad63Reinhard HeydrichPhilippe BoënnecLigerJehan LagadeucBennozhLa RoquetaLéon JassonĽKensonenn gweuz-drekstaon dre dostaat mouezhietNattergalenLeonor VarelaDeiziadur hindouekPost-ar-vezhFootball Club des Girondins de BordeauxMathurin MéheutVogalennLituaniaKensonenn dent dre dostaatmell-dornFemme fataleBurgondedClaudius IIWikimediaErotegezhPriñs AlbertTswanegSkeulennCentre-Val de LoireSant-TeveRomantelezhBro-C'hallKaourintin MartinsKoad FelgerKib vell-droad ar bed 2002BukkakePlantC (lavar programmiñ)Emgann CartagenaMarkdownGiulia BeneniLizheregouriezhLevr Daniel58Creative Commons1922Maria ChuchenaRuzenn gostez kilbleg divouezhNaouegezh alvezelFeskennMac'hagnerezh reizhel benel6Dafydd Jones (Dewi Dywyll)Koñsolennoù c'hoarioù video9ISBN🡆 More